Erru e Japan!

Setu me er guest house e Osaka. Tremenet eo mat peurrest ar veaj karr-nij, sellet filmoù dreist-holl. N’hon eus ket debret kement ha gant Etihad warlene me gav met bepred re padal e chomer azezet ordin. Ar veaj ‘zo bet berroc’h eget rakjedet! Erruet omp araok 8 eur beure e aerborzh Kansai International. Dreist. Er fin e oa ma amezeg o tiskouez din peseurt kêrioù veze gwelet dre ar prenestr ha tout, sympa.
Bras eo an aerborzh, ret eo kemer un doare tren evit tizhout ar savadur. Hir a-walc’h eo bet tremen an harzoù, ur bern estrenien a oa er c’harr-nij! N’eus bet kudenn ebet. Tapet ma malizenn, tremenet ar maltouterezh digudenn ha dav! Adkarget ar gartenn Suica, prenet ur bilhed evit mont betek Osaka ha setu! Erru oan skuizh aze en tren rak ‘m eus ket kousket tamm ebet e-pad ar veaj! Kousket ‘m eus en tren neuze ^^ Erruet on digudenn er guest house, displeget oa mat-tre war lec’hienn an ostaleri. Droet ‘m eus bet da boz ma malizenn, kemer ur strinkadenn ha straniñ evel ma ran aze 🙂u-enN’am eus ket re naon evit ar mare, mont a rin bremaik d’an ti-gar da ober war-dro ma JR pass ha da gerc’hat E&S a zo o tont eus Tokyo.
Klask a rin ober ur storify eus an tweetoù ‘m eus graet ivez 🙂

Advertisements

%d bloggers like this: