Tokyo Game Show ha pourmen kostez Ueno

Emgav ‘m eus bet da 10 eur gant E&S evit mont betek an Tokyo Game Show : devezh diwezhañ an abadenn, eil o vezañ digor d’an holl.TGS-2014-1 Erruout omp un tamm goude kreisteiz neuze peogwir e tremen e Makuhari Messe e Chiba, un tamm e diavaez Tokyo. Aes eo bet mont e-barzh daoust d’an niver a dud. Ur wech e-barzh : tud, trouz, teñvalijenn, skrammoù ha trouz c’hoazh! TGS-2014-2Ne oa ket re start n’em adkavout en teir sal vras a oa met ne oa ket aes mont war-raok abalamour d’an niver a dud!

Ur bern traoù oa da welet met siwazh e oamp erruet re ziwezhat evit darn vrasañ an “tikidi” a veze roet d’an dud evit c’hoari. Ne oa ket tu da c’hoari neuze 😦TGS-2014-3Bet on me e stal Capcom d’ober un dro met santet ‘m eus e oa badaouet ma mignoned, c’hoant gante mont kuit. Chomet vefen a-walc’h pelloc’h da glask standoù bihan, c’hoarioù “emren” muioc’h met ma unan n’em befe ket padet pell moarvat.

Ma! Adkavet ‘m eus anezho ha bet omp kostez Ueno. Ur plac’h he deus profet din un evaj en ti-gar peogwir ne gomprenemp ket e oa ret paeañ gant ar gartenn Suica.evaj-ueno E a felle dezhi mont d’un tabeodai sushi resis. Klasket hon eus war-lerc’h ar preti e-pad pell spontus, bet zoken o pourmen un tammig e liorzh Ueno, debret ur vananezenn gant chokolad… met roud ebet eus ar preti. DSC06946DSC06951bananez-chokoladGwall skuizh e oan erru p’hon eus komprenet e oa serret al lec’h, ur preti all e plas. Ma, bet omp da zebriñ er chadenn burger “Lotteria”, me ‘m eus tapet ur banne tomm (pumpkin latte) en Tully’s ha setu ni en-dro o straniñ e stalioù a-raok distreiñ d’ar ger. DSC06956DSC06957Ur gibelladennig ha da gousket 🙂kartenn-21-gwengolo

(22 473 paz)

Advertisements

Menez Nokogiri

Abred ‘m eus ranket sevel hirie peogwir e oa emgav da 8e e ti-gar Shinagawa a zo da 1/2eur metro (linenn Yamanote) eus ma zi. Daou eus ar strollad e oamp hag emgav hor boa da 7e20 evit mont kuit. Erruout omp en ti-gar ha graet anaoudegezh gant teir flac’h eus Bro Suis erruet dec’h a rafe ar bourmenadenn hirie ganeomp. Un tamm hir eo bet an hent rak da gentañ tout e rankemp tapout un tren e-pad un eur (linenn Yokosuka, betek ti-gar Kurihama), goude-se ur bus betek ar porzh er gêr-se hag ur vag betek Kanaya, e tu all bae Tōkyō.
ererUr bern erer a oa o heuliañ ar vag ha chomet omp er-maez a-hed ar veaj, plijus-kenañ e oa bezañ tost d’ar mor evel-se! Erruet omp tro 11 eur. Gwelet hon eus da gentañ “santual an amourouzien”, ur c’hloc’h da seniñ evit ur c’houblad ha morailhoù bihan tro-dro.
amourouzienUl lec’h romantel-kenañ eo war a seblant (Kenji en deus diskouezet deomp ur skeudenn ‘oa deuet a-benn da dapout gant ar c’hloc’h, an heol o vont da guzh hag ar Fuji…) Debret hon eus diouzhtu en ur preti boued-mor (evel-just!), en un doare kreizenn kenwerzh, a-benn kregiñ da bourmen goude. Tañvaet ar c’huri japanat ganin neuze! Lâret e vez eo ur meuz eus ar vro peogwir eo bet degaset ar c’huri da Japan dre ar porzhioù-mor gant Saozon. Un tamm disheñvel eus hini Indez eo (kalz teñvaloc’h) met mat ‘m eus kavet!
kariiPal ar bourmenadenn a oa Nokogiri Yama (menez heskenn).
nokogiriyamaBet omp da gentañ e-krec’h ar menez gant ur fungarr. Ur sapre gweledva a zo aze (ha sañset eo gwelloc’h c’hoazh pa vez dizolo an amzer, gwelet e vez ar Fuji hag an Tokyo SkyTree!) daoust d’an amzer bezañ brav ha tomm ne oa ket trawalc’h evit gwelet pell. Domaj eo!
gweledva_nokogiriKroget omp da ziskenn neuze. Da gentañ da welet ar “c’hant-shaku Kanon” (Kanon 30m neuze, shaku o vezañ 30cm), bamus penn-da-benn.
100shakukanonPignet omp c’hoazh da welet an “Ifern” (Rurikô Observatory) a-benn kaout ur gweledva a-feson (uheloc’h e seblant bezañ evit beg ar menez pa erruer a zo da 329m) ha diskennet ar menez o sellout ouzh ar 500 diskibl mein a zo a-hed an hent. En traoñ e vez kavet an Nihonji Daibutsu, ur bouddha 31m uhelder (uhelañ hini Japan!). Bras eston ivez.
ifern1
ifern2

diskibled
nihonjidaibutsu Ur banne evaj a-benn tapout nerzh evit pignat en-dro (Minute Maid rezin gwenn hag aloe, gant tammoù… Iskis un tamm met skañv ha kentoc’h mat!). Berr a-walc’h eo an hent evit pignat en-dro a-benn ar fin (keñveriet gant an hent evit diskenn) neuze n’eo ket bet re start pignat tout ar skalieroù en-dro. Teir siell ‘m eus bet hirie (hini ar vag, hini ar fungarr hag hini ar bouddha bras) ! ^^
Diskennet omp en-dro gant ar fungarr ha bet betek un onsen. An onsen a zo ar c’hibelloù foran hengounel. Ret eo bezañ propr a-raok mont e-barzh an dour, mont en noazh hag an dour a zo tomm (un tamm ouzhpenn 40° e oa hirie da skouer). Paotred ha merc’hed a zo dispartiet evel-just.
Bet on gant unan eus merc’hed Suis (an hini yaouankañ, ar re all n’o deus ket fellet mont), goude bezañ diwisket omp bet er gibell. Hon-unan e oamp! Plijus-tre eo soubañ en dour tomm evel-se, distanus-tre goude an diskenn/pignat skalieroù hon eus graet!
onsenChomet omp un 20 munut bennak en dour d’am soñj, met pep hini ac’hanomp deus ranket mont kuit eus ar gibell d’ur mare zo. Santout a raen ma c’halon o talmañ kreñv-kreñv! Goude, e oamp mezevellet un tamm…
Ne oa neuz ispisial ebet gant Kenji padal an tri all ac’hanomp a oa bet en dour a oa ruz-mik! Ur spont.
Ur prantad plijus eo bet ha distreiñ a rin gant plijadur en un onsen d’am soñj ^^
A-raok kregiñ gant ar veaj distro omp bet o welet ar stalioù en-dro ha prenet ‘m eus ur wastellenn dic’hortoz : baumkuchen ! War a seblant eo bet degaset ar sekred-kegin gant ur prizoniad alaman e-kerzh ar brezel etre Sina ha Japan. Un dibenn-pred “hengounel” eo bremañ e Japan! Gwelet e veze an dud o labourat, brav e oa da welet! Mat-tre eo ar wastellenn ouzhpenn! Ur bern “boued-feur” a oa er stal, en o-zouez ar frouezhenn biwa a vez kavet kalz er vro. biwaUr wezenn ‘m eus gwelet ha moutig-tre oa ar frouezh-feur ^^ Met n’am eus ket kredet prenañ un dra bennak gant blaz biwa evit tañva.
Er veaj distro e oamp holl badaouet goude an onsen. Tañvaet ‘m eus un evaj nevez, te yen pechez ha sakura (met n’am eus santet diforc’h ebet gant un te yen pechez ordinal…). Er bus da vont betek an ti-gar e oan azezet e-kichen ur paotr kozh a zo kroget da c’houlenn eus pelec’h e oan o tont ha tout, ur gaozeadenn dic’hortoz ha plijus (e saozneg). En tren ‘m eus klasket lenn met manet on kousket ha dihunet just a-raok Shinagawa! Aes kenañ eo menel e trenioù ha metro bro Japan ur spont… Ha war memes tro e vez kemennoù ordin evit lârat pelec’h eo erru an tren (dre vras e japaneg, amzer da glevet anv an arsav-lec’h, met e saozneg ivez war linennoù zo), skrammoù a vez ivez evit heuliañ an hent, kemennoù pa vez labourioù/gwallzarvoudoù hag all. Un drugar eo beajiñ gant an trenioù evit ar mare! Ur veajig Yamanote evit distreiñ, prenet udon (toazennoù ed-du) da zebriñ da goan, gwastilli (briochennoù matcha/fav ruz ha gwastilli klaseloc’h gant chokolad, doare cookies un tammig) hag ur banne fanta pechez (kentoc’h plijus!).
Petra ‘vo graet a-benn warc’hoazh? Kevrin!

Meur a gartenn a lakan hirie…

Gwelout a rit Shinjuku ha Chiyoda? Se 'zo kreiz-kêr Tokyo. Ur mennozh neuze eus an hentad tren ha goude-se eus ar veaj gant ar vag betek tu all ar pleg-mor!

Gwelout a rit Shinjuku ha Minato? Se ‘zo kreiz-kêr Tōkyō. Shinagawa a welit ivez, du-hont hon eus tapet an tren. Ur mennozh neuze eus an hentad tren ha goude-se eus ar veaj gant ar vag betek tu all ar pleg-mor!

Beaj war vag ha spisoc'h e-kichen menez Nokogiri

Beaj war vag ha spisoc’h e-kichen menez Nokogiri

Hag ar menez a dostoc'h c'hoazh!

Hag ar menez a dostoc’h c’hoazh!

(13886 paz, met ur bern anezho er skalieroù !!)

Setu erru e Bro Japan…

Kroget eo drol an traoù disadorn peogwir on erruet justik d’an emgav (8e55) ha n’am eus kavet den. Bet o c’houlenn digant ur strollad tud met ne oa ket int ha oa. O kregiñ da soñjal e oa c’hwitet an traoù evidon… Gwelet a ran avat un den o c’hortoz da gaout e diked a anavezan dre fb. Savetaet! Goulennet gantañ perak ne oa den evit reiñ ar paperioù ha tout…Diskouezet en deus din ar plac’h a roe deomp an traoù, kuzhet mik e-touez ur bern tud, dibosupl gouzout piv e oa. E gwirionez e oa unan eus ar strollad gant ur sapre kudenn : ankouaet e baseporzh!!
Ar plac’h he deus ret deomp hon tikidi (etre tan e oa erruet tud all eveldon) ha bet omp neuze o c’hortoz evit eskemm anezho ha lakaat hon malizennoù ha tout. Ar paourkaezh paotr n’en deus bet diskoulm ebet. Met sañset e erruo warc’hoazh.
Hir eo bet al lostad-mañ met goude hon eus bet tro da gaozeal 5 ac’hanomp asambles. Poent e oa mont er c’harr-nij da c’houde. Plaset e oan kentoc’h mat (e-kichen un alez) ha ne oa den em c’hichen! Plijus eo bet ar veaj-se. Prim omp bet evit cheñch karr-nij e Abu Dhabi (tomm spontus e oa du-hont!). En eil karr-nij e oa plijus bepred ar skipailh met hir-tre eo bet ar veaj ha n’on ket deuet a-benn da gousket kalz.
Ret eo bet deomp leuniañ ur baperenn evit ar valtouterez hag ur baperenn evit an envroañ. Strizh a-walc’h eo ar reolennoù e Japan. En ur erruout en aerborzh e vez tapet ur skeudenn ouzhimp ha roudoù hon bizied gant an envroañ ha goulennet un toullad traoù gant ar valtouterezh (perak oc’h aze, e pelec’h emaoc’h o vont, e pad pegeit…).
Goude-se e oa poent mont gant peurrest ar strollad (an doa tizhet 8 den en eil karr-nij ha 10 en gwirionez). Displeget eo bet mat an traoù deomp ha tapet un tren davet Tōkyō (an tren Keisei Skyliner 30 betek ti-gar Nippori ha goude-se gant al linenn Yamanote). Fentus-tre oa peogwir e oa un den a “anavezan” o c’hortoz an tren da guitaat an aerborzh ivez, a zo chomet ganeomp ha gallet ‘m eus komz gantañ un tammig ^^
Erruet omp e karter Ōtsuka e-lec’h m’eo staliet hor letioù. Ranket ‘m eus gortoz ur pennadig gant 2 all peogwir e oa ret kas pep hini d’e gambr (un tamm strewet er c’harter omp). Erruet dirak dor ma zi, ar plac’h a gase ac’hanomp a verz n’emañ ket alc’hwez an nor dall ganti, just hini ma c’hambr. N’hallan ket mont da boz ma malizenn… Emgav hon eus goude gant peurrest ar strollad evit prenañ ar gartenn metro. Ret eo bet din poz ma malizenn e ranndi ar reoù all ha distreiñ gant ar plac’h betek al lec’h emgav. Ur c’hod an hini a zo ezhomm e gwirionez ha n’eo ket un alc’hwez (met ne oa ket ar c’hod war ar paperoù bet roet din na netra)… Ma. Diskoulmet an afer-se. Re skuizh e oan evit mont da Ikebukuro da welet ar stalioù gant ar re all avat, gwelloc’h eo bet din mont da gerc’hat ma malizenn ha klask mont en ti ! Deuet on a-benn ar wech-mañ ha graet anaoudegezh gant div blac’h a zo en ti ivez, ur plac’h eus Bulgaria hag ur Japanadez a gaoze galleg. Tro am bo da welet ar re all diwezhatoc’h (pe get hervez ar merc’hed).
Goude un tamm staliañ, gwelet ma ya en-dro ar rouedad ha strinkadenn e oa poent mont da zebriñ koan peogwir em boa bet emgav.
Tro am bo da gontañ hiroc’h deoc’h diwar-benn an emgav-se moarvat… Plijus-tre eo bet, mat-kenañ ar boued ha dic’hortoz traoù zo.
Ha kroget drol an traoù : tañvaet kig balum kriz ganin. O_O (n’eus prouenn skeudennet ebet, aha!)
N’em eus ket tapet skeudennoù rak skuizh e oan met warc’hoazh e tapin skeudennoù en ur vont kuit rak ur straed vravig a zo e-kichen ma zi. Ret e vo din mont da brenañ boued ivez d’ur mare bennak… ! (re lezirek on bet evit mont d’ur c’hombini en ur guitaat ar preti)

%d bloggers like this: