Dizoloiñ Tōkyō

Da 9eur 30 e oa emgav gant ar strollad evit pourmen e Tōkyō. Emgav hon oa e ti-gar Iidabashi. Un tamm diwezhat on loc’het hag erruet justik d’an eur met an hini gentañ ‘oan! Graet ‘m eus anaoudegezh gant ar Japanad a gaso ac’hanomp da bourmen an darn vrasañ eus an amzer neuze. Un tamm diwezhatoc’h eo erruet tout an dud ha setu-ni o vont. yasukuniBet omp betek santual Yasukuni, ur santual skoemp un tamm peogwir eo dediet d’an arme hag all… Desket ez eus bet deomp penaos saludiñ an torii (an norioù bras a vez dirak ar santualioù, ruz peurliesañ), penaos puraat a-raok mont er santual, hag all. Gwelet hon eus liseidi o lidañ fin ar c’hentelioù.santualdaijinbuDa c’houde omp bet betek santual Tōkyō Daijingu a zo anavezet evit bezañ ar santual e lec’h ma ya ar merc’hed da c’houlenn sikour evit kavout ur c’haredig. Debret hon eus merenn en un ostaleri hengounel, azezet war al leur, dorioù a vez ruzet hag all. Mat-kenañ a oa ar boued (torisukidon). Iskis an dibenn-pred, un doare jelly diwar un evaj-laezh anvet Calpis a vez kavet e Japan. A-raok tapout ar metro davet ur c’harter all omp bet o welet ar gwez kerez tro-dro da gelc’h diavaez ar palez.
Aet omp betek templ Kan-eiji, bered Yanaka ha templ Tennoji. kaneiji

beredyanaka

tennojiTremenet omp dre Yanaka Ginza, ur straed gant ur bern stalioù bihan hengounel, un tamm blaz an amzer a-gozh. Me ‘m eus gwelet ur bern skritelloù gant kizhier kentoc’h ^^
yanakaginzaFin ar bourmenadenn a oa e santual Nezu-jinja a zo brudet peogwir ez eus ur bern torii ruz.
nezujinjaKaozeet hon eus ha merzet e oa skol-veur Tōdai nepell setu omp bet kaset betek enno ivez. Fentus eo evit al lennerien manga (Love Hina da skouer) hag ouzhpenn e oa devezh an diplomoù war a seblant ha tout an dud gwisket brav neuze.
todaiDa c’houde omp bet betek Ikebukuro, gant plac’h all ar strollad omp chomet da evañ ur banne kafe pa oa ar baotred e stalioù. Fier on bet da c’houlenn ma banne e Japaneg penn-da-benn! (ne oa ket re start ha neuze?)
Pep hini zo distroet d’ar gêr a-raok an emgav evit koan. Bet omp e Shibuya da zebriñ en un ostaleri izakaya. E seurt preti e vez ur pred ha dreist-holl ez eus tu da gemer forzh peseurt evaj ha forzh peseurt kementad. E-pad div eur ez eus tu da gemer pep tra! Ar pred-se a oa bet aozet evit ober anaoudegezh gant Japaniz a gaoze galleg. Taolioù bihan 4 den a oa, (2 ha 2 tamm-pe-damm) me oa gant ur gall o labourat e Bro Japan, Kenji hon heñcher hag ur mignon dezhañ, Hiromichi. Mat ‘oa ar boued ha tro ‘m eus bet da dañva umeshu (alkool ume, un doare prun) ha sake tomm. Kentoc’h mat an daou! Plijus ha fentus eo bet. Un toullad ac’hanomp o doa degaset chokolad pe gwestell da reiñ da dañva d’ar Japaniz, plijet kaer int bet. Ur “prof” ‘m eus bet e fin an nozvezh : ankounac’haet e oa bet e disglavier gant ar gall a oa ganin ouzh taol setu ‘m eus e dapet! ^^ (Disglavier n°1, demat dit!) Ur sapre nozvezh goude ur sapre devezh pourmen! 🙂

kartenn_25_03

Klaskit ti-gar Iidabashi (al lec’h loc’hañ). An takad glas dindan a zo enezenn ar palez. Goude-se omp pignet tro-dro da Ueno bepred. Al lodenn er Gwalarn a zo ma zi 🙂

= 21141 paz hervez ma 3ds ^^

Advertisements

2 Evezhiadenn (+add yours?)

  1. kerfall
    Meu 28, 2013 @ 08:37:06

    tori-katsudon neketa?
    dispar peus bet ar chañs da welet todai! ha just ‘vit fin ar c’hentelioù ouzhpenn!
    Ne ouien ket e oac’h ken barrek war ar japanek evit komz ha kompren penn da benn. Gant ur miz tremenet e vi barrekoc’h c’hoazh!

    Respont

    • dervnewg
      Meu 28, 2013 @ 14:45:31

      War a seblant eo torisukidon.. Ma!
      Ya, dispar e oa mont betek Todai !
      N’on ket barrek tamm ebet, deuet on a-benn da c’houlenn ur banne kafe e Japaneg hepken met setu tout 😉 Met ya, spi ‘m eus e tapin un toullad gerioù ouzhpenn rak n’on ket aet gwall war-raok aze…

      Respont

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: