Privezioù

Ya ya, un notenn a-bezh diwar-benn privezioù!
Ur sapre tra eo e Bro Japan! :p

Da gentañ tout e vez kavet ur bern reoù foran, un tamm pep lec’h ha dre vras e vez skrivet mat pelec’h emaint (gant tresadennoù paotr/plac’h met e ken kas e c’hallit deskiñ ar c’hanji paotr ha plac’h a servijo kentoc’h evit chom hep faziañ en onsen :p E ya, p’eo ruz ha glas al livioù na dalvez netra, er c’hontrol…!) Evit beajiñ eo plijus neuze.
Em zi e oa ur stumm kornogat klasel gant un dar a-us evit gwalc’hiñ an daouarn gant an dour a servijo da skarzhañ goude! N’eo ket ur mennozh fall tamm ebet (Alies e vez kavet se met ne vez na soavon na traoù evit sec’hañ an daouarn, klevet am eus e oa peogwir e stouvfe ar soavon an tuellennoù met seblantout a ra din iskis.)tiMod all e vez kavet reoù “war-sav” (chom a ran hep lârat doare turk peogwir n’int ket. Ar re japanat klasel hengounel int). hengounelDre vras e vez da zibab etre an doare-se hag un doare kornogat (en tren da skouer! Met n’am eus ket soñjet tapout ur skeudenn).
Goude-se em eus gwelet ur bern traoù disheñvel er privezioù mod kornog : reoù gant ur gador evit poz ur poupig (kavet e vezont ivez eus tu ar baotred sañset!), reoù gant trouz skarzhañ dour o vont en-dro emgefre evit chom hep bezañ klevet e-kichen, reoù all c’hoazh gant dour evit naetaat, gant ur gador a domm, gant un doare panell a skarzh an dour emgefre evit chom hep stokañ eus un dra bennak (a ya en-dro kazi bepred en ur sevel hepken)…mitaka

E mirdi Tsubouchi 'm eus gwelet an traoù a ra trouz evit ar wech kentañ....

E mirdi Tsubouchi ‘m eus gwelet an traoù a ra trouz evit ar wech kentañ….

touchennouskarzhEn Tokyo Skytree (hag en ur bern lec’hioù all da c’houde) ‘m eus gwelet ivez ur produ evit naetaat al lunedenn (mennozh mat!) hag aze e oa mekanikoù doare Dyson aze evit sec’hañ an daouarn. sky_treeDre vras, pa oa peadra da naetaat (ouzhpenn dour, a vez bepred, anat deoc’h!) an daouarn e oa mekanikoù evel-se goude da sec’hañ an daouarn.
E Takaosan on bet souezhet o welet e oa ur privezioù evit paotred vihan da staotat e privezioù ar merc’hed. Meur a wech ‘m eus gwelet-se da c’houde. Ingal e vez kavet taolioù da cheñch ar poupiged ivez (en ul logell pe e-kichen an daroù, ingal).takaosan1takaosan2E Nokogiri ‘m eus merzet e vez kavet boutailhadoù dileizhenn hidroalkoolek un tammig e pep lec’h evel-se, da naetaat an daouarn forzh pegoulz. Ur mennozh mat ivez el lec’hioù foran!
Mod all e lec’hioù zo, e lec’h ma ranker tennañ ar botoù a-benn mont e-barzh (pretioù “hengounel”, lec’hioù gant leur tatami, en tiez…) e vez kavet chaosonoù a-ratozh evit mont da privezioù! 🙂ryokanSouezhus ‘m eus kavet ivez an niver a daroù pe kentoc’h melezourioù a veze kavet e privezioù ar merc’hed. Ingal ez eus kaaaalz muioc’h evit na ‘z eus a logelloù. Ur bern merc’hed a vez o fardañ dre vras (a-wechoù ez eus kadorioù dirak melezourioù zo zoken!)…
Darn vrasañ an amzer, estreget e lec’hioù touristel-SPONTUS (ya ya, Kinkaku-ji, soñjal a ran ennout) e oa prop-tre pep tra.
E-keñver paper, ral-tre oa na vefe ket paper er privezioù (e lec’hioù touristel-tre adarre a-wechoù) met gant an niver a vouchoueroù-paper a vez roet evel bruderezh er straedoù n’ijinan ket e c’hallfe bezañ ur gwall gudenn!

N’eo ket liammet war-eeun gant ar privezioù met anzav a ran e plij kalz din an tech da ginnig peadra da naetaat an daouarn ouzh-taol a-raok ar pred.

Ma setu, fentus a-walc’h eo gwelet an doare privezioù disheñvel a vez kavet du-hont. E gwirionez on bet bamet gant an tu “savet evit ar gerent” gant doareoù da boz ur bugel hag all. Afer an dar a-us a zo mat ivez evit espern dour! Un toullad mennozhioù mat a zo neuze (traoù all ne servijont ket da galz tra anat) ha setu perak e kaven fentus lakaat ar gaoz war an dra-se 🙂

Advertisements

Ohanami ha bleuñv kerez

Nec’het on bet un tamm o c’houzout e oa dispaket ar bleunioù kerez kentañ d’ar 16 a viz Meurzh e Tōkyō! Abred spontus eo.
Me soñje din c’hwitout sur war ar prantad e-lec’h m’eo dispak an holl bleunioù (krog e oa an dud da vont d’ober ohanami d’an 21 a viz Meurzh) met chañs ‘m eus bet a-benn ar fin, gant ur sizhunvezh a-bezh evit gwelet sakura un tamm pep lec’h.
A bep seurt bleunioù kerez a zo, displeget e vez mat an diforc’hioù amañ.The Bloom of Cherry Blossoms 2013Ur gartenn dispar a vez graet kevredigezh etrevroadel touristañ Japan (JNTO) evit gouzout pelec’h eo dispak ar bleunioù ha tout. ‘M eus ket gwelet kalz a vleunioù kerez e Kyōto (met e chom a rae e lec’hioù zo, kostez Shiga da skouer) ha Hiroshima met un tamm ‘m eus gwelet e Sendai (me soñje din e vefe muioc’h avat met n’eus ket kement a wez kerez er gêr-se, pe neuze n’on ket bet el lec’hioù mat) !
Un ostilh dedennus e chom evit ar re a brient ur veaj da Japan da vare an nevez-amzer 😉

Kartenn Japan er StreetPass Mii Plaza

C’hwi oar a-walc’h ez eus un 3DS ganin. Unan eus an traoù a blij din ober a zo “streetpassiñ”. Kartennoù eus broioù a vez dastumet er StreetPass Mii Plaza (ar meziant evit c’hoari gant ar streetpass) ha tro am boa bet da gejañ gant Japaniz (e Pariz ha Londrez moarvat). Skeudennet ‘m eus ma skramm a-raok mont kuit.

streetpassPet prefeti (peogwir e klot ar “rannvroioù” gant prefetioù Japan) all ‘m eus diskoachet e-pad ma beaj?
streetpass-2Waha! Ur BERN!
E-pad devezh an Tokyo Skytree on deuet a-benn da gaout 5 plac’h diouzh renk ha 777 den kejet! ^^ (doare “taolioù-kaer a zo da ober ivez er StreetPass Mii Plaza) An deiz war-lerc’h e oa an holl puzzlioù klok ganin! D’am soñj eo an deiz-se ivez ‘m eus diskoachet prefetioù evel Okinawa hag Hokkaidō! Ul lec’h streetpassiñ a-feson neuze.

Bon, penaos e rin evit kaout ar prefetioù a vank din bremañ? ^^

Echu ma beaj

Setu me deuet en-dro da Vreizh. Echu eo ma beaj neuze met n’eo ket echu da vat ar blog-mañ! Klokaat a rin ar pennadoù gant liammoù ha skeudennoù, deuit en-dro neuze da sellet ha gouzout hiroc’h (ma fell deoc’h evel-just!). Marteze e skrivin pennadoù “tematikel” ivez. Ma fell deoc’h gouzout traoù resis goulennit diganin!
Trugarez deoc’h ha ken ar c’hentañ tro!

Beaj distro

Hir spontus eo bet ar veaj distro! Ouzhpenn-se em eus tapet ur c’hoñjoñktivitenn dilun hag em boa poan spontus. N’on ket bet gouest da lenn na da sellet ouzh filmoù kement a boan em boa. Komzet ‘m eus kalzik gant S a oa n’em c’hichen ha klasket kousket pe selaou ouzh sonerezh…
Da 4e omp erruet e Abu Dhabi. Tapet ‘m eus ur banne kafe ha dour ha profitet eus ar wifi. Met hir e oa gortoz betek 9e…abu_dhabiHag ar veaj all c’hoazh. Erru oan skuizh…
Poent lârat kenavo d’an holl e Pariz. B ‘zo aet kuit buan, n’hon eus bet kudenn ebet gant maltouterezh c’hall.
L&F (an daou baotr eus devezh Kyōto!) ‘m eus lâret kenavo dezho pa oant oprenañ bilhidi tren ha S&E en un davarnik e-kichen an ti-gar, goude bezañ bet tapet un doare adverenn… Ha me da dapout ma zren! Ret ‘oa din gortoz e Massy ha sikouret ‘m eus ur plac’h kozh eus Danemark a oa bet heñchet fall evit he zren! Un tamm jubeniñ ‘m eus graet (kompren a rae mat galleg met poan he doa o komz) eviti ha profet din ur banne da evañ neuze! Plijus ar prantad-se. Ha war-lerc’h, da Roazhon! Na hir eo bet… !

Devezh diwezhañ…

An devezh diwezhañ a zo bet un devezh sioul a-walc’h. An holl a oa o kregiñ da naetaat ar c’hambreier ha da brientiñ ar seier! Tremenet on buan e ti S&E da dapout an traoù am boa laosket ganto dec’h. Goude-se e oa emgav gant B tro kreisteiz evit debriñ, bet on evit ar wech kentañ er chadenn “Freshness burger”, oa ket fall tamm ebet! Bet on gant S & E betek Ikebukuro buan da brenañ un toullad traoù. N’omp ket bet pell ha tapet hon eus un evaj er starbucks evel adverenn. Goude omp distroet d’ober war-dro ar seier. Poanius eo bet met n’on ket bet re bell. Amzer ‘m eus bet da gomz gant plac’h Bulgaria zoken, kinniget he deus sikour din pa oa erru poent din mont. An holl a zo erruet en ti-gar tro 5e15, Takako a oa aze evit kas ac’hanomp betek an aerborzh.ootsukaIskis e oa ar veaj-se…
En aerborzh ‘m eus profitet evit prenañ un toullad traoùigoù ouzhpenn met aon ‘m eus bet peogwir on bet daleet un tamm. Ur fazi oa bet graet gant an ajañs beaj, ma zikidi a oa e anv “aotrou” (digomprenus, peogwir eo lakaet ar reizh war ar paseporzh!). E Pariz ne oa ket bet graet van, met un tamm aketusoc’h eo an dud e bro Japan ha ne felle ket dezho laoskel ac’hanon da vont da gentañ! Nec’hus da vat! Mod all e keñver maltouterezh hag all eo kalz aesoc’h kuitaat Japan evit erruout, anat! Ha setu ni loc’het evit ar veaj distro…

(o kargañ ‘oa an 3DS evit ar veaj!)

Harajuku hag onsen “mod gwechall”

Kousket kalzig ur wech ouzhpenn, ret eo lârat ne oan ket diskuizhet kalz en deizioù tremen!
Emgav da greisteiz evel boaz ha kollet un tammig amzer. Bet omp oc’h ober prenadennoù “fin beaj”, e Harajuku. harajukuEvidon loeroù hir ha ur c’himono. Bet omp oc’h evañ ur banne kafe en ul lec’h plijus (wired café) ha me ‘zo bet goude betek Shimbashi evit un emgav am boa gant beajourien all eus an ajañs. Erruet on gant lañs ha nec’het on bet un tamm, ne oan ket sur eus al lec’h emgav… Chomet on da c’hortoz ouzhpenn 1 eur! N’eo ket bet fentus, dreist-holl em boa laosket S, E ha B un tamm en un doare trumm (gant ma frenadennoù ouzhpenn -.-“)
Bet on me d’an onsen (ur wech ouzhpenn a-raok mont kuit!), ur massage shiatsu ‘m eus bet. Poanius eo bet un tamm! (met an den n’eus kavet ac’hanon “very cute”! war a seblant…) Ur sapre lec’h bras eo Ooedo Onsen Monogatari. Sañset eo da vezañ e-giz gwechall (mare edo) plijus eo met un neuz “uzin” penn-da-benn gantañ. ooedoonsenmonogatariUn tamm hegaset on bet gant ur familh am boa gwelet dija e-kerzh ar pred yakiniku met plijus e oa an dud all (chomet on da gomz gante e-pad ur pennad). An heñcher ‘zo aet kuit abred met me ‘zo chomet da brofitañ un tamm eus ar gibelloù memes tra! Hir a-walc’h e oa an hent evit distreiñ ha klasket ‘m eus war lerc’h ar re all goude (er gêr, er speak easy) ha c’hwitet war an holl! Un tamm trist e oan. E plas on chomet da gomz gant Sayaka he deus profet bizier din ^^ C’hoant he doa bet da bediñ ac’hanon da zebriñ gant he mignon da greisteiz met ne oa ket aze evel-just! Ur soñj plijus, domaj eo!

(10 404 paz)

Previous Older Entries

%d bloggers like this: