Beaj tren ha karr-nij…

Ur gambr gant sell war ar ru em boa met sioul a-walc’h eo bet, estreget ‘m eus klevet kamion ar poubellennoù da 5 eur bennak met ne oa ket gwall dra. Da 8 eur em boa emgav gant an dud nevez evit debriñ, mat e oa an dijuniñ. Bet omp neuze betek stal Air France e lec’h ma vez enrollet ar seier ha tout. Aes-tre eo, mont a ra buan hag evel-se omp trankil betek bro Japan! Ma sac’h na rae ket 15 kilo zoken, neuze em bo peadra da zegas an traoù en-dro ganin ^^ Gortozet hon eus un tamm en ti-gar a-raok pignat en tren e kentañ klas marplij, en ul logell a-ratozh evit tud gant bilhidi eveldomp ha droet hon oa d’un evaj digoust ouzhpenn! Plijus-tre oa tud Air France hag an SNCF, war a seblant e oa bamet ar c’hontroler o welet e yaemp betek Japan, lârat a rae an dud beaj mat deomp hag all, souezhusat tra! C’hoarzhet hon eus hag ijinet an traoù dreist e oamp o vont d’ober, da zebriñ, da brenañ…
Aes eo an traoù ivez ur wech erruet en ti-gar, n’eus ket met mont da «vorzhiñ» ha setu tout. Erruet omp da 12e15 ha da 12e45 e oamp dirak an noredoù ne oant ket digor c’hoazh. E gwirionez n’ouzon ket re evit E&S ‘m eus kollet da vare ar c’hontroloù evit ar seier, emgav hon eus e Osaka. DorK45Ar c’harr-nij ‘zo bras ha plijus met war a seblant omp tremenet e eur Japan diouzhtu rak lazhet eo bet pep tra (kazi 1 eur beure eo d’ar mare ma skrivan an traoù, 6 eur e Frañs) neuze eo start din lenn. Ha sodez ma ‘z on ‘m eus ket tapet listenn ar pennadoù dale ‘m eus evit Soubenn ar Geek a c’hallfen profitañ evit skrivañ!
N’ouzon ket pegoulz e c’hallin lakaat ar pennad-mañ en-linenn met moarvat n’em bo ket kalz tra all da gontañ diwar-benn an nijadenn. karr-nij

Advertisements

%d bloggers like this: