Koishikawa Korakuen, Tokyo Dome City ha krogad base-ball

Diriaou em boa emgav gant B da 1 eur e-kichen Tokyo Dome City (ch’ti evel ma vez lavaret amañ :D). N’on ket savet gwall abred (tro 2 eur beure e oan distroet d’ar gêr an noz a-raok!) met amzer ‘m eus bet da welet liorzh Koishikawa Korakuen a-raok memestra. Brav eston eo ha bras! koishikawa_korakuenN’on ket bet gouest da ober an dro a-bezh. Ul lec’h brav a seblant bezañ evit gwelet gwez skav avat setu e vo ret din distreiñ da vare an diskar-amzer un deiz bennak marteze 😉 Adkavet ‘m eus B neuze ha bet omp da La Qua da zebriñ ha da sellet un tamm ouzh stalioù. Prenet ‘m eus ma gashapon kentañ! (c’hwi oar, c’hoarielloù bihan a vez e-barzh bouloù, doare kinder un tamm) New Super Mario Bros 2 ^^LaQuaPignet omp er rod vras a zo aze. Ur c’hard eur en deus padet hag ur sell a-feson hon oa war an Tokyo Dome hag ar gêr. Ne oa ket e stad vat ar gwer avat ha n’eo ket brav-tre ma skeudennoù met bon.rod_vrasDa c’houde omp bet e stalioù a ginnige traoù tro-dro d’ar c’hrogad baseball hag ivez da c’hoari MagiQuest (abalamour din!) un doare c’hoari-rol e gwir eo ^^magiQuestEn diabarzh eo, bez ez eus un doare kastell ha traoù all ha ret eo mont da ober traoù (dastum arc’hant hag all) evit tapout runoù ha galloudoù a bep seurt. Ur vaz a vez gwerzhet ha miret e vez. Ma fell din distreiñ un deiz bennak (pe mont e MagiQuest all er bed, reoù a zo er Stadoù-Unanet me gred) e vo ma zitouroù e-barzh c’hoazh sañset! Fentus-tre ‘m eus kavet met n’en deus padet nemet un eur ha kollet hon eus un tamm amzer er penn-kentañ da gompren e oa ret ober traoù zo en un urzh resis (un doare levrig bihan da sikour e saozneg a oa ganeomp ha gwell a se rak mod all ne oa doare ebet da gompren petra ‘oa d’ober!). Kalz plijadur ‘m eus bet ha chomet vefen a-walc’h e-pad pelloc’h e gwirionez ^^
Poent ‘oa deomp mont d’an dachenn vras goude evit ar c’hrogad. Ma boutailhad dour a zo bet tennet diganin (evel-just) met e Bro Japan (ha marteze e lec’h all met ar wech kentañ e oa din gwelet se) e vez roet gwer bihan kartoñs da lakaat hoc’h evaj e-barzh. Na vez kollet netra neuze (na skoet boutailhoù plastik forzh pelec’h moarvat), souezhet brav on bet. Ur sac’h bihan ‘zo bet roet deomp en ur vont e-barzh gant kartennoù bihan baseball, ur poster hag all. Me gave din e oa ret paeañ met ne oa ket! Ne oamp ket plaset fall ha gouest oamp da welet mat ar c’hrogad. Giants (skipailh an Tokyo Dome) a-enep d’an Tigers (Hanshin, e-kichen Ōsaka) e oa ar c’hrogad. AR c’hrogad. Brudet eo ar skipailhoù da vezañ enebourien taer ha tout! Un aergelc’h dreist a oa, an dud o huchal (ur ganaouenn a zo evit kalonekaat pep c’hoarier p’eo e dro da vezañ gant ar vatenn(?)!), gant dilhad, serviedennoù ha me oar gant livioù ho skipailh. Souezhet on bet ivez gant an tu pozitivel a oa. Pep hini a gan evit e skipailh met ne vez ket graet fae war ar skipailh all. Un doare lorc’h met hep diskar, gant doujañs. Padet en deus teir eurvezh ar c’hrogad hag ur sapre flac’had eo bet evit Tokyo (8-1)…



baseball_tachennDaou home run hon eus gwelet! N’eo ket ken torr-penn-se da sellet a-benn ar fin! Laouen kenañ on bet o tizoloiñ ar sport-se ha plijet gant an aergelc’h e gwirionez. Ur prantad heverk eus ma beaj e vo bet ivez d’am soñj.
Chomet omp a-sav da zebriñ e-kichen ti-gar Ōtsuka ha setu echu un devezh all!kartenn

(14 525 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: