Nozvezh takoyaki en Osaka

Bet on bet neuze d’ober war-dro ma JR e ti-gar Shin Osaka, aes kenañ eo bet. Goude on bet da brenañ un tamm boued memestra rak erru gwall skuizh e oan ha da gemer titouroù e ti an douristed a-raok adkavout E&S. Kaset ‘m eus anezho betek an ostaleri. Gwall skuizh e oan ha graet un tamm chouk pa int bet o pourmen er c’harter. Savet on tro 6eur a-benn mont d’un emgav a oa gant ur vignonez dezho. Aet omp kuit ha chomet da droidellat e-pad ouzhpenn 1 eur! Ur spont eo bet, e fin ar gont, goude bezañ klasket wifi digor hep dont a-benn, klasket implijout an 3G hep dont a-benn hag all omp bet o c’houlenn digant un doare gward a oa dirak ur stal. Bet eo o c’houlenn sikour d’ur poliser, en deus galvet ur poliser all en deus kaset ac’hanomp betek ur stal cheuc’h ‘lec’h ma oa ur plac’h o komz saozneg hag a zo bet o klask war ar rouedad! Na pebezh avantur! Erruet on buan-tre goude ha bet neuze en ur guesthouse all da zebriñ takoyaki. Takoyaki fardet er gêr! Un doare plakenn eo, lakaet ‘vez toaz (krampouezh un tamm), ar pezh a fell deomp e-barzh ha troet an toaz a-benn e poazhfe a bep tu hag e rafe bouloù. takoyakiGoude-se e vez lakaet chaous a-ratozh, marivon-gaez, katsuobushi (pesk “bonite” sec’h, an dra a zañs) ha bezhin bihan (evel geot da reiñ blaz). Un drugar e oa! Netra da welet gant ar re ‘moa tañvaet warlene! Graet ‘m eus anaoudegezh gant mignonez E&S a zo jentil-kenañ hag un Aostralianez a oa aze he deus lâret e oa sympa ma zee-shirt (Zelda, evel boaz) : diskouezet he deus din he zatoo Tingle! Laouen tout e oan. Diwezhatoc’h ‘m eus gwelet un doa un triforce ivez, neuze ‘m eus lâret dezhi hag e tiskouez din Majora ha morlaer-robot Skyward Sword! O_O Lâret ‘m eus e oan bamet aze! ^^ Plijus-tre eo bet an nozvezh ha chomet omp kalz diwezhatoc’h eget pezh a soñje deomp gant ur bern raktresoù ouzhpenn! 🙂 Met laouen e oamp o vont da gousket memestra…CIMG7544

kartenn_9_gwengolo(17 118 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: