Ha setu ur blog beaj…

Demat d’an holl!
Abaoe ur pennad e oa ur veaj war ma spered… Meur a dra en deus lakaet ac’hanon da lakaat an hunvre-se da wir.
Japan a zedenn ac’hanon abaoe pell, c’hwi oar mat, manga, haiku, boued hag all hag all! E kerzh Japan Expo e Pariz (e miz Gouere 2012) em eus bet tro welet stand ALJ a ginnig beajoù a bep seurt (ha da gomz un tammig gante ^^). Da zigentañ e felle din ober ur veaj 8teiz e Japan hag 8teiz e Korea ar Su, plijout a rae din ar mennozh tapout ar vag etre an div vro. Met war memes tro em boa aon mont d’ar red ha kaout c’hoant distreiñ en div vro ken nebeut a draoù em befe bet amzer da welet ^^”
Plijet e oan gant an tu dieub a ginnig an aozadur : ar veaj hag ar bod a zo an diazez ha goude-se e tiviz pep hini mont da weladenniñ an traoù a vez kinniget pe get gant peurrest ar strollad. Ha setu me neuze, o tibab ur veaj da Japan. C’hoant em boa da vont da vare ar gwez kerez e bleuñv, anat. Da gentañ e soñjen mont e-pad teir sizhun (amzer ober ar pezh a veze kinniget mui un toulladig traoù dieub) met memes priz e oa al lojeiz evit ur miz… Neuze perak ket! Buan a-walc’h em eus kavet peadra da leuniañ devezhioù a-bezh gant mirdioù ha liorzhoù Tōkyō!

Mont a rin kuit d’an 23 a viz Meurzh. Setu diskrivadur ar veaj (marv eo al liamm abaoe siwazh) ma fell deoc’h teurel ur sell. E Tōkyō e vin o lojañ neuze. Mont a rin gant ar strollad da welet ar muiañ posupl a draoù. Dedennus int, un tu “touristel” klasel ganto. C’hoant em eus da zizoloiñ ar vro, gwelet lec’hioù brav, tañva boued iskis ha mat… Ur pemzektez dieub em bo avat hag evel ma lâren just a-raok em eus graet ul listenn eus ar pezh a felle din gwelet. Goude-se em eus klasket renkañ anezho dre garter evit chom hep ober beajoù metro pe tren diezhomm (kêr a-walc’h eo ar beajoù, met se a gontin deoc’h war-eeun pa vin du-hont)
Kinnig a rin deoc’h pennadoù diwar-benn ar pezh a welin hag a weladennin, ar pezh a rin, a zebrin, a vevin kea!.
Tu vo deoc’h kaout un tañva eus Japan, heuliañ ma beaj bemdez (na brometan netra, met klask a rin embann en un doare reoliek! War skouer ar blog-mañ emichañs) ha beajiñ un tammig ganin evel-se!

Ober un evezhiadenn