Tro wenn e Shinagawa ha stalioù Akihabara

Goude tout avanturioù an deizioù tremen em eus bet c’hoant da chom da gousket. Dihunet on bet gant an embregerezh kendo e-kichen avat (aaaah, ankouaet mik em boa an dra-se e-pad ma sizhun e Kyōto!!)… Met n’eo ket bet re start menel en-dro.
Goude-se ‘moa emgav gant B evit debriñ e-kichen ti-gar Ōtsuka. Dre zegouezh e oa A (plac’h ar c’houblad Gallaoued a labour e Japan, ket eben !!) o tebriñ aze ivez. Un tamm pred diverrañ eus ar pezh a oa c’hoarvezet gant pep hini eo bet neuze. Goude-se omp bet betek santual Shinagawa evit an dañs shinto sakr. Met ne oa netra!! Faziet e oa an ajañs war an devezh war an deiziadur sevenadurel! N’ouzon ket pegoulz e oa met un tamm lu ‘m eus kavet… (ha gouezet am eus goude-se ne oan ket bet ma-unan oc’h ober tro wenn an deiz-se!)

shinagawa_uhel

Sell war santual Shinagawa eus an uhel

shinagawa2

Hag eus an tu all !

Bet omp neuze da bourmen un tamm tro-dro da Shinagawa. Klasket hon eus pignat e-lein un tour en doa notennet B evit ar gweledva met un dra cheuc’h spontus e oa gant ur preti… N’hon eus ket kredet mont-tre! Goude-se omp bet da welet templ ar 47 ronin : Sengaku-ji. Un den drol-tre a oa aze o tapout skeudennoù, klasket en deus komz ganeomp, moarvat evit displegañ istor an templ met iskis-tre oa… sengakuji

Goude-se omp bet da Akihabara da brenañ traoù.

akihabara_nail_art

“Nail art” mod Akihabara! ^^

Me ‘zo distroet da Ōtsuka peogwir em boa emgav evit koan gant tud an devezh kentañ, m’ho peus soñj mat!kartenn_15_04

(17 941 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: