Ikebukuro, “kazh-tavarn” ha karaoke

Sañset e oamp da vont d’ur pik-nik bras etrevroadel e park Yoyogi evit fin an hanami. Vil a-walc’h e oa an amzer ha nullet eo bet. E plas hon eus divizet mont da Ikebukuro da bourmen. Emgav oa dirak ma zi ha reoù zo a zo erruet abred ha deuet-tre. Adkavet hon eus koublad dimeurzh da noz ha zo bet “laouen” o welet ma zi rak int a zo e-barzh un dra vihan tout ha lous brein war a seblant neuze e vo tu dezho klask cheñch ranndi gant arguzennoù (gweladennet meur a di all kalz gwelloc’h). Bet omp war-droad rak tost a-walc’h omp a-benn ar fin. Goude ur pred (kig bevin, saladenn kaol, soubenn miso hag ur volennad riz evidon) omp bet d’ar stal Tokyu Hands e lec’h ma ‘z eus ur bern traoù (distreiñ a rin d’am soñj rak ur bern traoù o deus plijet din… (piv n’eus lâret “necomimi” ?)). Goude-se omp bet en tour Sunshine 60. Ur spont eo pegen bras eo! Ur Moe Garden (ur stal gant traoù Ghibli!) ha n’ouzon ket pet stal dilhad… Souezhet e viot holl o c’houzout on deuet en-dro gant ur re votoù. Botoù Converses. Laoskel a ran un tamm kevrin met fier on. E gwirionez e kaven kêr (ur bannel a oa e-kichen a lâre e oa ar c’honverses da 3000Y neuze e oan dipitet o c’houzout ne oa ket ar re a blije din en o-zouez), aet on kuit ha distroet war-lerc’h o soñjal em befe keuz ma buhez pad ^^ Tro 4eur bennak omp dispartiet peogwir e felle da reoù zo mont d’an aquarium ha da reoù all mont d’an Nekorobi. Me vefe bet a-walc’h d’an daou met lâret em boa e rafen an neko cafe gant plac’h all ar strollad. Bet omp neuze d’un davarn un tamm ispisial : paeet e vez evit mont barzh ul lec’h sioul (gant kadorioù, manga da lenn, evajoù) ha bez ez eus kizhier ivez! Un aergelc’h dispar a zo, ar c’hizhier a oa kousket an darn vrasañ anezho met moutig-tre oa gwelet anezho.
nekorobi1nekorobi2nekorobi3Ret eo tennañ ar botoù ha gwalc’hiñ an daouarn a-raok mont-tre. Goude-se ez eus reolennoù : arabat skeudenniñ gant flash, arabat skeiñ gant ar c’hizhier pe klask re war o lerc’h ma na fell ket dezho ha traoù a seurt-se. Ur bern tud a oa! Koubladoù o lenn astennet asambles, strolladoù merc’hed tro-dro d’un urzhiataer… A bep seurt tud! N’omp ket chomet pell rak kêr-tre (950 円 evit un hanter-eur + un evaj) eo met ur blijadur eo memes tra. Bet omp en ur stal da 100 円 adarre goude a-raok distreiñ betek ma zi da dapout un digor-kalon. Emgav hon oa gant ar baotred all da 7 eur noz evit koan. Un tamm kig moc’h war riz ha toazennoù yen (e gwirionez ne ouien ket petra em boa gourc’hemennet ^^, toazennoù ramen yen int, ret eo lakaat chaous soja ha tammoù bihan onion ha wasabi gante, n’eo ket ken fall-se!) ha deomp d’ar c’haraoke! Start eo bet peogwir ne gomze ket saozneg an dud met deuet omp a-benn da gaout ur sal evidomp. Evit 2600 円 pep hini hon oa ur sal betek 5eur beure (erruet omp tro 8 eur 15 bennak) hag evajoù hep alkool keit a felle deomp.
big_echoPlijus ha fentus eo bet ha chomet omp betek 1eur 30. Marteze e tistroimp en-dro e fin ar veaj, gwelet e vo… !

(11 513 paz)

Advertisements

%d bloggers like this: