Kemer ar gaoz…

Lakaet em boa an dihuner da 10eur30 met n’am eus ket soñj zoken da vezañ lazhet anezhañ ken skuizh e oan goude an nozvezh karaoke… ^^
Da 11 eur on savet drezon ma-unan avat. Debret ‘m eus gant ar Japanadez o chom en ti hag ur vignonez dezhi, plijus ‘oa ar gaozeadenn. Da c’houde on bet pedet da zebriñ gant ar c’houblad bulgarian a zo ivez en ti! N’am eus ket paouezet da zebriñ! Met plijus-tre ‘oa an eskemmoù ha pouezus peogwir e kuitaan an ti a-benn nebeut…
Da 3 eur em boa emgav e ti-gar Ōtsuka evit mont betek skol-veur arz ha dizagn Joshibi. Gouest on da lârat deoc’h bremañ on bet o tebriñ gant HARA Kiyoshi (ha tud eus kevredigezh Bretons du Japon) an div wech all… Ha hirie e oan pedet da gomz dirak izili kevredigezh ar gevrenn geltiek e Japan (?) : Japan Society for Celtic Studies. Bet on o komz neuze diwar-benn ar brezhoneg ha ma sell war ar yezh evel brezhonegerez yaouank. Degemeret mat-tre on bet, souezhet on bet o welet e oa daou ezel o teskiñ brezhoneg zoken! Laouen bras e oant o klevout brezhoneg. Tremenet eo mat ar brezegenn ha pedet on bet goude da zebriñ koan ganto (un 20 bennak a dud a oa met n’eo ket chomet an holl da zebriñ koan peogwir e oa tud o tont eus pell a-wechoù!). Anaoudegezh ‘m eus graet gant ur bern tud plijus ha moarvat em bo tro da welet reoù zo en-dro e Breizh. Un abardaevezh dedennus-tre ha brav, un toullad deizioù a-raok mont kuit…

(6 004 paz)

%d bloggers like this: