Beurevezh e Miyajima ha mont da Hiroshima

Savet omp trankil beure-mañ. Keuz ‘m eus bet peogwir e oa izel un tamm ar mor ha moarvat e vefen bet gouest da vont da douch an torii ma vefen bet primoc’h. Ma!
toriiBet omp o troiata evit kavout boued goude. Tapet hon eus jug frouezh fresk (ananas ha kiwi evidon) hag ur melon-pan gant skorn… Un tamm pounner an dra! ^^melon-pan-skornGoude-se omp bet betek templ Toyokuni (pe Senjokaku) gant ar pagodenn 5 estaj (Gojunoto). Sioul ‘oa an traoù…kichen-toyokunitoyokunipagodenn-toyokuniBet omp war-lerc’h e santual bras Itsukushima. Izel oa c’hoazh ar mor avat neuze ne oa ket ken brav a war skeudennoù zo, met tud nevez a oa oc’h ober skeudennoù evit o eured!itsukushimaitsukushima-2 Pourmenet omp un tamm war an draezhenn da c’houde hag un tammig aon hon eus bet, gwall vuan e pigne ar mor a-greiz-holl! ^^ Kalz nebeutoc’h a dud a oa er straedoù, moarvat peogwir e oa devezh gouel broadel e Japan dec’h ( Keirō no Hi, devezh an dud kozh) e oa muioc’h a dud. Aze e oa sioul a-walc’h an traoù (kalz strolladoù touristed a bep seurt met gouzañvus).
Tapet hon eus ferry 12e40 ha bet davet Hiroshima. Un tamm torr-penn eo bet erruout peogwir e oan faziet mik beure-mañ en ur sellet ar gartenn evit gouzout pelec’h ‘oa an ostaleri, setu hon eus kerzhet kalz evit tizhout an ostaleri hag erru oan skuizh marv. Erruet ‘oa ma malizenn ^^ ha dispar eo an ostaleri (Urbain Hiroshima Central) : evajoù digoust a c’haller kemer a-hed an deiz, dijuniñ digoust, mekanik da gannañ digoust ha sec’herez ivez…
Ur bern produoù da n’em walc’hiñ er c’hambreier… Un dra a hegas ac’hanon hepken : ne vefe ket tu da welet dre ar prenestr na da zigeriñ 😦 Met mod all eo dispar evit ur priz ken izel!
Bet omp o pourmen goude e straedoù kenwerzhel goloet Hiroshima. N’hon eus prenet netra met un toullad traoù a felle din kemer e stalioù c’hoarielloù pe dilhad… >< C’hoariet hon eus gant E d’ur c’hoari taito bras a vez er c’hreizennoù c’hoarioù video. Gounezet ‘m eus :p
Da c’houde e oa erru naon ganeomp neuze omp bet o klask ul lec’h evit tañva okonomiyaki Hiroshima! Kavet hon eus unan e 6vet estaj savadur GAIA PACHINKO (treuzet hon eus ul lec’h gwall drouzus neuze!!) kichen an ti-gar, anvet HOPE. Mat-kenañ ‘oa (reoù disheñvel hon eus tapet ha tañvaet pep hini reoù ar re all). Keginet e oa dirazomp hag er fin ar perc’henn en deus goulennet diganeomp skrivañ ur gerig war e voger ^^okonamiyaki-hiroshimahiroshima-gerigouTapet hon eus un dibenn-pred a-raok mont d’ober war-dro hon dilhad. Tremenet kalz gwelloc’h pep tra (kannadenn ha sec’hadenn)! Prest eo ma malizenn en-dro ha ma sac’h…kambr-hiroshima Hag ar programm a-benn warc’hoazh! C’hoariet ‘m eus da glask lakaat blev malvennoù faos bet prenet en ur 100 yen shop met n’on ket deuet a-benn -.- Ret ‘vo klask en-dro XD
kartenn_16_gwengoloKartenn_16_gwengolo_bras

(14 602 baz)

Advertisements

%d bloggers like this: