A-raok mont kuit

Evit ur veaj dindan 90 devezh n’eus ezhomm visa ebet evit mont da vro Japan. Ur paseporzh hepken.
Ahaha, ya! Ma hini pa oan dindan 18 vloaz a oa echu abaoe ur pennadig siwazh! (mat int e-pad 5 bloaz hepken) Ret eo bet din mont d’ober skeudennoù a-ratozh neuze ha prientiñ ur goulenn paseporzh. N’eo ket start, kemeret em boa emgav en a-raok ha buan-tre eo tremenet an traoù en ti-kêr. Ur miz em eus gortozet ha prest ma faperioù! (86€ a dimbroù kemedel (?) farsadennoù gant ar ger “fiskal” a zo aotreet) a goust ur paseporzh, n’em boa ket dre ret soñjet en-se en ur gemer an diviz mont da veajiñ. Mat e vo betek miz Du 2022 avat, setu spi ‘m eus em bo tro da veajiñ en-dro a-benn neuze!)

E-keñver arc’hant em eus cheñchet kartenn ti-bank a-benn digreskiñ ar frejoù ha cheñchet kalz arc’hant a-raok mont kuit a-benn kaout arc’hant laosk. 1 euro a oa par da 118 円 (yen) pa ‘m eus graet. Implijet em eus ul lec’hienn a-ratozh, kalz nebeutoc’h a frejoù a zo ivez keñveriet gant an ti-bank (ma c’huzulier e-unan en deus lâret ne oa ket dedennus dibab ober ganto!). Paeet e vez dre dreuzvankadenn, ret eo kas un eilenn eus ar gartenn-anv (pe paperoù identelezh bennak) ha setu. Gourc’hemennet d’ar Meurzh goude-merenn em eus resevet an traoù d’ar Gwener, paket mat (“valeur déclarée”), gant ur gartennig o hetiñ ur veaj vat din ha tout 🙂
yen

Evit ar yec’hed n’eus netra ispisial d’ober kennebeut. N’eus paperenn ebet da gaout digant an asurañs peogwir n’emañ ket Japan e Unvaniezh Europa evel-just (^^). Ma mezeg he deus broudet ac’hanon da ober ur vaksin a-enep an hepatit A, a c’haller tapout gant ar boued, memestra e ken kas (daoust ma n’eus ket kalz a riskloù e Bro Japan). Ha goulennet em eus ivez loeroù “gwaskadur” evit ar veaj karr-nij, domaj e vefe kaout kudennoù yec’hed e-pad pe goude ar veaj memestra!

Profitet em eus eus an distaolioù evit prenañ botoù, botoù a-benn kerzhet met aes da dennañ : en temploù hag e lec’hioù zo (pretioù a-wechoù) e ranker tennañ ar botoù! Torr-penn neuze p’eo re start da lakaat pe da dennañ! (Dilezel a ran ma dastumad Doc Martens e-pad ur miz, soñjit ‘ta!) Prenet em eus ur re votoù kerzhet izel hag ur re votoù sport du a c’hallo servijout evel “botoù cheuc’h” ma ‘m eus ezhomm da vareoù zo.
Un doare mantell c’hlav skañv a vez lakaet en ur godell ‘m eus prenet ivez, en ur miz e vo glav sur a-walc’h ^^ Ha loeroù du rak n’eo ket gwall vrav kaout loeroù gwenn lous en temploù :p

Peadra da bouezañ ma sac’h : droch e vefe kaout da baeañ ouzhpenn peogwir eo re bounner ma sac’h! Chañs ‘m eus avat, ar gompagnunezh Etihad a laosk an dud da gaout 30kilo en o sac’h bras! (7 er gabinenn, Air France a zo 23/12 da skouer).

Setu dre vras ar pezh ‘m eus bet da brientiñ a-raok ar veaj!

Advertisements

Levrioù hag abadennoù

Emaon o vont da ginnig deoc’h al levrioù am eus implijet a-benn kaout mennozhioù traoù da weladenniñ pe ar re a gasin ganin.

E miz Gwengolo ez on kroget da sevel ur programm eus ar pezh a felle din ober e Tōkyō.

A-drugarez da levrioù, lec’hiennoù hag abadennoù Nolife (“Tokyo Café” evel-just, abadenn Suzuka, “toco toco” (dispar!) un abadenn kinniget gant Anne a aters Japaniz e lec’hioù a blij dezho ha “Japan in Motion” un tammig, un abadenn produet e Japan gant idol-ed o vont da zizoloiñ lec’hioù touristel/artizanelezh hag all) em eus kavet peadra da leuniañ ma devezhioù-vak (ha da soñjal e c’hwitin war kant tra hag e rankin distreiñ forzh penaos!!)

Levrioù bet implijet evit prientiñ :

E-touez ar reoù-mañ eo hini National Geographic en deus plijet ar muiañ din.

A gasin ganin :

  • Cartoville Tokyo (hini 2010 bet adembannet e 2012. Furoc’h e vefe bet din gortoz embannadur nevez 2013! 😥 )
  • Lonely Planet Tokyo bihan
  • Lonely Planet Tokyo bras (e saozneg)
  • Le Japon en un clin d’oeil : vil eo al levr eus an diavaez met ur bern traoù pleustrek a zo (penaos tennañ arc’hant da skouer) hag an traoù a zo skrivet e japaneg e ken kas, plijus a-benn goulenn sikour. Kuzuliet eo bet din gant meur a hini a-raok n’afen kuit! 😉
  • 2 levr niverel bet savet gant Gäel, paotr lec’hienn “Kanpai!” Ne zegasont ket kalz a dra keñveriet gant al lec’hienn met soñjet em eus e c’hallfe bezañ mat adlenn e guzulioù/alioù e-pad ma beaj en ur lakaat anezho em lenner levrioù-niverel (Bien préparer son voyage au Japon ha Visites au Japon de villes en îles)
  • Levr koazeadennoù Lonely Planet (un tamm sorc’hennet on gant Lonely Planet war a seblant) a-benn klask drailhañ un nebeudig japaneg memestra.

Mod all, plijus-tre hag efedus-kenañ eo an Office National du Tourisme Japonais, a gas plegoù-dibleg evit netra : ret eo enskrivañ war o lec’hienn ha goulenn ar re a zedenn ac’hanoc’h.
Ur bern lec’hiennoù a zo ivez evel-just, un darn am eus lakaet el liammoù met ur bern am eus gwelet ivez evit un ditour hepken (ul lec’h e oan o klask pe un ali war un dra bennak da weladenniñ). Klask a rin klokaat al liammoù tamm-ha-tamm ma kavan traoù all pe ma teu chomlec’hioù da soñj din, zoken goude ar veaj, n’ouzer james, ma fellfe deoc’h prientiñ ur veaj da Japan un deiz bennak… 😉

Raktresoù

Buan-ha-buan e c’hallan lârat un tamm peseurt lec’hioù emaon o vont da weladenniñ ha petra a rin (gant ar strollad) ha petra fell din mont da welet (ma-unan pe gant tud all eus ar veaj ma fell dezho). N’on ket sur da zont a-benn d’ober pep tra, gwall stank eo an devezhioù am eus raktreset evit ar mare!
E Tōkyō em bo tro da zebriñ ur pred gant Japaniz (a gaoze galleg), da vont en un onsen* ha da vezañ meret doare shiatsu, da gaout ur gentelig kaligrafiezh ha japaneg, da vont da virdi Ghibli, da zebriñ predoù ispisial, da weladenniñ Tōkyō gant ur skeudenner a-vicher ha Tōkyō (karter Ginza e gwirionez) diouzh noz…
Me ma-unan ‘m eus raktreset un toullad traoù dre garter :  Ueno, Minato ha Roppongi, Mitaka, Meguro ha Shibuya, an Tōkyō Dome (hag ur c’hrogad baseball!), Ikebukuro, Asakusa hag Odaiba, Shinjuku, karterioù siouloc’h ha daou zevezh tro-dro da Chiyoda (ar palez) unan kentoc’h su ar palez hag unan kentoc’h norzh. En devezhioù-se e raktresan mont da welet kalzig mirdioù (prenañ a rin ar GRUTT, ur c’harnedig distaolioù evit mirdioù kêr Tōkyō), liorzhoù ha savadurioù heverk ha stalioù ivez moarvat! Mirdioù a bep seurt a fell din gwelet : arz a-vremañ, istor Japan…
Pignat e krec’h tourioù uhel evit ar gweledva hag all!
Nepell eus Tōkyō e welin lec’hioù touristel “klasel” : Nokogiri, Takao, Nikko, Kamakura. Temploù ha santualioù a-vil-vern!
Un devezh hag un nozvezh a dremenin e Hakone en ur ryokan*.
Mod all e tremenin ur sizhunvezhig e Kyōto, e lec’h ma weladennin ar gêr, met ivez Nara, Arashiyama, Hikone ha lenn Biwa, hag un nozvezh Osaka! E Kyōto e vo kalz predoù ispisial ivez, lid an te hag un arvest evit an douristed da zizoloiñ ar c’hoariva no, kabuki hag all.
Moarvat e tremenin un devezh e Hiroshima hag un devezh e Sendai ivez.
Setu! Leun-mat an traoù, 1 miz a dremeno evel un ten, anat deoc’h! Neuze ma fell deoc’h gwelet skeudennoù ha gouzout hiroc’h war tout al lec’hioù meneget amañ, deuit da lenn ar pezh a gontin er sizhunvezhioù o tont!
Raktreset eo dispakadenn ar bleunioù kerez d’ar 25 a viz Meurzh war a seblant, erruout a rin dres en koulz neuze!
* Tro am bo da zisplegañ hiroc’h war an traoù-se (ha traoù all!)… 😉

%d bloggers like this: