Kishiwada Danjiri Matsuri hag Okonomiyaki mod Osaka

E ti-gar Nanba hon eus adkavet Kazuyo ar wech-mañ a-benn mont da Gishiwada evit ar festival bras a vez bep bloaz enno. Pep santual/karter a bourmen e santual hezoug ha goude ez eus doare redadeg kirri koad gant tud o sachañ anezho ha reoù all warno o lammat hag o seniñ. En tren ez eus un den en deus komzet ganin, iskis e oa, abaoe penn-kentañ ar veaj e selle ouzhimp hag eo chomet tost padal oa ur bern plas e pep lec’h. Goulennet en deus diganin da belec’h oan o vont. Disfiz ‘m eus bet un tamm met ur studier e oa e gwirionez a felle dezhañ komz e saozneg! ^^
Kroget omp o vont e ti an douristed hag ur sapre degemer a oa graet deomp! Treuzwisket evit ur skeudenn, aterset, roet profoù deomp!! Moarvat ne vez ket kalz estrañjourien o tont. Tomm-berv e oa an amzer. Bet omp o pourmen betek kastell Kishiwada. kishiwadajokishiwadajo-liorzhGoude hon eus klasket boued er standoù bihan a oa pep lec’h. Debret ‘m eus kokombrez splujet en un dourenn pesked ha n’ouzon ket petra hag ur c’hraker morgazh gant tempura, chaous hag un û e stumm ur galon (tamagoyaki-senbei?). tamagoyaki-senbeiMat e oa met ne oa ket aes da zebriñ er straed evel-se! Klasket hon eus ur plas evit gwelet an dibunadeg. D’am soñj ‘m eus tapet un toullad skeudennoù ha videoioù a-feson! Un den a zo deuet da welet ac’hanon, an holl a soñje dezho e oan liseadez -.- Ur plac’h a labour en ostaleri he deus anavezet ac’hanomp ivez, fentus oa!

This slideshow requires JavaScript.

Un tamm skuizhet gant an heol omp distroet d’ar gêr. Laosket ‘m eus ma flas d’un den kozh en deus lâret kenavo deomp p’omp diskennet ^^ Setu ni er guesthouse ha strinkadenn, pakañ ar seier, diskuizhañ sioul…
Prientet ‘m eus ivez kasadenn ma malizenn gant plac’h an ostaleri. A-raok adkavout Kazuyo ur wech ouzhpenn evit tañva an okonomiyaki a-benn ar fin!! Pevar hon eus debret, lipous e oa!

okonomiyaki-osaka-chaousokonomiyaki-osaka-1okonomiyaki-osaka-2Goude omp bet o tapout ur frozen yogurt a oa mat-tre ivez! frozen-yogurtHa bet o pourmen en-dro kostez Dotonbori, en don quijote bras divent ha leun a dud ha war vord ar rinier, sioul…donkiFentus eo pegen disheñvel eo ar straedoù ha pegen buan e tremener eus un aergelc’h trouzus, gouleier pep lec’h, d’unan sioul ha teñval. Poent e oa lârat kenavo da Gazuyo (met gwelet a vo en-dro e Kyoto?) ha mont da gousket.

Videoig graet gant Kazuyo ^^

kartenn_13_gwengolokartennkishiwada13_gwengolo_osaka

(21 526 paz)

Advertisements

%d bloggers like this: