Hiroshima

Savet on tro 6 eur beure evit mont kuit da dapout ma zren. Diouzh ar beure on bet dihunet gant ur fiñvadenn ha diouzh noz ‘m eus gouezet e oa bet ur c’hrenn-douar bras e-kichen Kobe (an hini kentañ din santout abaoe on erruet). Skañv e oa met santet em eus ar gwele o fiñval e-pad un 20 pe 30 eilenn bennak… (Iskis e oa peogwir e oa F a-us din o treiñ just d’ar mare-se neuze na ouien ket ma oa se pe ur c’hrenn-douar, gouzout a raen e oa iskis rak da gustum ne oa ket evel-se pa fiñve ^^)
Un toullad tud a oa tro 6e30 er sal-debriñ ha chomet on da gomz gant ur c’houblad Spagnoled a oa o vont da Hakone. Laouen-tre oant. Rentet ‘m eus tout ma zraoù ha lâret kenavo d’ar re a dape ar c’harr-nij hirie… Erruet on en ti-gar tro 7eur05 evit un tren da 7e20. En ur ziskouez ma JR ez eus bet lâret din e oa dale gant ma zren. Ma… Iskis! Aet on betek ar c’hae memes tra ha gortozet dirak ar wetur 6 e lec’h ma oa ma flas miret (skrivet eo mat spontus pelec’h emañ ar gweturioù ha tout).kae13_beure gwetur6_beure Un tren N700 e oa ha sellet eo bet eus an tikidi. (laouen on rak an tikidi da virout plasoù na vezont ket lonket un toullad tikidi a chomo ganin neuze evel eñvorenn!) Ur plas e-kichen ar prenestr ‘m eus bet hag er renk kentañ neuze e oa ur bern plas. Peadra da adkargañ an 3DS diskarget, da boz ma zraoù trankil… prenestr_trentren_davet_hiroshima

Ouzhpenn 310km a zo etre Kyōto ha Hiroshima

Ouzhpenn 310km a zo etre Kyōto ha Hiroshima

Hag internet ivez! Me ne ouien ket a-raok erruout e Shin Osaka e lec’h ma paouez ar servij-se. Ha dale ‘zo bet gant an tren, evel raktreset! Digredus, hañ? Erruet on da 9e25 e plas 9e05 e Hiroshima. Ma. N’eo ket grevus. Amzer din kavout pelec’h e oa tu din poz ma sac’h kein evit an deiz ha setu-me war an hent. Bet on da gentañ el liorzh a zo e-kichen an ti-gar (eus tu all ar stêr), Shukkeien. Ur valeadenn blijus. shukkeienUr wech echu gant ma zroiad ez eus ur paotr kozh a oa o labourat aze a zo chomet da gomz ganin, fentus oa ^^ Goude on bet betek liorzh ar c’hastell met n’on ket bet o weladenniñ.kastell_hiroshimaBet on war-lerc’h betek liorzh ar peoc’h en ur dremen da gentañ dre ar Genbaku dome. genbaku_domeFromus-tre eo gwelet ar savadur-se. Un aergelc’h plijus-tre a oa e Hiroshima gant an heol splann. Ur blaz un tamm european e lec’hioù zo, amerikan un tamm gant ar ruioù bras. Un doare Tōkyō bihan a-benn ar fin! Touristel met en un doare plijusoc’h evit Kyōto. O pellaat eus liorzh ar peoc’h e santen souezh ar Japaniz o welet ac’hanon (er privezioù er greizenn kenwerzh dreist-holl), ar selloù hanter fent pa glasken komz Japaneg. D’am soñj e kavont plijus zoken m’eo berr ma strivoù. Ur gêr iskis eo Hiroshima peogwir ez eus ur bern lodennoù dindan douar evit an droadeien, ar straed o vezañ evit an tramgarr hag an otoioù. N’eo ket displijus met gant an heol bras e oa gwelloc’h din chom er maez!park_peoc_hBet on goude e liorzh ar peoc’h hag er mirdi. Pellik e pell gweladenn ar mirdi met dedennus, fromus ha pouezus eo me gav.a_raok_bomb_agoude_bomb_a

"Black rain" dilerc'hiadoù nukleel a zo bet goude ar vombezenn...

“Black rain” dilerc’hiadoù nukleel a zo bet goude ar vombezenn…

Dipitus eo met n’am eus debret okonomiyaki ebet peogwir ne oa ket naon a-walc’h ganin hag en ur stal en deus fellet din kemer unan d’ur mare zo ha gwelet ‘m eus e oa ur c’hozh tra adtommet er skinforn neuze ‘m eus ket bet c’hoant…
Oc’h adpignat al liorzh e oa tud o seniñ sonerezh klasel. E-kichen ar genbaku em eus klevet ton Bach a blij din kement (Toccata and Fugue in D minor?). Un degouezh iskis, evel prantad ur film un tammig, digredus a-walc’h pa gontan ^^

Un tamm poan ‘m eus bet o kavout an hypokreizenn kuzhet en ur straed e-kichen ar genbaku ha goude-se e kaven un tamm berr an amzer evit mont da welet stalioù. hypokreizennkartenn_hiroshimaBet on neuze betek an ti-gar sioul, adkemeret ma seier, prenet boued a-benn koan en tren ha tapet adverenn a-raok mont en tren.
N’eo ket ken cheuc’h an tren (Sakura) daou blas a bep tu, met n’eo ket ur gudenn. N’on ket deuet a-benn da lugañ d’ar rouedad (koulskoude e oa kinniget ar servij evel e tren ar beure). Cheñchet ‘m eus tren e Shin-Ōsaka, hag en eil tren em eus profitet evit debriñ koan…bento_tren

Tro 675km a zo etre Hiroshima ha Tōkyō!

Tro 675km a zo etre Hiroshima ha Tōkyō!

Plijus e oa adkavout Tōkyō, ma c’hambr, Ōtsuka… N’eus ket cheñchet kalz tra war a seblant! Un nozvezh a oa gant an ajañs e tavarn Speak Easy met re skuizh e oan evit mont.

(19 584 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: