Roppongi

Abred on bet o kousket dec’h ha dihunet trankilik ar beure-mañ. Un tamm startoc’h eo bet evit ma c’hamaladed avat war a seblant! Emgav omp deuet a-benn da gaout a-benn kreisteiz. Un tamm poan hon eus bet o tivizout da belec’h mont. Fellout a rae din mont da Odaiba met ne oa ket brav an amzer. Divizet hon eus mont neuze kostez Roppongi. Debret toridon (un û ha kig yar war ur volennad riz).
toridonTri ac’hanomp zo bet o welet diskouezadeg Alfonse Mucha er Mori Art Museum. Plijus ken-ken e oa, daoust d’an nebeud traoù e saozneg. Ur bern oberennoù, bruderezh, taolennoù, traoù “art nouveau” evel-just met traoù all ivez. E traoñ tour Mori e lec’h m’emañ ar mirdi ez eus un delwenn eus “Maman” (a vez kavet e meur a lec’h er bed a-bezh, dirak mirdioù dre vras) gant Louise Bourgeois.
mori_tower_mamanUn aergelc’h iskis a zo e karter Roppongi, tud o c’houlenn arc’hant, merc’hed koant ha yaouank a seblant muioc’h escort girl evit traoù all, kalz estrañjourien… N’on ket bet fan. Bet omp o straniñ en Don Quichotte ur pezh stal 5 estaj gant ur bern traoù droch. Farset hon eus o lakaat togoù iskis ha tout (ur bern dilhad evit chas da skouer).donqui_chas Goude-se e felle deomp kavout ul lec’h gant stalioù hengouneloc’h met chomet omp da gerzhet e-pad pell hep kavout. Distroet omp da Ōtsuka da zebriñ koan (katsudon ar wech-mañ, kig moc’h panet war riz) ha bet er stal “pep tra da 100 円” bras a zo e-kichen. O tistreiñ gant ar c’houblad a oa bet en diskouezadeg ganin hon eus prenet ur skornenn vanilhez gant fav ruz. Na oa ket fall! Kinniget ‘m eus dezho dont d’an ti, aesaet hon eus an tonkatsu (un daol gant un doare palenn a domm) ha c’hoariet d’un doare “bluffer” (graet er gêr kea). Plijus-tre!

(12 870 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: