A-raok mont kuit

Evit ur veaj dindan 90 devezh n’eus ezhomm visa ebet evit mont da vro Japan. Ur paseporzh hepken.
Ahaha, ya! Ma hini pa oan dindan 18 vloaz a oa echu abaoe ur pennadig siwazh! (mat int e-pad 5 bloaz hepken) Ret eo bet din mont d’ober skeudennoù a-ratozh neuze ha prientiñ ur goulenn paseporzh. N’eo ket start, kemeret em boa emgav en a-raok ha buan-tre eo tremenet an traoù en ti-kêr. Ur miz em eus gortozet ha prest ma faperioù! (86€ a dimbroù kemedel (?) farsadennoù gant ar ger “fiskal” a zo aotreet) a goust ur paseporzh, n’em boa ket dre ret soñjet en-se en ur gemer an diviz mont da veajiñ. Mat e vo betek miz Du 2022 avat, setu spi ‘m eus em bo tro da veajiñ en-dro a-benn neuze!)

E-keñver arc’hant em eus cheñchet kartenn ti-bank a-benn digreskiñ ar frejoù ha cheñchet kalz arc’hant a-raok mont kuit a-benn kaout arc’hant laosk. 1 euro a oa par da 118 円 (yen) pa ‘m eus graet. Implijet em eus ul lec’hienn a-ratozh, kalz nebeutoc’h a frejoù a zo ivez keñveriet gant an ti-bank (ma c’huzulier e-unan en deus lâret ne oa ket dedennus dibab ober ganto!). Paeet e vez dre dreuzvankadenn, ret eo kas un eilenn eus ar gartenn-anv (pe paperoù identelezh bennak) ha setu. Gourc’hemennet d’ar Meurzh goude-merenn em eus resevet an traoù d’ar Gwener, paket mat (“valeur déclarée”), gant ur gartennig o hetiñ ur veaj vat din ha tout 🙂
yen

Evit ar yec’hed n’eus netra ispisial d’ober kennebeut. N’eus paperenn ebet da gaout digant an asurañs peogwir n’emañ ket Japan e Unvaniezh Europa evel-just (^^). Ma mezeg he deus broudet ac’hanon da ober ur vaksin a-enep an hepatit A, a c’haller tapout gant ar boued, memestra e ken kas (daoust ma n’eus ket kalz a riskloù e Bro Japan). Ha goulennet em eus ivez loeroù “gwaskadur” evit ar veaj karr-nij, domaj e vefe kaout kudennoù yec’hed e-pad pe goude ar veaj memestra!

Profitet em eus eus an distaolioù evit prenañ botoù, botoù a-benn kerzhet met aes da dennañ : en temploù hag e lec’hioù zo (pretioù a-wechoù) e ranker tennañ ar botoù! Torr-penn neuze p’eo re start da lakaat pe da dennañ! (Dilezel a ran ma dastumad Doc Martens e-pad ur miz, soñjit ‘ta!) Prenet em eus ur re votoù kerzhet izel hag ur re votoù sport du a c’hallo servijout evel “botoù cheuc’h” ma ‘m eus ezhomm da vareoù zo.
Un doare mantell c’hlav skañv a vez lakaet en ur godell ‘m eus prenet ivez, en ur miz e vo glav sur a-walc’h ^^ Ha loeroù du rak n’eo ket gwall vrav kaout loeroù gwenn lous en temploù :p

Peadra da bouezañ ma sac’h : droch e vefe kaout da baeañ ouzhpenn peogwir eo re bounner ma sac’h! Chañs ‘m eus avat, ar gompagnunezh Etihad a laosk an dud da gaout 30kilo en o sac’h bras! (7 er gabinenn, Air France a zo 23/12 da skouer).

Setu dre vras ar pezh ‘m eus bet da brientiñ a-raok ar veaj!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: