Kollet en Osaka

Kalz trouz ‘zo bet e-pad an noz ha chomet eo E&S da gousket diwezhat. Un tamm hir ‘m eus kavet ma amzer met evel-se ‘m eus adtapet dale war a bep seurt traoù.

Aet omp kuit davet ar santual a felle din gwelet, war droad. Kavet hon eus ur 100 yen shop dreist war an hent ha prenet un toullad traoùigoù. Kollet-mik e oamp goude met ur plac’h a gomze mat-tre saozneg he deus sikouret ac’hanomp. Ar pezh a zo e oan titouret fall ha ne oa ket tamm ebet ar santual a felle din gwelet! (Fellout a rae din gwelet santual Yasaka. Met hini Namba ha ket hini Fukushima! Ahaha! -.- Faziet e oan neuze en ur glask war ar gartenn.) Na dipitet e oan!!
Yasaka-jinja-fukushimaBet omp o prenañ boued goude ha chomet omp gwasket abalamour d’ar glav. Me hag a soñje mont betek ur park e diavaez Osaka en Norzh, tapet berr e oamp! Chomet omp a-sav e Kyobashi peogwir hon oa amzer ha pourmenet un tamm er straedoù. Begin-kyobashi-1Begin-kyobashi-2Begin-kyobashi-3Klasket hon eus mont kentoc’h davet Nipponbashi goude, e-lech m’emañ karter ar manga met ur wech ouzhpenn n’hon eus ket dibabet mat-tre. Bet omp en ur greizenn kenwerzh ha da gemer un tamm adverenn hag e plas hon eus kavet dre zegouezh un templ bamus da vat! Isshinji eo. O serriñ e oa met amzer hon eus bet da bourmen un tamm memestra. Iskis-tre ha brav kenañ. Ouzhpenn e oa an heol o vont da guzh. Un istor iskis a zo bet gant ar gward hag E a oa o c’hoari gant ur c’hazh… ^^Isshinji-1Isshinji-2Isshinji-3Isshinji-4Isshinji-5Bet omp goude da welet an tour a ro liv an amzer (Tsūtenkaku) ha da bourmen e straedoù leun a livioù, boued e pep lec’h…tsutenkakuShinsekai Skeudennet omp bet gant un tourist d’ur mare zo, iskis oa ^^ ha bet o tebriñ kushikatsu. KushikatsuMat ‘oa ar boued, distroet omp sioul d’ar guest-house ha debret traoù bet prenet er 100yen shop ouzh ar beure evel dibenn-pred ^^madigou-sushiMat-tre oa ha plijus fin an devezh daoust d’an traoù cheñchet hag un tamm «forzh petra»…

kartenn_11_gwengolo

(16 611 paz)

%d bloggers like this: