Pourmenadenn e Kyōto

Un devezh o pourmen e Kyōto a oa raktreset d’ar Meurzh. Un toullad e oamp o vont setu omp bet kaset gant ur bus prevez. Bet omp betek an templ Ryoanji (ar muiañ a gleiz war ar gartenn) hag e liorzh : sioul ha peoc’hus an aergelc’h…ryoanji1 ryoanji2Bleunioù kerez a oa c’hoazh er gwez el liorzh e-kichen.
ryoanji3En ur guitaat ez on bet lakaet da dañva ur banne te tomm gant ur plac’h a oa o werzhañ te (ha traoù all) kazi evel soubenn e oa kentoc’h! Un tamm tro berr er bus ha setu-ni dirak ar c’h/Kinkaku-ji (“pavilhon aour”, eil a gleiz) a zo bamus a-walc’h da welet! kinkakujiUl liorzh bras a zo tro-dro (hag un toullad mat a stalioù ha traoù a seurt-se). kinkakuji_liorzhDistroet omp er bus ha parket e-kichen Shishigatani Dori evit adpignat un tamm Tetsugaku-no-michi (betek ar c’hroaz-hent gant) hag Imadegawa Dori (ul lodenn eus “hent ar brederourien” eo) evit mont davet  ar Ginkaku-ji (“pavilhon arc’hant”, an hini uhel a-zehou tout). predeUn tamm kozh eo ar savadur met anat ez eo al liorzh a zo da welet ar wech-mañ. Un drugar!ginkakuji ginkakuji_liorzhPoent e oa mont da zebriñ. N’am eus ket kavet mat-tre ar pred evit ar wech kentañ.
Goude merenn omp bet d’an templ bras Kyomizudera evit echuiñ. Treuzet hon eus tout an takad “glaz” a zo a-raok (an daou boent e-kichen Higashi ward war ar gartenn), en ur dremen buan dre dempl Hongwanji ha dre ur vered divent ha bamus a-walc’h… beredUn toullad traoù a zo da welet en templ-bras-se ha prantadoù fentus a-walc’h a zo bet (‘m eus ket heuliet pep tra met tud eus ar strollad a zo bet test eus ur paotr o c’houlenn d’e vignonez dimeziñ gantañ da skouer). Dec’h em boa bet tro da verzout pegen aketus ha micherel e oa hon heñcher met hirie e oa bamusoc’h c’hoazh : prientiñ a ra goulennaouegoù bihan deomp da leuniañ evit deskiñ traoù diwar-benn al lec’hioù a weladennomp ha roet en deus deomp un tamm geriaoueg bihan ivez gant yezh lec’hel Kyōto (pe ar C’hansai kentoc’h, “Kansai-ben” a vez lâret). Tro ‘m eus bet da implijout troioù-lavar zo, trugarez da skouer (a zo ōkini e plas arigatō), berzh a ra er stalioù, me lâr deoc’h! 😉kiyomizu_dera kiyomizu_kimonoTouristel-tre eo Kyōto hag un tamm poan ‘m eus bet gant an niver a dud, diseven a-walc’h, o vountañ ha tout (ur plac’h kozh he deus lakaet ma boued da gouezhañ war al leur hep digareziñ da skouer). N’am eus skeudenn ebet eus ma adverenn neuze T-T (yatsuhashi cream puff blaz te matcha, evel ma c’hallit gwelet war ar blog-mañ) hag ouzhenn e oa leun a goavenn matcha ma dilhad ha ma sac’h… Brav eston eo evel-just met n’on ket deuet a-benn da brofitañ e gwirionez… E-kerzh an devezh-se ‘m eus bet tro da welet en-dro daou baotr sympa a oa er c’harr-nij ganin. Ur wech echu omp bet o pourmen e straedoù kenwerzh hag e stal Ghibli da skouer. ghibli_kyotoPlijus ar valeadenn. Distroet omp betek Yasaka (ar poent a chom, tamm-pe-damm e kreiz) en ur dremen dre straedoù a bep seurt, siouloc’h un tamm… kyoto_pourmenUr pred ispisial pesked a oa raktreset diouzh noz. Er preti Gion-emon 祇園えもん e oa (n’o deus lec’hienn ebet e saozneg met skeudennoù a zo!) pred_peskedMat-tre oa ha plijus an aergelc’h ivez peogwir e oamp nebeut o kemer perzh (4, Tadashi en o-zouez). Goude koan, an tri ac’hanomp a zo bet o pourmen e templ Yasaka diouzh noz evit skeudenniñ al lec’h gant gouleier ha tout. yasaka_nozBet on me o prenañ boued ivez evit ar beure met ma-unan on bet oc’h ober an dra-se!kartenn_kyoto

(16 193 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: