Takayama : pourmen er gêr gozh

Setu, kregiñ a ra ma sizhunvezh “ma-unan” war an hentoù! Savet on abred hirie evit tapout un tren da 6e26 e ti-gar Tokyo! Souezhet on bet o welet pegen bev e oa ar straedoù da 5e40… Ma eil JR pass a grog hirie. Divizet ‘m eus mont bepred er gweturioù hep plasoù miret evit ma vefe simploc’h pep tra. tren-hikari-50130-gwengolo-dijunin Prenet ‘m eus traoùigoù da zebriñ ha kemeret ar Shinkashen Hikari 501 (ha kousket a-hed ar veaj tamm-pe-damm) betek Nagoya. Du-hont, da 8e43 ‘m eus tapet al Limited Express (wide view) Hida 3 betek Takayama. En ur c’hortoz an tren ‘m eus tapet ur voestad kafe tomm evit dihuniñ un tamm.DSC07390 En tren-se ‘m eus skrivet kartennoù ha sellet ouzh ar gweledva rak brav e oa me lâr deoc’h! Emaon o vont da vat er menezioù!DSC07407 Hir eo bet ar beurevezh met erruet on da 10e55. Lakaet ‘m eus ma sac’h en ul locker ha bet o kemer ur gartenn e tiig an douristed. Bet on da gentañ betek un templ nepell eus an ti-gar : Hida Kokubunji. Brudet eo peogwir eo templ koshañ ar gêr (bet savet e 746, met n’eus roud ebet eus savadur ar mare-se!), ez eus pagodenn nemeti ar prefeti hag ez eus ur wezenn gingko kozh noe! Sioul-tre ‘oa an traoù.DSC07423DSC07433Treuzet ‘m eus rinier Miyagawa evit mont davet ar gêr gozh. Bet on o welet tiez miret : Kusakabe Heritage House ha Yoshijima Heritage House.

This slideshow requires JavaScript.

Goude-se on bet o tebriñ merenn. Kavet ‘m eus un ostaleri gant ur roll-meuzioù e saozneg. Debret ‘m eus toazennoù gwinizh-du gant legumaj ar menezioù (petra oan resis, se ‘zo un afer all!) Soba-legumaj-menezioùBet on war-lerc’h da Takayama Matsuri Yatai Kaikan : mirdi ar c’hirri. Ur pezh festival a vez div wech ar bloaz gant kirri brav-tre (douget gant an dud) ha kozh-kozh! Bamus a-walc’h eo da welet. Un tamm dipitet on rak unan anezho a zo tost kenañ (hini an diskar-amzer a zo d’an 9 ha 10 a viz Here) met distro da Vreizh e vin dija… Ur wech all marteze 😉 Dalc’het eo ar mirdi gant miko (merc’hed ar santualioù shinto, ur santual a zo just e-kichen) ha roet e vez ur mekanik da selaou e saozneg evit an estrenien : plijus evit kompren ‘pezh a vez gwelet! (gweladennoù a zo e Japaneg hepken)Yataikaikan1Yataikaikan2Bet on goude-se er santual Sakuraya Hachiman ha da welet ar mirdi bihan a zo e-kichen : Nikkoukan, ur mirdi gant ur vaketenn eus savadurioù brudet Nikko eo!

This slideshow requires JavaScript.

NikkoukanUr banne matcha latte ha poent stagañ ganti! Divizet ‘m eus ober baleadenn Higashiyama, ur valeadenn 3,5 km a dremen dre a bep seurt temploù hag ur park (pe ur c’hoad zoken), gant roudoù ar c’hastell hag all. Un aergelc’h iskis a zo war straedoù hag hentoù, traoù e stad fall, tiez dilezet a-wechoù… Plijus kenañ ‘oa met n’am eus ket gwelet kalz a bourmenerien all! Setu neuze un toullad skeudennoù da reiñ un tañva deoc’h :

This slideshow requires JavaScript.

Graet ‘m eus ur gartenn eus an hent ‘m eus me tapet (n’on ket sur da vezañ heuliet pep tra resis evel m’eo “ret”).higashiyama-kartenn‘M eus aon on bet piket gant ur bikerez avat pa oan o tiskenn eus uhel park Shiroyama…
Ur wech echu gant ar valeadenn on chomet da bourmen e straedoù “kozh” gant artizaned.Sanmachipaotrig-peskA-raok distreiñ da dapout ma sac’h en it-gar ha mont d’an ostaleri ar Super Hotel Hida Takayama!ti-gar-takayamaSioul eo ar gambr ha profet e vez produoù da n’em walc’hiñ d’ar merc’hed, kemeret ‘m eus ur maskl evit an dremm hag a bep seurt traoù all… Fentus e oa ivez, posupl e oa dibab ar pijama hag ar goubenner en degemer.kambr-Takayamasal-dour-takayamaProfoù-ostaleri-TakayamaKeloù ‘m eus bet digant E&S a zo erruet digudenn a-benn ar fin, a-drugarez d’un tweet “drouk” int bet sikouret da gemer ur c’harr-nij Luftansa (hag a zo hirie gant harz-labour ivez!!)… Ma, gwelloc’h eo ec’h echufe mat an traoù evito met sur ne tistrofont ket gant Air France…
Bet on o tebriñ er Mac Donald’s a-dreñv d’an ti gar o soñjal e oa posupl kaout burger Halloween dija met ar sizhun o tont e vo hepken. Ha ne oa McFlurry ispisial ebet kennebeut. Hañ.
Goude-se on distroet d’an ostaleri da brofitañ eus an onsen (betek 9e50 evit ar merc’hed)! Un drugar!
Na plijus eo bet an devezh-se!!kartenn-takayama-30-gwengolokartenn-30-gwengolo-hollad(22 099 paz)

%d bloggers like this: