Miyajima

Sell eus ma c'hambr...

Sell eus ma c’hambr…

Kousket mat ‘m eus er gambr doare ryokan. Tro 9eur em boa emgav gant E&S evit debriñ lein. Mat ‘oa! Goude-se omp aet kuit da bourmen, bet omp betek penn-kentañ ar valeadenn evit pignat davet ar menez Misen, e park Momiya. 10e20 ‘oa pa on kroget gant an 2.5 km (hent Momoji Dani ‘m eus tapet)! Start eo bet met plijus. N’am eus gwelet estrañjour-ez all ebet ha nebeut ha dud dre vras. Da 11e15 on erruet e fin an hent, da 1.9 km.DSC06465 Bet on neuze betek arsav-lec’h ar fungarr (300m pelloc’h) da c’hortoz E&S. DSC06398Un tamm hir eo bet met erruet int a-benn ar fin. Bet omp asambles neuze betek lein menez Misen (1 km pelloc’h). Brav-kenañ eo krec’h, ur bam!pano_menez_misen Ouzhpenn da bevar kilometr am bo graet o pignat ha diskenn er menez a-benn ar fin! Diskennet on gant ar fungarr avat. DSC06473Un tamm skuizh e oan goude. Debret hon eus traoùigoù prenet er straedoù (kistin, bignez ha traoù a bep seurt evel-se) a-raok distreiñ d’an ostaleri da gemer “adverenn” ha da vont d’an onsen evit ar merc’hed. Plijus-tre oa 🙂

Goude omp bet o welet an heol o vont da guzh met gwall guzhet e oa just a-walc’h abalamour d’ar c’houmoul neuze ne oa ket ken brav-se. miyajima-torii Ur festival a oa e templ Daisho gant gouleier ha tout betek 9eur noz (ma skeudennoù a zo vil euzhus avat 😦 ). Bet omp d’ober un dro a-raok distreiñ d’ar preti dispar, da dañva traoù all ar wech-mañ!

Tempura legumaj

Tempura legumaj

Gratiñ istr (hag un tañva eus tri doare alkool prun disheñvel)

Gratiñ istr (hag un tañva eus tri doare alkool prun disheñvel)

Pudding Miyajima (gant a bep seurt aozennoù lec'hel)

Pudding Miyajima (gant a bep seurt aozennoù lec’hel)

Stranet un tamm er gambr ha setu me o skrivañ deoc’h. Paket eo ma sac’h, ha warc’hoazh e kendalc’hfomp da bourmen un tamm (santualioù ha temploù moarvat) a-raok mont da Hiroshima! kartenn_15_gwengolo(17 071 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: