Okayama ha Kurashiki

Setu me prest da weladenniñ Okayama! Glav ‘ra un tammig, tapout a ran ur skeudenn eus an diavaez a-raok kuitaat ar gambr…Sell-ostaleri-okayama Da gentañ e rankan ober war-dro ma malizenn da gas d’an aerborzh. Un tamm torr-penn eo bet rak ne felle dezho kompren netra (padal ‘moa skrivet pep tra splann) gant aon ober fazioù moarvat. Pellgomzet o deus neuze da skipailh lec’hienn booking evit bezañ sur o doa komprenet mat… Hir spontus eo bet neuze met eüruzamant eo tremenet mat dre bellgomz ha goude e oant suroc’h. Laosket ‘m eus ma sac’h kein en degemer a-raok mont da welet kastell Okayama.okayama-kastell-1okayama-kastell-2okayama-kastell-3Ne oa ket kalz a dud er c’hastell, evel boaz, un tamm diskouezadeg bennak ha pignat betek lein ar c’hastell. Ur sell a-feson a oa eus aze.AsahiGoude-se ‘m eus treuzet rinier Asahi evit mont betek liorzh brudet Korakuen. N’am eus ket kavet ken brav hag ar c’henrokuen met an aergelc’h en deus plijet din kalz ha c’hoant am befe a-walc’h da zistreiñ da vareoù all eus ar bloaz gant gwez e bleuñv pe me oar.

This slideshow requires JavaScript.

Okayama

Okayama

Tro kreisteiz on distroet da dapout ma sac’h kein a-raok mont da di-gar Okayama. Poan spontus ‘m eus bet o kavout ul locker evit e boz, graet ‘m eus meur a wech tro an ti-gar en aner! Tud all a oa eveldon… D’am soñj ‘oa ur c’hrogad sport bennak rak ur bern tud a oa gwisket pe o werzhañ traoù evit skipailh Okayama, marteze eo abalamour da se e oa ken start kavout plas evit ma sac’h! Pa oan krog da soñjal mont kuit betek Kurashiki gant ma sac’h kein ‘m eus gwelet ur paotr kozh o tont da gerc’hat e draoù en ul logell! Burzhud! Deuet on a-benn da lakaat ma sac’h. Chomet on da zebriñ ur burger e MacDo an ti-gar (erruet skuizh gant an droiad ‘m eus bet c’hoant tapout un dra aes ha buan) a-raok tapout an tren (JR Sanyo Line a lak ur c’hard eur bennak evit mont) da Gurashiki. ti-gar-KurashikiUr gêr vihan gant ur bern lodennoù miret brav eo. Bet on da gentañ o weladenniñ ti Ohashi, un ti kozh a oa bet perc’hennet gant marc’hadourien.

This slideshow requires JavaScript.

Goude-se on pourmenet dre garter Bikan, betek mirdi Ohara hag an Ivy Square. Ar mirdi a zo hini koshañ Japan a-fed arz kornogat. Plijus-tre ‘oa ha fromet on bet un tamm o welet un daolenn gant Séruzier du-hont! Bras kenañ eo ar mirdi e gwirionez peogwir ez eus meur a savadur, reoù zo dediet d’an arzoù japanat ivez hag ul lodenn anvet mirdi Kojima un tamm pelloc’h. D’am soñj n’am eus disoñjet lodenn ebet e-kerzh ma fourmenadenn. Bet on goude en Ivy Square neuze e lec’h ma oa un diskouezadeg stalioù jeans, rak jeans a zo bet graet kalz e Kurashiki gwechall. Dedennus! Chomet on a-sav da dapout ur banne matcha latte ha diskuizhañ ma zreid un tammig. Ur seurt drama a oa o tremen aze, gant ur plac’h o ouelañ dourek ha tout. N’am eus komprenet seurt met iskis ‘oa an aergelc’h…

This slideshow requires JavaScript.

Plijus spontus ‘m eus kavet kêriadenn Kurashiki, brav eston ha leun a draoù d’ober, peadra da dremen un devezh (pe un hanter hini evidon) a-feson!

Kurashiki

Kurashiki

War an hent da Okayama (tren JR Sanyo Line bepred) e oa ur bern krennarded o tistreiñ ur genstrivadeg sport, kyūdō (gwaregata hengounel japanat) ?DSC08920 Tapet ‘m eus ma sac’h en ti-gar a-raok tapout an tren da Kobe (Hikari 480 betek Himeji ha JR Special Rapid Service betek Sannomiya). Diwezhañ arsav ma beaj…
DSC08922Poan ‘m eus bet o kavout ma ostaleri, aet e oan dre an nor vat koulskoude (hini ar reter) met eus tu fall an hent-houarn setu na welen ket ma ostaleri Toyoko Inn Sannomiya 2. Aze ivez eo bet un tamm start e-keñver saozneg (un istor gant kempenn ar gambr), souezhusoc’h c’hoazh pa ouzer pegen etrevroadel eo Kobe! Ma. A-greiz-holl ‘m eus bet soñj em boa laosket ar prof evit an dud a welin warc’hoazh em malizenn! Pebezh penn-skañv… Erruet ul lodenn vat eus ma c’hartennoù post ivez hervez kont. Profoù ‘m eus bet ur wech ouzhpenn, n’eo ket displijus ar gambr (estreget ar gweledva nul), pellgomzet ‘m eus da A. & J. a welan warc’hoazh evit kaout emglev, bet o kemer un dra er Mos Burger e-kichen ha tremenet un nozvezh trankil en ostaleri en ur sellet ouzh ur film er skinwel ^^ostaleri-KobeDSC08926kartennhollek(20 394 paz)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

w

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: