Kastell Osaka hag Umeda Sky Building

An hini ziwezhañ ‘oan o sevel ar beure-mañ tro 10 eur 15. Adkavet ‘m eus E&S a oa oc’h evañ ur banne kafe hag o sellet skeudennoù o eured.
En ur dapout ma banne ‘m eus kinniget un doare programm dezho. Da 11eur30 omp aet kuit en ur gregiñ gant pred merenn e Yoshinoya ar fast-food a blije deomp kement warlene.yoshinoyaDa c’houde omp bet betek park kastell Osaka da bourmen sioul. Bet omp ivez er c’hastell a zo brav-tre da welet eus an diavaez hag ur sell plijus a zo eus an uhel. kastell-osakaosaka-uhelUn doare mirdi eo e-barzh, n’eo ket bet miret e-giz ma oa. Tapet ‘m eus un dibenn-pred hag un evaj goude.
Kollet-mik e oamp goude, fellout a rae din mont da welet savadur Mirdi Broadel Arzoù Osaka met ne kavemp tu ebet da gavout ur metro pe un tren! Erruet omp e-kichen ul linenn d’ur mare bennak (Tenmabachi) ha chomet da straniñ er pezh kreizenn kenwerzh a oa aze : Keihan City Mall. C’hoarzhet hon eus forzh pegement gant an traoù e galleg droch.

“Fleurs pectorales” hiñ hiñ…

Deuet omp a-benn da welet ar mirdi, laouen e oan. Met un tamm diwezhat e oa evit mont er santual a felle din gwelet er fin. mirdi-arz-osakaGwelet hon eus unan all o tont maez eus an tren met pell e seblante bezañ neuze n’omp ket bet. Tizhet hon eus Shin-Umeda gant ar metro hag aet war-droad betek an Umeda Sky Building da bignat krec’h da sellet ouzh ar gweledva.

umeda-sky-buildingescalator-umedaUr bam eo! Posupl eo pignat war an doenn zoken!
umedaBrav eston e oa gwelet ar gêr diouzh noz evel-se. Debret hon eus e traoñ ar savadur a-raok distreiñ war droad d’ar gêr. Tomm-tre eo bet an amzer (tro 30 derez) met ne oa ket re c’hleb ha kentoc’h gouzañvus.

Ur wech prenet madigoù omp distroet da gannañ dilhad. Ur paotr eus ma c’hambr a zo erruet e-kreiz hor c’hannadenn da lakaat e dilhad er sec’herez gant poultr… N’hon eus ket kredet implijout ar sec’herez da c’houde neuze emañ hon dilhad o sec’hañ er-maez hag un arnev oa bremaik… Spi ‘m eus e tremeno mat pep tra!
Ur sapre devezh skuizhus eo bet ha moarvat ‘vo heñvel warc’hoazh!

kartenn_10_gwengolo

(18 777 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: