Lid an te

Setu neuze ar pennad ‘m eus skrivet hag a zo bet embannet e niverenn 399 Al Liamm, e miz Eost 2013. Degemer mat ivez deoc’h lennerien bet kaset amañ a-drugarez d’ar pennad-mañ er gelaouenn! Plijadur ha dizoloadennoù e-leizh deoc’h 🙂
Skeudennoù ouzhpenn a vo amañ (ha nebeutoc’h ivez!).

Chanoyu 茶の湯 “dour tomm evit an te” a zo ul lid hengounel tro-dro d’an te. Ne vez ket graet gant n’eus forzh peseurt te : an te glas poultr matcha an hini a vez implijet. Un arz japanat eo abaoe 500 vloaz. Studiet e vez evel an ikebana 生け花 “arz an aozañ bleunioù” pe ar c’haligrafiezh.
Lid an te a zo un doare da zegemer tud gant kalz a zoujañs. Reolennet strizh eo.

An te a oa bet degaset da Japan gant menec’h bouddhael eus Sina en XIIvet kantved. Ul louzoù e oa da gentañ hag un evaj evit chom dihun e-pad ar prantadoù preder. Un doare e oa da buraat ar spered ha da vezañ tostoc’h d’an natur. An te matcha a vo evet goude-se gant ar samourai er c’hantved war-lerc’h. Hirie an deiz e vez evet gant a bep seurt tud (hag ur bern traoù dous a vez fardet gant blaz matcha : skorn, madigoù, gwestell hag all…). Lid an te a vez studiet kentoc’h gant merc’hed familhoù pinvidik rak un dra dalvoudus da c’houzout a-raok dimeziñ eo bepred, gant an dud plijet ha tik gant an te pe/hag an arzoù hengounel. Un arz kentoc’h gourel e oa da gentañ, un tamm gwregeloc’h eo bremañ met paotr pe blac’h a c’hall studiañ ha mestroniañ Lid an te.

Sen no Rikyū 千利休 1522-1591 : unan eus tudennoù danevell INOUE Yasushi, “Ar mestr-te” (“Le maître de thé” e galleg, 本覚坊遺文 pe Honkakubō ibun e Japaneg) pe c’hoazh eus film KEI Kumai “Sen no Rikyū, ur mestr-te” (“La mort d’un maître de thé” e galleg, 千利休 本覚坊遺文 pe Sen no Rikyū – honkakubō ibun e Japaneg) an hini en doa degaset er XVIvet kantved, mennozh an ichigo-ichie 一期一会 “ur wech, ur gejadenn” hag a dalvez eo kement kejadenn ’zo ur wir deñzor. Reolenn diazez Lid an te eo.
Pevar zra pouezus a zo e Lid an te : hensonded, wa 和 ; doujañs, kei 敬 ; glanded, sei 清 ha sioulded, jaku 寂.

Ti te e liorzh Isuen e Nara

Ti te e liorzh Isuen e Nara

Alies e Bro-Japan, el liorzhoù da skouer, e vez kavet tiez ispisial anvet “tiez-te”. En tiez-se eo e aozer Lid an te. E sal Lid an te e kaver tatami war al leur ha kinklet dilorc’h e seblant deomp bezañ, gant ur c’h/kakejiku 掛け軸 (panell hir gant kaligrafiezh peurliesañ) ha bleunioù a glot gant mare ar bloaz, ar c’houlz-amzer. N’int ket pezhioù bras.

Bleunioù ha kaerskriverezh, kinkladur sal Lid an te (e c'hoariva Kyōto)

Bleunioù ha kaerskriverezh, kinkladur sal Lid an te (e c’hoariva Gion Corner e Kyōto)

Servijout a ra Lid an te da lakaat en a-raok lodennoù all eus sevenadur hengounel Japan, estreget ar re bet meneget e c’heller ouzhpennañ an dilhad seiz (kimono) hag evel-just ar priajoù (tōgei pe yakimono). Un doare eo ivez da zeskiñ reolennoù ar saludiñ hag ar sevended : ret eo mont tre, goude bezañ lemmet e votoù evel-just, ha mestr an ti a serr an nor en un doare resis. Pedet vezer da vont n’e goazez war an tatami : war bennoù e daoulin, stok ar feskennoù ouzh seul e dreid (seiza), ha penn uhelañ an treid a rank stokañ mat ouzh an tatami. Saludoù ha bommoù lavar resis a ya da heul, da vareoù zo. Jestroù resis-tre a vez graet e-pad Lid an te ha n’eus hini ebet a re.

Ur bern binvioù a vez implijet evit Lid an te ha ret eo doujañ dezho : un tamm lien ispisial evit naetaat an tas (chakin), un tamm seiz (fukusa) evit tapout krog er gitell domm pe evit ar gouvidi, rak deuet mat eo sellet a dost met hep stokañ, ouzh ar binvioù, an arrebeuri a servij da glenkañ pe da boz an traezoù all (tana), ar gloge vambouz evit treuzkas an dour (hishaku), ar voest evit renkañ ar poultr-te (natsume), al loa evit lakaat an te en tas (chasaku), ar foet bihan bambouz evit meskañ an te hag an dour (chasen), ar gitell (tetsubin) a zo par d’ar pod-te evidomp hag evel-just an tas (chawan). An tas a vez diskouezet mat d’an dud pedet a-raok fardañ an te ennañ en un doare rekis-kenañ kement ha kinnig an tu bravañ d’an dud pedet.
Gwalc’het e vez ar binvioù dirak an dud pedet a-raok servijañ an te. Kement-mañ a zo diskouez doujañs keñver ar gouvidi hag an traezoù implijet. E dibenn al lid, ur wech vint gwalc’het en-dro, e c’hallo an dud pedet parañ o daoulagad war an traezoù a vez kaer-kaer peurliesañ. Teñzorioù int e gwirionez, pezhioù artizanel ha prizius a ranker doujañ outo. Reoù ’zo o deus un anv zoken hag a vez implijet da vareoù resis eus ar bloaz, an tasoù dreist-holl a c’hall kaout kinkladurioù a glot gant ar c’houlz-amzer.
Heuliañ reolennoù a vez graet gant ar gouvidi ivez : azezañ ha saludiñ evel-just met ivez doujañ d’ar binvioù a vez implijet (tas hag all) ha dreist-holl degas ur follenn baper ispisial (kaishi) a servijo da zebriñ ar madig (wagashi) a vez kinniget a-raok evañ. Kreñv eo an te matcha ha ne vez ket lakaet sukr, neuze e vez debret un draig dous a-raok evañ.

wagashi bet debret e Kyoto

wagashi bet debret e Kyōto

Renket e vez ar follennig-mañ en ur pleg eus ar c’himono (da live ar vruched) evel ma ra ar servijer gant an tammoù danvez a implij e-pad al lid. Gwelloc’h eo bezañ gwisket ur c’himono neuze ! Dilhad kornogat vez degemeret laouen hirie an deiz gant ma vo kran ha kempenn an dud. Ar follennig kaishi-se a servijo da sec’hañ an tas ur wech evet an te ivez. Degaset ’vez ivez un aveler bihan koad, ar fukusa evit “stokañ” ar binvioù, a-wechoù e vez renket an dafar-se en un doare yalc’h danvez kuzhet er c’himono.

Ma zas gant poultr te hag ar foet a-raok ne vefe skuilhet an dour tomm ennañ

Ma zas gant poultr te hag ar foet a-raok ne vefe skuilhet an dour tomm ennañ

An tas a vez pozet war-eeun war an tatami ha dalc’het e palv an dorn kleiz evit evañ, an dorn dehou a sikour da zerc’hel an tas war ar c’hostez. Ret eo treiñ an tas (tri c’hard) a-raok evañ evit chom hep lakaat e ziweuz war an tu bravañ (a zo bet kinniget gant ar servijer). Evet e vez an te dre deir lonkadenn (mui an trouz goude bezañ evet).
A-wechoù e vez implijet an hevelep tas, pep hini d’e dro – setu perak e vez sec’het aketus an tas gant pep hini a-raok kinnig anezhañ d’e amezeg – gwechoù all e vez un tas gant pep hini.
Meur a skol a gaver evit deskiñ Lid an te. Ur studi hir, diaes ha luziet eo. Gant e hengoun don hag e reolennoù start eo un arz uhel.

Lid an te en Tea Ceremony Experience En e Kyōto

Lid an te en Tea Ceremony Experience En e Kyōto

Brav ’m eus kavet dizoleiñ al lid-se. Mont tre en ur sevenadur hag ur stumm dibar da eskemm gant tud.
N’em eus ket bet tro da vevañ lid klok an te (a bad d’an nebeutañ peder eurvezh, gant ur pred, meur a seurt te disheñvel…) met un tañva ’m eus bet.
Div wech ’m eus bet tro da gemer perzh.
En ur skol Japaneg etrevroadel e Tōkyō, e karter Shinjuku, ar wagashi kinniget deomp a oa piz bihan ha fav sukret ! Un deskardez he doa servijet ac’hanomp. Krozet oa bet meur a wech gant ar c’helenner, ur sapre bec’h a veze lakaet warni !
E Kyōto, en un ti Lid an te evit an douristed eo ur wagashi doare toaz-frouezh hon oa bet. Kavet ’m eus plijus-kaer peogwir e oa deomp da gemer ar poultr ha da veskañ an te hag an dour.
Ma ne oa ket bet tro da aozañ al lid penn-da-benn hon eus gellet fardañ an te… war an hent mat evit tostaat ouzh arz Lid an te.

Evit sevel ar pennad :
blog ma heñcher e Kyōto : Tadashi
Wikipedia
Lec’hienn an Tea Ceremony Experience En e Kyōto

Advertisements

%d bloggers like this: