Ti-bank Japan, liorzh Hibiya ha tro-dro d’ar palez

Un tamm poan ‘m eus bet  da sevel dimeurzh hag erruet on justik evit an emgav em boa (miret en a-raok adalek Breizh) e ti bank Japan. Dedennus-tre ar weladenn (estreget ar film un tamm kistch a oa da gentañ). E gwirionez, ar savadur-se na servij ket ken evel ti-bank evel-just met miret eo bet evel “glad a bouez” ha setu perak e vez gweladennet. Unan eus savadurioù kentañ mod-kornog e oa e Tōkyō ha chomet eo daoust d’ar bombezennoù a zo bet e Tōkyō e-pad an eil brezel bed ha tout. (Marteze e skrivin hiroc’h goude rak dedennus-tre e oa e gwirionez met ret ‘vo din lenn en-dro a-benn kaout tout an titouroù!)bojGoude-se on bet da virdi ar moneiz a zo just e-kichen. Gwelet ‘m eus ur bilhed 2000円 neuze! (bez ez eus anezho met n’ouzon ket perak int rouez spontus, n’em eus bet hini ebet biskoazh)
Un tamm skuizh e oan da c’houde ha bet on sioul betek Hibiya koên, da glask war-lerc’h ar godzilla bihan. Kavet ‘m eus anezhañ ha chomet da zebriñ e-kichen. (Bihan tout eo an delwenn ha “kollet” war ur blasenn gant tourioù ha stalioù a bep seurt tro-dro, fentus eo). gojiraTapet ‘m eus ur banne kafe ha bet o lenn e Hibiya koên. Ur bern kizhier a oa aze! Fentus e oa. Bet on o pourmen un tamm ha bet skeudennet gant div blac’h kozh, n’ouzon ket mat perak ! ^^ (“sugoi ar veleganez gant taolioù heol o pourmen er park!” marteze?!) Aet on betek liorzh ar palez, divent eo!! Chomet on kazi betek na vefe serret. Aze ‘m eus merzet e oa aet un dra lous e-barzh ma benveg skeudennoù, un tarch du a zo en ur c’horn pa implijan ar zoom 😦

N'ouzon ket peseurt bleunienn eo met brav-tre e kaven ^^

An Iris Japonica “Shaga” a gaven brav-tre ^^


C’hoant ‘m eus bet da vont da vered Chidorigafuchi met serret e oa dija. Distroet on d’ar gêr ha bet emgav gant B, S hag A (ar c’houblad, m’ho peus heuliet mat) evit debriñ koan. Goude-se omp bet d’an davarn Speak Easy ha kavet ur paotr a vev em zi. En ur zistreiñ on chomet da gomz gantañ hag ar Japanadez, n’em boa ket gwelet anezho abaoe pell!
(diouzh ar beure ‘m eus gwelet evit ar wech kentañ unan eus ar Japaniz a zo krec’h ha na welan biskoazh ivez!)kartenn_16_04

(20 514 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: