Uji & Nara

N’hon oa roet eur ebet hirie peogwir e oamp un tamm skuizh. Savet on un tamm a-raok 10 eur. O tebriñ ‘oan tro 10eur15 p’eo kroget tud an ti da naetaat, ar santimant ‘m eus bet bezañ o jeniñ an holl, displijus a-walc’h e oa. Goude ‘m eus adkavet E&S, tapet hon eus an tren JR davet Nara ha soñjet e paouezfemp da vareoù ‘zo (meur a dra a felle din gwelet war an hent). Diskennet omp e Uji da welet ar Byodo-in a zo an templ a zo war ar pezhioù 10 yen.ti-gar-ujiDSC06827 Plijus-tre eo al lec’h. Un tamm dipitet omp bet o vont e-barzh avat, peogwir ez eus labourioù pep lec’h ha n’eo ket ken bamus hag ar pezh ‘oa bet diskouezet er mirdi kentañ… Ma, n’eo ket grevus-tre! En ur zistreiñ davet an ti-gar ez eus bet kinniget deomp tañva ur banne te sukret (brudet eo Uji evit an te). Mat-tre oa, chomet omp da dañva ur bern traoù! ^^

Bet omp goude betek Nara, debret hon eus ur c’hurry evel dec’h a-raok mont davet Nara Dreamland a zo ur park dudi doare Disneyland a zo dilezet mik abaoe 2006. Difennet eo mont war an dachenn met gwelet ‘vez lodennoù zo eus an hent.DSC06850DSC06866 Ur sapre avantur eo bet peogwir e oa ret mont war an hent ha tout (n’eus riblenn ebet), trouzioù iskis ‘oa da vareoù zo, un tamm nec’hus an aergelc’h! Plant pegus a oa war vord an hent ha merzet e veze diouzhtu war hon dilhad pelec’h e oamp bet o pourmen… Met ‘m eus ket keuz da vezañ bet! Kollet e oamp e Nara goude, lakaet on eus pell a-raok kavout an ti-gar, goulennet hon eus digant ur plac’h a seblante diasur da vat… Met kavet hon eus a-benn ar fin. Pezh e zo e oa dale ganeomp evit ar pred a oa bet prientet e guesthouse E&S! Me ‘zo bet d’ober war-dro ma sac’h buan-ha-buan evit gounit amzer warc’hoazh a-raok adkavout anezho. Plijus-tre eo bet an nozvezh, debret nabe hag ur wastelenn a-feson, c’hoarzhet, sellet ouzh skeudennoù eured E&S… Ur skosez a oa aze, plijus ar plac’h! Un nozvezh a-feson eo bet, anat! Eskemmet ‘m eus ma skeudennoù gant reoù Kazuyo ha bet on o kousket…

kartenn-19-09-hollek

Hentad hollek an devezh

kartenn-uji

Uji

Nara

Nara

Nara Dreamland

Nara Dreamland

(25 681 paz)

Advertisements

%d bloggers like this: