Pourmen dibal kostez Omotesando

N’am eus lakaet dihuner ebet goude an devezh start/iskis dec’h (ha dreist-holl penaos e oa echuet), raktreset em boa mont gant E&S betek an aerborzh ha lârat kenavo du-hont met aze int aet abred diouzh ar beure da glask war-lerc’h ur c’harr-nij bennak. Ma-unan ha dibal neuze! Sellet ‘m eus un tamm petra ‘oa d’ober war lec’hienn Time Out Tokyo ha bet c’hoant mont kostez Harajuku da glask war-lerc’h ar Burger King (ur burger iskis kenañ zo er mare-mañ!), gwelet un diskouezadeg bennak, mont da gemer ur banne chokolad e kafedi Lindt…
Klasket ‘m eus e-pad pell war-lerc’h ar Burger King, pignet ha adpignet straed Omotesando hep kavout ar stal. Goude ur mare ‘m eus paouezet evit mont da glask kentoc’h an diskouezadeg a oa war zu Shibuya. Gwelet ‘m eus un den a roe bruderezh evit kentelioù galleg, me gave din e oa dre aze ar palier arz e lec’h ma oa an diskouezadeg met n’am eus ket kavet kennebeut! Un nebeut delwennoù ‘m eus kavet war ma hent memestra! tro-omotesando-1tro-omotesando-2Chomet on da zebriñ e First Kitchen neuze a-raok mont da gafedi Lindt (se ‘m eus kavet!). Prenet lindor isipisial hag ur banne chokolad hag ur wastelennig. Menam! 🙂kafedi-lindtGoude-se on bet betek Shibuya trankil. War-var da zistreiñ e tour 109 da welet evit ar vroz eus ar robenn a blije din an deiz all met soñjet ‘m eus e oa trawalc’h a draoù ganin dija! E plas on bet d’ober un dro e Tokyu Hands.DSC07372DSC07374DSC07375Goude-se on distroet d’ober war-dro ma malizenn (nag a draoù ‘m eus!), lakaet ma malizenn da vezañ kaset en Okayama ha diskuizhet rak abred eo ma zren ‘benn warc’hoazh!kartenn-29-gwengolo(13 813 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: