Roll pennadoù beaj 2013

Evit aesaat ho lennadenn e kinnigan amañ ur roll eus liammoù davet pennadoù ar blog da vare beaj 2013, tu ‘zo deoc’h c’hoari gant an deiziadur ivez evel-just.

A-raok mont kuit :

1añ a viz Meurzh : Ha setu ur blog beaj… – Pennad da ginnig ar blog hag ar raktres.
7 a viz Meurzh : Raktresoù – Spisaat ar pezh a rin e-pad ar veaj
20 a viz Meurzh : Levrioù hag abadennoù – Roll traoù o deus servijet din da brientiñ ma beaj
21 a viz Meurzh : A-raok mont kuit – Un toullad traoù diwar-benn ar prientiñ, paperioù, prenadennoù hag all

Karned beaj :

22 a viz Meurzh : Devezh -1 – Mont kuit da Bariz an deiz a-raok
22 a viz Meurzh : Gwener da noz – Gerig eus an ostaleri
23 a viz Meurzh : Devezhioù 1 ha 2 – Beaj karr-nij (pennad skrivet hag embannet a-raok mont kuit)
24 a viz Meurzh : Setu erru e Bro Japan – Penaos eo tremenet ar veaj hag ar staliañ.

25 a viz Meurzh : Dizoloiñ Tōkyō – Un devezh pourmen ha dizoloiñ.
26 a viz Meurzh : Tro-dro da linenn dramgarr Toden Arakawa – Ur park leun a wez kerez, mirdioù, a bep seurt traoù!
27 a viz Meurzh : Mitaka – Park ha zoo, mirdi Ghibli hag sakura diouzh an noz.
28 a viz Meurzh : Asakusa hag an Tokyo Skytree – Karter touristelañ Tōkyō hag tour skignañ uhelañ ar bed.
29 a viz Meurzh : Menez Nokogiri – Kuitaat ar gêr vras evit mont d’ul lec’h dianav a-walc’h, war roudoù ur Bouddha bras!
30 a viz Meurzh : Roppongi – Ur sell all war Tōkyō hag un diskouezadeg a-feson.
31 a viz Meurzh : Ikebukuro, “kazh-tavarn” ha karaoke – Un droiad all da welet un “neko cafe” ha traoù all!
1añ a viz Ebrel : Pourmen e Tōkyō, adarre! – Ur bourmenadenn all gant ur sav-poent disheñvel…
2 a viz Ebrel : Odaiba – Petra ober pa ra glav? Pourmen e stalioù diniver enezenn artifisiel Tōkyō
3 a viz Ebrel : Kamakura – Ur Bouddha bras all, brudetoc’h, er gêriadenn kichen ar mor
4 a viz Ebrel : Menez Takao – Pourmenadenn betek Takaosan, ur menez brav a blij d’ar familhoù
5 a viz Ebrel : Nikkō – Temploù e-leizh a zo da welet e Nikkō, e hanternoz Tōkyō
6 a viz Ebrel : Kollet e Tōkyō… – Ret e oa mat e c’hoarvezfe d’ur mare bennak !

7 a viz Ebrel : Hakone – ûoù du, c’hwezh sulfur, sell war menez Fuji ha nozvezh en ul leti hengounel
8 a viz Ebrel : Dizoloiñ Kyōto – Erru er C’hansai, e kêr touristelañ Japan!
9 a viz Ebrel : Pourmenadenn e Kyōto – liorzh sec’h, pavilhonoù aour hag arc’hant… Nag a draoù brav!
10 a viz Ebrel : Devezh e park Nara ha koan e Ōsaka – Un devezh a-feson gronnet gant kirvi ha kofad e kêr ar gouleier!
11 a viz Ebrel : Pourmenadenn e prefeti Shiga – Karter Omihachiman ha leiz ar menez da gaout ur sell war Biwa, lenn ledanañ Japan, ha betek kastell Hikone.
12 a viz Ebrel : Arashiyama – Ur c’harter eus Kyōto eo Arashiyama, ur c’harter eus ar c’haerañ!

13 a viz Ebrel : Hiroshima – Profitet ‘m eus eus ma c’hartenn tren evit mont betek Hiroshima. Liorzh Shukkeien ha park ar peoc’h…
14 a viz Ebrel : Sendai – Hanternoz da vat! Devezh diwezhañ an tren digoust, profitomp evit gweladenniñ ur gêr all penn-da-benn!

15 a viz Ebrel : Tro wenn e Shinagawa ha stalioù Akihabara – Setu ar sizhun ziwezhañ o kregiñ. Deuet en-dro da Dōkyō da vat, ha pourmenadennoùigoù a bep seurt a vo.
16 a viz Ebrel : Ti-bank Japan, liorzh Hibiya ha tro-dro d’ar palez – Kreizik-kreiz Tōkyō hirie!
17 a viz Ebrel : Sevenadur Japan e Shinjuku – Un abadenn stalioù sevenadurel, un dro betek ti-kêr Shinjuku hag ur pred leun a gig!
18 a viz Ebrel : Koishikawa Korakuen, Tokyo Dome City ha krogad base-ball – Ul liorzh brav, stalioù ha c’hoarioù hag ur c’hrogad base-ball marplij!
19 a viz Ebrel : Souezhadennoù e Shinjuku ha karaoke e Ikebukuro – N’eus ket c’hoarvezet kalz a dra a gav deoc’h?…
20 a viz Ebrel : Kemer ar gaoz… – Un tamm start dihuniñ met prantadoù plijus gant ar genlojerien ha kemer ar gaoz goude-merenn…
21 a viz Ebrel : Harajuku hag onsen “mod gwechall” – Prenadennoù ziwezhañ hag un tamm tro en ul lec’h touristel-tre.
22 a viz Ebrel : Devezh diwezhañ… – Setu, echu ar veaj!

25 a viz Ebrel : Beaj distro – Un tamm kilsell war ar veaj distro…!

Ha goude…

26 a viz Ebrel : Echu ma beaj – Echu gant ar c’harned beaj met marteze n’eo ket echu gant ar blog…!
27 a viz Ebrel : Kartenn Japan er StreetPass Mii Plaza – Un tamm rentañ-kont eus ma c’hartenn eus Bro Japan war an 3DS!
28 a viz Ebrel : Ohanami ha bleuñv kerez – Rentañ-kont ar bleuñv kerez ha kuzul ul lec’hienn a-feson evit gwelet penaos ‘mañ kont gant dispakañ ar bleunioù!
30 a viz Ebrel: Privezioù – Ur vojenn pe get ?

7 a viz Eost : Lid an te – Ur pennad savet evit niverenn 399 Al Liamm.
25 a viz Eost : Un Tokyo Tower da ginklañ… – Un draig ‘m eus degaset ganin!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: