Pourmen e Odaiba

Dimeurzh omp chomet holl da gousket. Dihunet on just re ziwezhat evit mont da dapout an dijuniñ >< Chomet on da straniñ un tamm. Goude ur mare hon eus lakaet emgav evit mont da Odaiba. E ti-gar Shiodome omp bet “sikouret” gant ur paotr kozh, en deus lakaet ac’hanomp da goll amzer muioc’h eget traoù all met fentus ha jentil ‘oa! Debret hon eus e Yoshinoya diouzhtu en ur erruout. Goude-se omp bet da Venus Fort. Dipitus un tamm al lec’h, keñveriet gant warlene… Ar stal iskis anvet “M” n’eus ket tu da vont ennañ ken, zoken evit sellet. Pezh n’eus plijet din ar muiañ a oa ober legoioù bihan ^^ hag un dro e levrdi Village Vanguard, evel boaz. E&S ‘oa o klask stalioù dilhad evit ar c’hizhier met n’hon eus kavet nemet traoù evit ar chas.
Goude omp bet da Aqua City. Kemeret hon eus un doare “frozen yogurt” evel e Osaka met un tamm dipitus (ha ker!) oa. lemsonsUr bern tud a oa pep lec’h ha komprenet hon eus e oa un devezh gouel (Shūbun no Hi, kedez an diskar-amzer) !! N’eus ket ken eus stal Capcom, E n’he deus ket kavet ar pezh a felle dezhi… 😦 Ar pezh n’eus plijet deomp a oa ar c’harter kozh giz amerikan, tamm soñj ebet eus an dra-se warlene. DSC07009DSC07011Ur bern tud a oa livet, war a seblant e oa un darvoud “Color Me Rad” dre aze… Bet omp goude-se da DiverCity, c’hwitet war ar c’hit kat wasabi ur wech ouzhpenn… DSC07019DSC07021Ha da welet ar Gundam bras. Aet e oa an heol da guzh ha gouleier oa er gwez, brav! DSC07024Tremenet omp dre virdi digoust an otoioù evit tizhout an tren ha kavet un oto dic’hortoz… DSC07029Distroet omp davet kreiz-kêr Tokyo, chomet a-sav e Shiodome. Debret hon eus toazennoù ha farset dirak bankoù iskis (anvet “The Chase” marteze? Pe 土下座ベンチ -degoza- gant Japaniz met n’am eus ket kavet an arzour) a-raok sellet ouzh horolaj Miyazaki o vont en-dro (da 8eur) ! Laouen e oan 🙂DSC07039DSC07034

Ha setu ni da zistreiñ…kartenn-23-gwengolo

(13 921 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: