Roll pennadoù beaj 2014

Evit aesaat ho lennadenn e kinnigan amañ ur roll eus liammoù davet pennadoù ar blog da vare beaj 2014, tu ‘zo deoc’h c’hoari gant an deiziadur ivez evel-just.

Karned beaj :

Sul 7 a viz Gwengolo : Strasbourg – Goude eured ma mignoned, an deiz a-raok tapout ar c’harr-nij.
Lun 8 a viz Gwengolo : Beaj tren ha karr-nij… – Tren davet Pariz ha karr-nij da c’houde!

Meurzh 9 a viz Gwengolo : Erru e Japan! – Ur gerig ur wech erruet er guest-house. Hag ivez : Nozvezh Takoyaki en Osaka – Start eo bet erruout el lec’h emgav met ur sapre nozvezh eo bet 🙂
Merc’her 10 a viz Gwengolo : Kastell Osaka hag Umeda Sky Building – Setu kroget da douristañ! Un droiad kostez kastell Osaka ha nozvezh gant ur sell eus an uhel…
Yaou 11 a viz Gwengolo : Kollet en Osaka – Faziet etre daou santual gant memes anv met dizoloet un templ bamus e plas! Un devezh “c’hwitet” hag a zo deuet kentoc’h brav a-benn ar fin!
Gwener 12 a viz Gwengolo : Bae Osaka, koan souezhus ha karaoke – Ur sapre devezh gant un tamm tro en ur rod vraz, gwelet ur bern loened en akwariom, bevet ur prantad souezhus en ur preti iskis ha bet o kanañ a-bouez-penn!
Sadorn 13 a viz Gwengolo : Kishiwada Danjiri Matsuri hag Okonomiyaki mod Osaka – Ur sapre devezh e kêriadenn Kishiwada evit ur festival bras. Goude un tamm diskuizh omp bet da zebriñ meuz brudet Osaka!

Sul 14 a viz Gwengolo : Sulvezh kostez Iwakuni – Setu echu gant Osaka, bet betek Iwakuni a-raok mont da vMiyajima, da welet pont Kintai, ar c’hastell war an uhel hag all!
Lun 15 a viz Gwengolo : Miyajima – Pourmen betek lein menez Misen, distanañ ha gwelet gouleier noz…
Meurzh 16 a viz Gwengolo : Beurevezh e Miyajima ha mont da Hiroshima – Bet omp o welet temploù ha santualoù an enezenn a-raok mont d’ar gêr vras ha tañva okonomiyaki!
Merc’her 17 a viz Gwengolo : Hiroshima – Devezh o pourmen etre ar c’hastell ha mirdi arz a-vremañ.

Yaou 18 a viz Gwengolo : Mirdi ar manga, kastell Nijō ha tour Kyōto – Un devezh pourmen e kêr ar C’hansai!
Gwener 19 a viz Gwengolo : Uji & Nara – Templ ar pezhioù 10 yen ha park dilezet Nara.

Sadorn 20 a viz Gwengolo : Devezh e Nagoya – Un tamm ehan er gêr vras, a-raok mont da d/Tokyo!

Sul 21 a viz Gwengolo : Tokyo Game Show ha pourmen kostez Ueno – Festival bras ar c’hoarioù video ha liorzh bras Tokyo.
Lun 22 a viz Gwengolo : Sushi e Ikebukuro ha Namco Namja Town – Un devezh er c’harter a anavezomp mat.
Meurzh 23 a viz Gwengolo : Pourmen e Odaiba -Distroet war enezenn artifisel Tokyo.
Merc’her 24 a viz Gwengolo : Shopping e Shibuya ha Harajuku – Dispignoù e-leizh an deiz-se!
Yaou 25 a viz Gwengolo : Capcom Bar e Shinjuku – Ur sapre pred-abadenn ha pourmen er c’harter.
Gwener 26 a viz Gwengolo : Akihabara ha skol-veur Tōkyō – Pourmen e karter otaku hag ober anaoudegezh gant ur vrezhonegerez nevez!
Sadorn 27 a viz Gwengolo : Kreizenn Ainu, pred e Shiodome ha kizhier en Ikebukuro ! – Klasket ‘m eus dizoloiñ un tamm ar sevenadur Ainu, adkavet ur vignonez da greisteiz hag echuet an devezh gant kizhier.
Sul 28 a viz Gwengolo : Mirdi diavaez edo-Tokyo ha keloù fall – Bet on o welet ur sapre diskouezadeg ha da welet ur mirdi plijus dindan an heol tomm, a-raok distreiñ d’an ostaleri ha…
Lun 29 a viz Gwengolo : Pourmen dibal kostez Omotesando – Ma-unan padal ne oan ket sañset ‘m eus divizet klask war-lerc’h a bep seurt traoù davet Omotesando…

Meurzh 30 a viz Gwengolo : Takayama : pourmen er gêr gozh – Krog on gant ma sizhunvezh war an hentoù! Ha setu me er menezioù da bourmen forzh pegement.
Merc’her 1 a viz Here : Eil devezh e Takayama – Ur “c’hastell” ha marc’had ar beure met ivez labour-dorn, tiez kozh, arzhed hag arz!
Yaou 2 a viz Here : Kanazawa : kastell, liorzh, mirdioù ha glav! – Ur bourmenadenn a-feson e Kanazawa daoust d’ar glav e fin an deiz!
Gwener 3 a viz Here : Kanazawa mod sioul – un devezh trankil dre karterioù kozh, ar marc’had…
Sadorn 4 a viz Here : Naoshima – un devezh bale war enezenn an arz!
Sul 5 a viz Here : Okayama ha Kurashiki – kastell ha liorzh hag ur gêriadenn vrav.
Lun 6 a viz Here : Kobe – Baleadenn e straedoù Kobe…

Meurzh 7 a viz Here : Devezh diwezhañ ha beaj distro – Setu echu ma eil beaj…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: