Harajuku hag onsen “mod gwechall”

Kousket kalzig ur wech ouzhpenn, ret eo lârat ne oan ket diskuizhet kalz en deizioù tremen!
Emgav da greisteiz evel boaz ha kollet un tammig amzer. Bet omp oc’h ober prenadennoù “fin beaj”, e Harajuku. harajukuEvidon loeroù hir ha ur c’himono. Bet omp oc’h evañ ur banne kafe en ul lec’h plijus (wired café) ha me ‘zo bet goude betek Shimbashi evit un emgav am boa gant beajourien all eus an ajañs. Erruet on gant lañs ha nec’het on bet un tamm, ne oan ket sur eus al lec’h emgav… Chomet on da c’hortoz ouzhpenn 1 eur! N’eo ket bet fentus, dreist-holl em boa laosket S, E ha B un tamm en un doare trumm (gant ma frenadennoù ouzhpenn -.-“)
Bet on me d’an onsen (ur wech ouzhpenn a-raok mont kuit!), ur massage shiatsu ‘m eus bet. Poanius eo bet un tamm! (met an den n’eus kavet ac’hanon “very cute”! war a seblant…) Ur sapre lec’h bras eo Ooedo Onsen Monogatari. Sañset eo da vezañ e-giz gwechall (mare edo) plijus eo met un neuz “uzin” penn-da-benn gantañ. ooedoonsenmonogatariUn tamm hegaset on bet gant ur familh am boa gwelet dija e-kerzh ar pred yakiniku met plijus e oa an dud all (chomet on da gomz gante e-pad ur pennad). An heñcher ‘zo aet kuit abred met me ‘zo chomet da brofitañ un tamm eus ar gibelloù memes tra! Hir a-walc’h e oa an hent evit distreiñ ha klasket ‘m eus war lerc’h ar re all goude (er gêr, er speak easy) ha c’hwitet war an holl! Un tamm trist e oan. E plas on chomet da gomz gant Sayaka he deus profet bizier din ^^ C’hoant he doa bet da bediñ ac’hanon da zebriñ gant he mignon da greisteiz met ne oa ket aze evel-just! Ur soñj plijus, domaj eo!

(10 404 paz)

%d bloggers like this: