Gwener da noz

Tremenet mat an traoù en tren. Ur wech erruet e ti-gar an aerborzh avat na ouien ket da belec’h mont ^^ Aet on da c’hortoz gant ar busoù met kavout a raen iskis. Goude ur mare ‘m eus goulennet digant ur blenier en deus lâret din e oa ret din kemer ar val. Ahaha! Kollet ‘m eus un hanter eur bennak evel-se ^^”
Fentus eo ar val peogwir eo heñvel-tre eus hini Roazhon.
Erruet en ostaleri neuze.  N’eo ket bet displeget din e oa ret implijout ma c’hartenn evit kemer ar bignerez… Savetaet on bet gant tud all o pignat ivez… Forzh petra! (met savetaet ‘m eus tud all goude ahaha!)
Plijus eo ar gambr met souezhet on bet o klevet kirri-nij o tibradañ, ur santad iskis eo! Souezhet on bet ivez o welet e oa stag ar soavon eus ar voger er sal-dour ^^

Advertisements

Devezh -1

Setu, erru ar Gwener 22 ! Emaon o vont betek Pariz hirie a-benn tapout ar c’harr-nij warc’hoazh beure. (Un tammig re a aon em boa o welet e errue tren kentañ ar Sadorn da 9e15 e ti-gar Roissy, an emgav gant ar strollad o vezañ da 9e…)
Klask a rin kas keloù eus an ostaleri! Ma n’hallfen ket, ken vefec’h gwelet neuze, eus Bro Japan moarvat 😉

%d bloggers like this: