Un Tokyo Tower da ginklañ…

Dec’h ‘m eus bet c’hoant sevel an Tokyo Tower nano block am boa prenet e Tokyo! Nano block a zo ur merk japanat, un doare lego eo met kalz bihanoc’h an tammoù. Un toullad lec’hioù vrudet eus Japan a vez kavet da sevel ha kavout a raen plijus kaout an dra-se evel eñvorenn ^^

Setu an dachenn labour! ^^

Setu an dachenn labour! ^^

 Plijus-tre ‘m eus kavet sevel an tour! Aketus eo ret bezañ met displeget eo mat. Reiñ a ra din c’hoant kaout reoù all! ^^

Hag an disoc’h… 😉nano_ausnano_tt

Lid an te

Setu neuze ar pennad ‘m eus skrivet hag a zo bet embannet e niverenn 399 Al Liamm, e miz Eost 2013. Degemer mat ivez deoc’h lennerien bet kaset amañ a-drugarez d’ar pennad-mañ er gelaouenn! Plijadur ha dizoloadennoù e-leizh deoc’h 🙂
Skeudennoù ouzhpenn a vo amañ (ha nebeutoc’h ivez!).

Chanoyu 茶の湯 “dour tomm evit an te” a zo ul lid hengounel tro-dro d’an te. Ne vez ket graet gant n’eus forzh peseurt te : an te glas poultr matcha an hini a vez implijet. Un arz japanat eo abaoe 500 vloaz. Studiet e vez evel an ikebana 生け花 “arz an aozañ bleunioù” pe ar c’haligrafiezh.
Lid an te a zo un doare da zegemer tud gant kalz a zoujañs. Reolennet strizh eo.

An te a oa bet degaset da Japan gant menec’h bouddhael eus Sina en XIIvet kantved. Ul louzoù e oa da gentañ hag un evaj evit chom dihun e-pad ar prantadoù preder. Un doare e oa da buraat ar spered ha da vezañ tostoc’h d’an natur. An te matcha a vo evet goude-se gant ar samourai er c’hantved war-lerc’h. Hirie an deiz e vez evet gant a bep seurt tud (hag ur bern traoù dous a vez fardet gant blaz matcha : skorn, madigoù, gwestell hag all…). Lid an te a vez studiet kentoc’h gant merc’hed familhoù pinvidik rak un dra dalvoudus da c’houzout a-raok dimeziñ eo bepred, gant an dud plijet ha tik gant an te pe/hag an arzoù hengounel. Un arz kentoc’h gourel e oa da gentañ, un tamm gwregeloc’h eo bremañ met paotr pe blac’h a c’hall studiañ ha mestroniañ Lid an te.

Sen no Rikyū 千利休 1522-1591 : unan eus tudennoù danevell INOUE Yasushi, “Ar mestr-te” (“Le maître de thé” e galleg, 本覚坊遺文 pe Honkakubō ibun e Japaneg) pe c’hoazh eus film KEI Kumai “Sen no Rikyū, ur mestr-te” (“La mort d’un maître de thé” e galleg, 千利休 本覚坊遺文 pe Sen no Rikyū – honkakubō ibun e Japaneg) an hini en doa degaset er XVIvet kantved, mennozh an ichigo-ichie 一期一会 “ur wech, ur gejadenn” hag a dalvez eo kement kejadenn ’zo ur wir deñzor. Reolenn diazez Lid an te eo.
Pevar zra pouezus a zo e Lid an te : hensonded, wa 和 ; doujañs, kei 敬 ; glanded, sei 清 ha sioulded, jaku 寂.

Ti te e liorzh Isuen e Nara

Ti te e liorzh Isuen e Nara

Alies e Bro-Japan, el liorzhoù da skouer, e vez kavet tiez ispisial anvet “tiez-te”. En tiez-se eo e aozer Lid an te. E sal Lid an te e kaver tatami war al leur ha kinklet dilorc’h e seblant deomp bezañ, gant ur c’h/kakejiku 掛け軸 (panell hir gant kaligrafiezh peurliesañ) ha bleunioù a glot gant mare ar bloaz, ar c’houlz-amzer. N’int ket pezhioù bras.

Bleunioù ha kaerskriverezh, kinkladur sal Lid an te (e c'hoariva Kyōto)

Bleunioù ha kaerskriverezh, kinkladur sal Lid an te (e c’hoariva Gion Corner e Kyōto)

Servijout a ra Lid an te da lakaat en a-raok lodennoù all eus sevenadur hengounel Japan, estreget ar re bet meneget e c’heller ouzhpennañ an dilhad seiz (kimono) hag evel-just ar priajoù (tōgei pe yakimono). Un doare eo ivez da zeskiñ reolennoù ar saludiñ hag ar sevended : ret eo mont tre, goude bezañ lemmet e votoù evel-just, ha mestr an ti a serr an nor en un doare resis. Pedet vezer da vont n’e goazez war an tatami : war bennoù e daoulin, stok ar feskennoù ouzh seul e dreid (seiza), ha penn uhelañ an treid a rank stokañ mat ouzh an tatami. Saludoù ha bommoù lavar resis a ya da heul, da vareoù zo. Jestroù resis-tre a vez graet e-pad Lid an te ha n’eus hini ebet a re.

Ur bern binvioù a vez implijet evit Lid an te ha ret eo doujañ dezho : un tamm lien ispisial evit naetaat an tas (chakin), un tamm seiz (fukusa) evit tapout krog er gitell domm pe evit ar gouvidi, rak deuet mat eo sellet a dost met hep stokañ, ouzh ar binvioù, an arrebeuri a servij da glenkañ pe da boz an traezoù all (tana), ar gloge vambouz evit treuzkas an dour (hishaku), ar voest evit renkañ ar poultr-te (natsume), al loa evit lakaat an te en tas (chasaku), ar foet bihan bambouz evit meskañ an te hag an dour (chasen), ar gitell (tetsubin) a zo par d’ar pod-te evidomp hag evel-just an tas (chawan). An tas a vez diskouezet mat d’an dud pedet a-raok fardañ an te ennañ en un doare rekis-kenañ kement ha kinnig an tu bravañ d’an dud pedet.
Gwalc’het e vez ar binvioù dirak an dud pedet a-raok servijañ an te. Kement-mañ a zo diskouez doujañs keñver ar gouvidi hag an traezoù implijet. E dibenn al lid, ur wech vint gwalc’het en-dro, e c’hallo an dud pedet parañ o daoulagad war an traezoù a vez kaer-kaer peurliesañ. Teñzorioù int e gwirionez, pezhioù artizanel ha prizius a ranker doujañ outo. Reoù ’zo o deus un anv zoken hag a vez implijet da vareoù resis eus ar bloaz, an tasoù dreist-holl a c’hall kaout kinkladurioù a glot gant ar c’houlz-amzer.
Heuliañ reolennoù a vez graet gant ar gouvidi ivez : azezañ ha saludiñ evel-just met ivez doujañ d’ar binvioù a vez implijet (tas hag all) ha dreist-holl degas ur follenn baper ispisial (kaishi) a servijo da zebriñ ar madig (wagashi) a vez kinniget a-raok evañ. Kreñv eo an te matcha ha ne vez ket lakaet sukr, neuze e vez debret un draig dous a-raok evañ.

wagashi bet debret e Kyoto

wagashi bet debret e Kyōto

Renket e vez ar follennig-mañ en ur pleg eus ar c’himono (da live ar vruched) evel ma ra ar servijer gant an tammoù danvez a implij e-pad al lid. Gwelloc’h eo bezañ gwisket ur c’himono neuze ! Dilhad kornogat vez degemeret laouen hirie an deiz gant ma vo kran ha kempenn an dud. Ar follennig kaishi-se a servijo da sec’hañ an tas ur wech evet an te ivez. Degaset ’vez ivez un aveler bihan koad, ar fukusa evit “stokañ” ar binvioù, a-wechoù e vez renket an dafar-se en un doare yalc’h danvez kuzhet er c’himono.

Ma zas gant poultr te hag ar foet a-raok ne vefe skuilhet an dour tomm ennañ

Ma zas gant poultr te hag ar foet a-raok ne vefe skuilhet an dour tomm ennañ

An tas a vez pozet war-eeun war an tatami ha dalc’het e palv an dorn kleiz evit evañ, an dorn dehou a sikour da zerc’hel an tas war ar c’hostez. Ret eo treiñ an tas (tri c’hard) a-raok evañ evit chom hep lakaat e ziweuz war an tu bravañ (a zo bet kinniget gant ar servijer). Evet e vez an te dre deir lonkadenn (mui an trouz goude bezañ evet).
A-wechoù e vez implijet an hevelep tas, pep hini d’e dro – setu perak e vez sec’het aketus an tas gant pep hini a-raok kinnig anezhañ d’e amezeg – gwechoù all e vez un tas gant pep hini.
Meur a skol a gaver evit deskiñ Lid an te. Ur studi hir, diaes ha luziet eo. Gant e hengoun don hag e reolennoù start eo un arz uhel.

Lid an te en Tea Ceremony Experience En e Kyōto

Lid an te en Tea Ceremony Experience En e Kyōto

Brav ’m eus kavet dizoleiñ al lid-se. Mont tre en ur sevenadur hag ur stumm dibar da eskemm gant tud.
N’em eus ket bet tro da vevañ lid klok an te (a bad d’an nebeutañ peder eurvezh, gant ur pred, meur a seurt te disheñvel…) met un tañva ’m eus bet.
Div wech ’m eus bet tro da gemer perzh.
En ur skol Japaneg etrevroadel e Tōkyō, e karter Shinjuku, ar wagashi kinniget deomp a oa piz bihan ha fav sukret ! Un deskardez he doa servijet ac’hanomp. Krozet oa bet meur a wech gant ar c’helenner, ur sapre bec’h a veze lakaet warni !
E Kyōto, en un ti Lid an te evit an douristed eo ur wagashi doare toaz-frouezh hon oa bet. Kavet ’m eus plijus-kaer peogwir e oa deomp da gemer ar poultr ha da veskañ an te hag an dour.
Ma ne oa ket bet tro da aozañ al lid penn-da-benn hon eus gellet fardañ an te… war an hent mat evit tostaat ouzh arz Lid an te.

Evit sevel ar pennad :
blog ma heñcher e Kyōto : Tadashi
Wikipedia
Lec’hienn an Tea Ceremony Experience En e Kyōto

Privezioù

Ya ya, un notenn a-bezh diwar-benn privezioù!
Ur sapre tra eo e Bro Japan! :p

Da gentañ tout e vez kavet ur bern reoù foran, un tamm pep lec’h ha dre vras e vez skrivet mat pelec’h emaint (gant tresadennoù paotr/plac’h met e ken kas e c’hallit deskiñ ar c’hanji paotr ha plac’h a servijo kentoc’h evit chom hep faziañ en onsen :p E ya, p’eo ruz ha glas al livioù na dalvez netra, er c’hontrol…!) Evit beajiñ eo plijus neuze.
Em zi e oa ur stumm kornogat klasel gant un dar a-us evit gwalc’hiñ an daouarn gant an dour a servijo da skarzhañ goude! N’eo ket ur mennozh fall tamm ebet (Alies e vez kavet se met ne vez na soavon na traoù evit sec’hañ an daouarn, klevet am eus e oa peogwir e stouvfe ar soavon an tuellennoù met seblantout a ra din iskis.)tiMod all e vez kavet reoù “war-sav” (chom a ran hep lârat doare turk peogwir n’int ket. Ar re japanat klasel hengounel int). hengounelDre vras e vez da zibab etre an doare-se hag un doare kornogat (en tren da skouer! Met n’am eus ket soñjet tapout ur skeudenn).
Goude-se em eus gwelet ur bern traoù disheñvel er privezioù mod kornog : reoù gant ur gador evit poz ur poupig (kavet e vezont ivez eus tu ar baotred sañset!), reoù gant trouz skarzhañ dour o vont en-dro emgefre evit chom hep bezañ klevet e-kichen, reoù all c’hoazh gant dour evit naetaat, gant ur gador a domm, gant un doare panell a skarzh an dour emgefre evit chom hep stokañ eus un dra bennak (a ya en-dro kazi bepred en ur sevel hepken)…mitaka

E mirdi Tsubouchi 'm eus gwelet an traoù a ra trouz evit ar wech kentañ....

E mirdi Tsubouchi ‘m eus gwelet an traoù a ra trouz evit ar wech kentañ….

touchennouskarzhEn Tokyo Skytree (hag en ur bern lec’hioù all da c’houde) ‘m eus gwelet ivez ur produ evit naetaat al lunedenn (mennozh mat!) hag aze e oa mekanikoù doare Dyson aze evit sec’hañ an daouarn. sky_treeDre vras, pa oa peadra da naetaat (ouzhpenn dour, a vez bepred, anat deoc’h!) an daouarn e oa mekanikoù evel-se goude da sec’hañ an daouarn.
E Takaosan on bet souezhet o welet e oa ur privezioù evit paotred vihan da staotat e privezioù ar merc’hed. Meur a wech ‘m eus gwelet-se da c’houde. Ingal e vez kavet taolioù da cheñch ar poupiged ivez (en ul logell pe e-kichen an daroù, ingal).takaosan1takaosan2E Nokogiri ‘m eus merzet e vez kavet boutailhadoù dileizhenn hidroalkoolek un tammig e pep lec’h evel-se, da naetaat an daouarn forzh pegoulz. Ur mennozh mat ivez el lec’hioù foran!
Mod all e lec’hioù zo, e lec’h ma ranker tennañ ar botoù a-benn mont e-barzh (pretioù “hengounel”, lec’hioù gant leur tatami, en tiez…) e vez kavet chaosonoù a-ratozh evit mont da privezioù! 🙂ryokanSouezhus ‘m eus kavet ivez an niver a daroù pe kentoc’h melezourioù a veze kavet e privezioù ar merc’hed. Ingal ez eus kaaaalz muioc’h evit na ‘z eus a logelloù. Ur bern merc’hed a vez o fardañ dre vras (a-wechoù ez eus kadorioù dirak melezourioù zo zoken!)…
Darn vrasañ an amzer, estreget e lec’hioù touristel-SPONTUS (ya ya, Kinkaku-ji, soñjal a ran ennout) e oa prop-tre pep tra.
E-keñver paper, ral-tre oa na vefe ket paper er privezioù (e lec’hioù touristel-tre adarre a-wechoù) met gant an niver a vouchoueroù-paper a vez roet evel bruderezh er straedoù n’ijinan ket e c’hallfe bezañ ur gwall gudenn!

N’eo ket liammet war-eeun gant ar privezioù met anzav a ran e plij kalz din an tech da ginnig peadra da naetaat an daouarn ouzh-taol a-raok ar pred.

Ma setu, fentus a-walc’h eo gwelet an doare privezioù disheñvel a vez kavet du-hont. E gwirionez on bet bamet gant an tu “savet evit ar gerent” gant doareoù da boz ur bugel hag all. Afer an dar a-us a zo mat ivez evit espern dour! Un toullad mennozhioù mat a zo neuze (traoù all ne servijont ket da galz tra anat) ha setu perak e kaven fentus lakaat ar gaoz war an dra-se 🙂

Ohanami ha bleuñv kerez

Nec’het on bet un tamm o c’houzout e oa dispaket ar bleunioù kerez kentañ d’ar 16 a viz Meurzh e Tōkyō! Abred spontus eo.
Me soñje din c’hwitout sur war ar prantad e-lec’h m’eo dispak an holl bleunioù (krog e oa an dud da vont d’ober ohanami d’an 21 a viz Meurzh) met chañs ‘m eus bet a-benn ar fin, gant ur sizhunvezh a-bezh evit gwelet sakura un tamm pep lec’h.
A bep seurt bleunioù kerez a zo, displeget e vez mat an diforc’hioù amañ.The Bloom of Cherry Blossoms 2013Ur gartenn dispar a vez graet kevredigezh etrevroadel touristañ Japan (JNTO) evit gouzout pelec’h eo dispak ar bleunioù ha tout. ‘M eus ket gwelet kalz a vleunioù kerez e Kyōto (met e chom a rae e lec’hioù zo, kostez Shiga da skouer) ha Hiroshima met un tamm ‘m eus gwelet e Sendai (me soñje din e vefe muioc’h avat met n’eus ket kement a wez kerez er gêr-se, pe neuze n’on ket bet el lec’hioù mat) !
Un ostilh dedennus e chom evit ar re a brient ur veaj da Japan da vare an nevez-amzer 😉

Kartenn Japan er StreetPass Mii Plaza

C’hwi oar a-walc’h ez eus un 3DS ganin. Unan eus an traoù a blij din ober a zo “streetpassiñ”. Kartennoù eus broioù a vez dastumet er StreetPass Mii Plaza (ar meziant evit c’hoari gant ar streetpass) ha tro am boa bet da gejañ gant Japaniz (e Pariz ha Londrez moarvat). Skeudennet ‘m eus ma skramm a-raok mont kuit.

streetpassPet prefeti (peogwir e klot ar “rannvroioù” gant prefetioù Japan) all ‘m eus diskoachet e-pad ma beaj?
streetpass-2Waha! Ur BERN!
E-pad devezh an Tokyo Skytree on deuet a-benn da gaout 5 plac’h diouzh renk ha 777 den kejet! ^^ (doare “taolioù-kaer a zo da ober ivez er StreetPass Mii Plaza) An deiz war-lerc’h e oa an holl puzzlioù klok ganin! D’am soñj eo an deiz-se ivez ‘m eus diskoachet prefetioù evel Okinawa hag Hokkaidō! Ul lec’h streetpassiñ a-feson neuze.

Bon, penaos e rin evit kaout ar prefetioù a vank din bremañ? ^^

Echu ma beaj

Setu me deuet en-dro da Vreizh. Echu eo ma beaj neuze met n’eo ket echu da vat ar blog-mañ! Klokaat a rin ar pennadoù gant liammoù ha skeudennoù, deuit en-dro neuze da sellet ha gouzout hiroc’h (ma fell deoc’h evel-just!). Marteze e skrivin pennadoù “tematikel” ivez. Ma fell deoc’h gouzout traoù resis goulennit diganin!
Trugarez deoc’h ha ken ar c’hentañ tro!

A-raok mont kuit

Evit ur veaj dindan 90 devezh n’eus ezhomm visa ebet evit mont da vro Japan. Ur paseporzh hepken.
Ahaha, ya! Ma hini pa oan dindan 18 vloaz a oa echu abaoe ur pennadig siwazh! (mat int e-pad 5 bloaz hepken) Ret eo bet din mont d’ober skeudennoù a-ratozh neuze ha prientiñ ur goulenn paseporzh. N’eo ket start, kemeret em boa emgav en a-raok ha buan-tre eo tremenet an traoù en ti-kêr. Ur miz em eus gortozet ha prest ma faperioù! (86€ a dimbroù kemedel (?) farsadennoù gant ar ger “fiskal” a zo aotreet) a goust ur paseporzh, n’em boa ket dre ret soñjet en-se en ur gemer an diviz mont da veajiñ. Mat e vo betek miz Du 2022 avat, setu spi ‘m eus em bo tro da veajiñ en-dro a-benn neuze!)

E-keñver arc’hant em eus cheñchet kartenn ti-bank a-benn digreskiñ ar frejoù ha cheñchet kalz arc’hant a-raok mont kuit a-benn kaout arc’hant laosk. 1 euro a oa par da 118 円 (yen) pa ‘m eus graet. Implijet em eus ul lec’hienn a-ratozh, kalz nebeutoc’h a frejoù a zo ivez keñveriet gant an ti-bank (ma c’huzulier e-unan en deus lâret ne oa ket dedennus dibab ober ganto!). Paeet e vez dre dreuzvankadenn, ret eo kas un eilenn eus ar gartenn-anv (pe paperoù identelezh bennak) ha setu. Gourc’hemennet d’ar Meurzh goude-merenn em eus resevet an traoù d’ar Gwener, paket mat (“valeur déclarée”), gant ur gartennig o hetiñ ur veaj vat din ha tout 🙂
yen

Evit ar yec’hed n’eus netra ispisial d’ober kennebeut. N’eus paperenn ebet da gaout digant an asurañs peogwir n’emañ ket Japan e Unvaniezh Europa evel-just (^^). Ma mezeg he deus broudet ac’hanon da ober ur vaksin a-enep an hepatit A, a c’haller tapout gant ar boued, memestra e ken kas (daoust ma n’eus ket kalz a riskloù e Bro Japan). Ha goulennet em eus ivez loeroù “gwaskadur” evit ar veaj karr-nij, domaj e vefe kaout kudennoù yec’hed e-pad pe goude ar veaj memestra!

Profitet em eus eus an distaolioù evit prenañ botoù, botoù a-benn kerzhet met aes da dennañ : en temploù hag e lec’hioù zo (pretioù a-wechoù) e ranker tennañ ar botoù! Torr-penn neuze p’eo re start da lakaat pe da dennañ! (Dilezel a ran ma dastumad Doc Martens e-pad ur miz, soñjit ‘ta!) Prenet em eus ur re votoù kerzhet izel hag ur re votoù sport du a c’hallo servijout evel “botoù cheuc’h” ma ‘m eus ezhomm da vareoù zo.
Un doare mantell c’hlav skañv a vez lakaet en ur godell ‘m eus prenet ivez, en ur miz e vo glav sur a-walc’h ^^ Ha loeroù du rak n’eo ket gwall vrav kaout loeroù gwenn lous en temploù :p

Peadra da bouezañ ma sac’h : droch e vefe kaout da baeañ ouzhpenn peogwir eo re bounner ma sac’h! Chañs ‘m eus avat, ar gompagnunezh Etihad a laosk an dud da gaout 30kilo en o sac’h bras! (7 er gabinenn, Air France a zo 23/12 da skouer).

Setu dre vras ar pezh ‘m eus bet da brientiñ a-raok ar veaj!

Levrioù hag abadennoù

Emaon o vont da ginnig deoc’h al levrioù am eus implijet a-benn kaout mennozhioù traoù da weladenniñ pe ar re a gasin ganin.

E miz Gwengolo ez on kroget da sevel ur programm eus ar pezh a felle din ober e Tōkyō.

A-drugarez da levrioù, lec’hiennoù hag abadennoù Nolife (“Tokyo Café” evel-just, abadenn Suzuka, “toco toco” (dispar!) un abadenn kinniget gant Anne a aters Japaniz e lec’hioù a blij dezho ha “Japan in Motion” un tammig, un abadenn produet e Japan gant idol-ed o vont da zizoloiñ lec’hioù touristel/artizanelezh hag all) em eus kavet peadra da leuniañ ma devezhioù-vak (ha da soñjal e c’hwitin war kant tra hag e rankin distreiñ forzh penaos!!)

Levrioù bet implijet evit prientiñ :

E-touez ar reoù-mañ eo hini National Geographic en deus plijet ar muiañ din.

A gasin ganin :

  • Cartoville Tokyo (hini 2010 bet adembannet e 2012. Furoc’h e vefe bet din gortoz embannadur nevez 2013! 😥 )
  • Lonely Planet Tokyo bihan
  • Lonely Planet Tokyo bras (e saozneg)
  • Le Japon en un clin d’oeil : vil eo al levr eus an diavaez met ur bern traoù pleustrek a zo (penaos tennañ arc’hant da skouer) hag an traoù a zo skrivet e japaneg e ken kas, plijus a-benn goulenn sikour. Kuzuliet eo bet din gant meur a hini a-raok n’afen kuit! 😉
  • 2 levr niverel bet savet gant Gäel, paotr lec’hienn “Kanpai!” Ne zegasont ket kalz a dra keñveriet gant al lec’hienn met soñjet em eus e c’hallfe bezañ mat adlenn e guzulioù/alioù e-pad ma beaj en ur lakaat anezho em lenner levrioù-niverel (Bien préparer son voyage au Japon ha Visites au Japon de villes en îles)
  • Levr koazeadennoù Lonely Planet (un tamm sorc’hennet on gant Lonely Planet war a seblant) a-benn klask drailhañ un nebeudig japaneg memestra.

Mod all, plijus-tre hag efedus-kenañ eo an Office National du Tourisme Japonais, a gas plegoù-dibleg evit netra : ret eo enskrivañ war o lec’hienn ha goulenn ar re a zedenn ac’hanoc’h.
Ur bern lec’hiennoù a zo ivez evel-just, un darn am eus lakaet el liammoù met ur bern am eus gwelet ivez evit un ditour hepken (ul lec’h e oan o klask pe un ali war un dra bennak da weladenniñ). Klask a rin klokaat al liammoù tamm-ha-tamm ma kavan traoù all pe ma teu chomlec’hioù da soñj din, zoken goude ar veaj, n’ouzer james, ma fellfe deoc’h prientiñ ur veaj da Japan un deiz bennak… 😉

Raktresoù

Buan-ha-buan e c’hallan lârat un tamm peseurt lec’hioù emaon o vont da weladenniñ ha petra a rin (gant ar strollad) ha petra fell din mont da welet (ma-unan pe gant tud all eus ar veaj ma fell dezho). N’on ket sur da zont a-benn d’ober pep tra, gwall stank eo an devezhioù am eus raktreset evit ar mare!
E Tōkyō em bo tro da zebriñ ur pred gant Japaniz (a gaoze galleg), da vont en un onsen* ha da vezañ meret doare shiatsu, da gaout ur gentelig kaligrafiezh ha japaneg, da vont da virdi Ghibli, da zebriñ predoù ispisial, da weladenniñ Tōkyō gant ur skeudenner a-vicher ha Tōkyō (karter Ginza e gwirionez) diouzh noz…
Me ma-unan ‘m eus raktreset un toullad traoù dre garter :  Ueno, Minato ha Roppongi, Mitaka, Meguro ha Shibuya, an Tōkyō Dome (hag ur c’hrogad baseball!), Ikebukuro, Asakusa hag Odaiba, Shinjuku, karterioù siouloc’h ha daou zevezh tro-dro da Chiyoda (ar palez) unan kentoc’h su ar palez hag unan kentoc’h norzh. En devezhioù-se e raktresan mont da welet kalzig mirdioù (prenañ a rin ar GRUTT, ur c’harnedig distaolioù evit mirdioù kêr Tōkyō), liorzhoù ha savadurioù heverk ha stalioù ivez moarvat! Mirdioù a bep seurt a fell din gwelet : arz a-vremañ, istor Japan…
Pignat e krec’h tourioù uhel evit ar gweledva hag all!
Nepell eus Tōkyō e welin lec’hioù touristel “klasel” : Nokogiri, Takao, Nikko, Kamakura. Temploù ha santualioù a-vil-vern!
Un devezh hag un nozvezh a dremenin e Hakone en ur ryokan*.
Mod all e tremenin ur sizhunvezhig e Kyōto, e lec’h ma weladennin ar gêr, met ivez Nara, Arashiyama, Hikone ha lenn Biwa, hag un nozvezh Osaka! E Kyōto e vo kalz predoù ispisial ivez, lid an te hag un arvest evit an douristed da zizoloiñ ar c’hoariva no, kabuki hag all.
Moarvat e tremenin un devezh e Hiroshima hag un devezh e Sendai ivez.
Setu! Leun-mat an traoù, 1 miz a dremeno evel un ten, anat deoc’h! Neuze ma fell deoc’h gwelet skeudennoù ha gouzout hiroc’h war tout al lec’hioù meneget amañ, deuit da lenn ar pezh a gontin er sizhunvezhioù o tont!
Raktreset eo dispakadenn ar bleunioù kerez d’ar 25 a viz Meurzh war a seblant, erruout a rin dres en koulz neuze!
* Tro am bo da zisplegañ hiroc’h war an traoù-se (ha traoù all!)… 😉

Ha setu ur blog beaj…

Demat d’an holl!
Abaoe ur pennad e oa ur veaj war ma spered… Meur a dra en deus lakaet ac’hanon da lakaat an hunvre-se da wir.
Japan a zedenn ac’hanon abaoe pell, c’hwi oar mat, manga, haiku, boued hag all hag all! E kerzh Japan Expo e Pariz (e miz Gouere 2012) em eus bet tro welet stand ALJ a ginnig beajoù a bep seurt (ha da gomz un tammig gante ^^). Da zigentañ e felle din ober ur veaj 8teiz e Japan hag 8teiz e Korea ar Su, plijout a rae din ar mennozh tapout ar vag etre an div vro. Met war memes tro em boa aon mont d’ar red ha kaout c’hoant distreiñ en div vro ken nebeut a draoù em befe bet amzer da welet ^^”
Plijet e oan gant an tu dieub a ginnig an aozadur : ar veaj hag ar bod a zo an diazez ha goude-se e tiviz pep hini mont da weladenniñ an traoù a vez kinniget pe get gant peurrest ar strollad. Ha setu me neuze, o tibab ur veaj da Japan. C’hoant em boa da vont da vare ar gwez kerez e bleuñv, anat. Da gentañ e soñjen mont e-pad teir sizhun (amzer ober ar pezh a veze kinniget mui un toulladig traoù dieub) met memes priz e oa al lojeiz evit ur miz… Neuze perak ket! Buan a-walc’h em eus kavet peadra da leuniañ devezhioù a-bezh gant mirdioù ha liorzhoù Tōkyō!

Mont a rin kuit d’an 23 a viz Meurzh. Setu diskrivadur ar veaj (marv eo al liamm abaoe siwazh) ma fell deoc’h teurel ur sell. E Tōkyō e vin o lojañ neuze. Mont a rin gant ar strollad da welet ar muiañ posupl a draoù. Dedennus int, un tu “touristel” klasel ganto. C’hoant em eus da zizoloiñ ar vro, gwelet lec’hioù brav, tañva boued iskis ha mat… Ur pemzektez dieub em bo avat hag evel ma lâren just a-raok em eus graet ul listenn eus ar pezh a felle din gwelet. Goude-se em eus klasket renkañ anezho dre garter evit chom hep ober beajoù metro pe tren diezhomm (kêr a-walc’h eo ar beajoù, met se a gontin deoc’h war-eeun pa vin du-hont)
Kinnig a rin deoc’h pennadoù diwar-benn ar pezh a welin hag a weladennin, ar pezh a rin, a zebrin, a vevin kea!.
Tu vo deoc’h kaout un tañva eus Japan, heuliañ ma beaj bemdez (na brometan netra, met klask a rin embann en un doare reoliek! War skouer ar blog-mañ emichañs) ha beajiñ un tammig ganin evel-se!

%d bloggers like this: