Setu erru e Bro Japan…

Kroget eo drol an traoù disadorn peogwir on erruet justik d’an emgav (8e55) ha n’am eus kavet den. Bet o c’houlenn digant ur strollad tud met ne oa ket int ha oa. O kregiñ da soñjal e oa c’hwitet an traoù evidon… Gwelet a ran avat un den o c’hortoz da gaout e diked a anavezan dre fb. Savetaet! Goulennet gantañ perak ne oa den evit reiñ ar paperioù ha tout…Diskouezet en deus din ar plac’h a roe deomp an traoù, kuzhet mik e-touez ur bern tud, dibosupl gouzout piv e oa. E gwirionez e oa unan eus ar strollad gant ur sapre kudenn : ankouaet e baseporzh!!
Ar plac’h he deus ret deomp hon tikidi (etre tan e oa erruet tud all eveldon) ha bet omp neuze o c’hortoz evit eskemm anezho ha lakaat hon malizennoù ha tout. Ar paourkaezh paotr n’en deus bet diskoulm ebet. Met sañset e erruo warc’hoazh.
Hir eo bet al lostad-mañ met goude hon eus bet tro da gaozeal 5 ac’hanomp asambles. Poent e oa mont er c’harr-nij da c’houde. Plaset e oan kentoc’h mat (e-kichen un alez) ha ne oa den em c’hichen! Plijus eo bet ar veaj-se. Prim omp bet evit cheñch karr-nij e Abu Dhabi (tomm spontus e oa du-hont!). En eil karr-nij e oa plijus bepred ar skipailh met hir-tre eo bet ar veaj ha n’on ket deuet a-benn da gousket kalz.
Ret eo bet deomp leuniañ ur baperenn evit ar valtouterez hag ur baperenn evit an envroañ. Strizh a-walc’h eo ar reolennoù e Japan. En ur erruout en aerborzh e vez tapet ur skeudenn ouzhimp ha roudoù hon bizied gant an envroañ ha goulennet un toullad traoù gant ar valtouterezh (perak oc’h aze, e pelec’h emaoc’h o vont, e pad pegeit…).
Goude-se e oa poent mont gant peurrest ar strollad (an doa tizhet 8 den en eil karr-nij ha 10 en gwirionez). Displeget eo bet mat an traoù deomp ha tapet un tren davet Tōkyō (an tren Keisei Skyliner 30 betek ti-gar Nippori ha goude-se gant al linenn Yamanote). Fentus-tre oa peogwir e oa un den a “anavezan” o c’hortoz an tren da guitaat an aerborzh ivez, a zo chomet ganeomp ha gallet ‘m eus komz gantañ un tammig ^^
Erruet omp e karter Ōtsuka e-lec’h m’eo staliet hor letioù. Ranket ‘m eus gortoz ur pennadig gant 2 all peogwir e oa ret kas pep hini d’e gambr (un tamm strewet er c’harter omp). Erruet dirak dor ma zi, ar plac’h a gase ac’hanomp a verz n’emañ ket alc’hwez an nor dall ganti, just hini ma c’hambr. N’hallan ket mont da boz ma malizenn… Emgav hon eus goude gant peurrest ar strollad evit prenañ ar gartenn metro. Ret eo bet din poz ma malizenn e ranndi ar reoù all ha distreiñ gant ar plac’h betek al lec’h emgav. Ur c’hod an hini a zo ezhomm e gwirionez ha n’eo ket un alc’hwez (met ne oa ket ar c’hod war ar paperoù bet roet din na netra)… Ma. Diskoulmet an afer-se. Re skuizh e oan evit mont da Ikebukuro da welet ar stalioù gant ar re all avat, gwelloc’h eo bet din mont da gerc’hat ma malizenn ha klask mont en ti ! Deuet on a-benn ar wech-mañ ha graet anaoudegezh gant div blac’h a zo en ti ivez, ur plac’h eus Bulgaria hag ur Japanadez a gaoze galleg. Tro am bo da welet ar re all diwezhatoc’h (pe get hervez ar merc’hed).
Goude un tamm staliañ, gwelet ma ya en-dro ar rouedad ha strinkadenn e oa poent mont da zebriñ koan peogwir em boa bet emgav.
Tro am bo da gontañ hiroc’h deoc’h diwar-benn an emgav-se moarvat… Plijus-tre eo bet, mat-kenañ ar boued ha dic’hortoz traoù zo.
Ha kroget drol an traoù : tañvaet kig balum kriz ganin. O_O (n’eus prouenn skeudennet ebet, aha!)
N’em eus ket tapet skeudennoù rak skuizh e oan met warc’hoazh e tapin skeudennoù en ur vont kuit rak ur straed vravig a zo e-kichen ma zi. Ret e vo din mont da brenañ boued ivez d’ur mare bennak… ! (re lezirek on bet evit mont d’ur c’hombini en ur guitaat ar preti)

Advertisements

%d bloggers like this: