Tokyo Game Show ha pourmen kostez Ueno

Emgav ‘m eus bet da 10 eur gant E&S evit mont betek an Tokyo Game Show : devezh diwezhañ an abadenn, eil o vezañ digor d’an holl.TGS-2014-1 Erruout omp un tamm goude kreisteiz neuze peogwir e tremen e Makuhari Messe e Chiba, un tamm e diavaez Tokyo. Aes eo bet mont e-barzh daoust d’an niver a dud. Ur wech e-barzh : tud, trouz, teñvalijenn, skrammoù ha trouz c’hoazh! TGS-2014-2Ne oa ket re start n’em adkavout en teir sal vras a oa met ne oa ket aes mont war-raok abalamour d’an niver a dud!

Ur bern traoù oa da welet met siwazh e oamp erruet re ziwezhat evit darn vrasañ an “tikidi” a veze roet d’an dud evit c’hoari. Ne oa ket tu da c’hoari neuze 😦TGS-2014-3Bet on me e stal Capcom d’ober un dro met santet ‘m eus e oa badaouet ma mignoned, c’hoant gante mont kuit. Chomet vefen a-walc’h pelloc’h da glask standoù bihan, c’hoarioù “emren” muioc’h met ma unan n’em befe ket padet pell moarvat.

Ma! Adkavet ‘m eus anezho ha bet omp kostez Ueno. Ur plac’h he deus profet din un evaj en ti-gar peogwir ne gomprenemp ket e oa ret paeañ gant ar gartenn Suica.evaj-ueno E a felle dezhi mont d’un tabeodai sushi resis. Klasket hon eus war-lerc’h ar preti e-pad pell spontus, bet zoken o pourmen un tammig e liorzh Ueno, debret ur vananezenn gant chokolad… met roud ebet eus ar preti. DSC06946DSC06951bananez-chokoladGwall skuizh e oan erru p’hon eus komprenet e oa serret al lec’h, ur preti all e plas. Ma, bet omp da zebriñ er chadenn burger “Lotteria”, me ‘m eus tapet ur banne tomm (pumpkin latte) en Tully’s ha setu ni en-dro o straniñ e stalioù a-raok distreiñ d’ar ger. DSC06956DSC06957Ur gibelladennig ha da gousket 🙂kartenn-21-gwengolo

(22 473 paz)

Advertisements

Devezh e park Nara ha koan e Ōsaka

Tapet an tren (linenn JR Nara Line (Local?)) dimerc’her betek Nara, kêr ar c’hirvi sika! Unan eus lec’hioù “ret” an douristed eo en ur stumm… Ur gêr vras a-walc’h eo (souezhet on bet) met gant un aergelc’h sioul-tre hag ur bern glasvez (e gwirionez, abalamour omp chomet a-sav e ti-gar Kintetsunara ‘m eus gwelet ar pezh a vez galvet “park Nara” dreist-holl… Moarvat eo brasoc’h c’hoazh ar gêr!). Ur bern kirvi sika (Cervus nippon) a zo dieub ha tostaat a reont pa santont boued. Fentus-tre eo.

Ur c'harv o treuziñ an hent war an dreuzenn kerzhourien p'eo gwer ar gouloù en ur zebriñ kartenn un tourist-bennak. Klasel... !

Ur c’harv o treuziñ an hent war an dreuzenn kerzhourien p’eo gwer ar gouloù en ur zebriñ kartenn un tourist-bennak. Klasel… !

reolennou_kirvi_sikakirviBet omp o welet  liorzh Isuen, ul lec’h brav eston! liorzh_isuenliorzh_isuen2Bet omp goude da welet ar Bouddha bras e templ Todai-ji. Sal ar Bouddha bras a zo ar brasañ sal savet gant koad er bed sañset. Dedennus-tre eo e-barzh, gwelet e vez maketenn ar savadur ha penaos eo cheñchet (brasoc’h c’hoazh ‘oa pell ‘zo!). C’hwitet ‘m eus war un dra a ra berzh peogwir e klasken pellaat eus an dud (en ur lec’h e toug chañs tremen e-barzh un toull a zo en un treust koad… Arabat bezañ tev war a seblant!). Ur bern traoù moutig ‘m eus kavet da brenañ avat ^^todaijidaibutsu_naraKerzhet hon eus evit kuitaat ar park ha mont da zebriñ merenn. Ur preti gant un daoliad voued a oa ha debret hon eus un tamm re evit an darn vrasañ (mat oa!). Goude-se omp bet da virdi teñzorioù Kofuku-ji, gant ur bern delwennoù bouddhael chomet mat (traoù kozh-noe a zo, bamus eo!).

kohfuji

Divinet ho peus e oa difennet tapout skeudennoù en diabarzh.

Evit echuiñ omp bet donoc’h er park, betek ur santual brav Kasuga Taisha (hep mont-tre e gwirionez peogwir e oa paeüs).

Kirvi pep lec'h e gwirionez!

Kirvi pep lec’h e gwirionez!

CSI : Nara

CSI : Nara

davet_kasuga_taishakasuga_taisha kasuga_taisha2Tapet hon eus ur bus peogwir e oamp erru pell eus an ti-gar goude bezañ kerzhet a-hed an deiz! A-raok tapout an tren ‘m eus prenet un evaj am boa gwelet alies gant ur bern tud, unan gant acerola. ‘Oa ket re fall! (Evajoù all ‘moa tañvaet hirie met ‘m eus ket soñj pere 😦 )nara_kartennDistroet omp da Gyōto  (JR Nara Line (Rapid Service?)) ha lammet diouzhtu en un tren all davet Ōsaka (JR Kyoto Line (Local?) bep tro) ! Ar wech kentañ e oa da d/Tadashi kinnig an nozvezh-se ha plijet bras e oa. Ul lodenn eus e familh a zo eus Kyōto hag ul lodenn eus Ōsaka ha plijet e oa neuze o lakaat da zizoloiñ ur gêr a blij kalz dezhañ, a zo “fentusoc’h”! ^^ Un aergelc’h disheñvel mik a zo du-hont. Yaouank, buhezek, fentus, trouzus. Sklêrijennet kennañ eo ar gêr, lesanvet stomok Japan!
Chomet omp ur pennadig e 11vet estaj ti-gar Umeda da sellet ouzh ar gweledva diouzh noz…gweledva_nozTapet hon eus ar metro da c’houde evit mont er su (betek Dobutsuenmae?) evit gwelet tour Ōsaka : Tsūtenkaku. Sañset eo bet awenet gant an tour Eiffel… osaka_tourMe gave fentusoc’h e vefe gouest an tour da lârat liv an amzer! ^^ (gwer pa vo heol, gwenn evit ar c’houmoul hag all. Ruz e oa aze, d’am soñj e talvez e raio glav…), aze ivez hon eus gwelet Billiken, a vez gwelet ingal er gêr. Sañset e toug chañs pa vez frotet e dreid… billikenTremenet omp ivez dre alez Shinsekai a oa goulo-mik (un alez gant stalioù eo).  shinsekaiAdkemeret hon eus ar metro etre Ebisucho ha Nanba.

Un templij e kreiz ar straed, leun a van an delwennoù peogwir e vez skoet dour warno !

Un templij e kreiz ar straed, leun a van an delwennoù peogwir e vez skoet dour warno !

Strizh-strizh! Ur straed gant a bep seurt traoù diwar-benn ar c'hoariva...

Strizh-strizh! Ur straed gant a bep seurt traoù diwar-benn ar c’hoariva…

Tremenet omp dre straedoù bihan, ha goude da zebriñ e karter Dotonbori. Ur straed a-bezh gant gouleier, boued e-leizh… Dibab a zo, anat deoc’h! dotonboriBet omp o tebriñ «bizhier bignez» pe kentoc’h kushikatsu er chadenn vrudet Daruma (gant he maskot Daruma Daijin). daruma_daijinAn “Honenzi set” hon eus bet : un digor-pred bihan (kimchee evidon) ha goude-se bignez (kig-moc’h (ar c’hushikatsu klasel), kostezennig kig-moc’h, boulenn kig-yar, boulenn riz (mochi), asperjezenn, silzigenn, fourmaj (menam!), patatez dous (menam adarre!), chifretezenn, fourmaj ha toaz chikuwa (un doare surimi ma fell deoc’h), un û koailh (!), kig-yar fritet (karaage)) !!! Ur reolenn a zo e seurt preti : implijet e vez ar chaous (teñval, sukret un tamm met n’ouzer ket re petra eo resis ^^) a-hed an deiz gant an holl, neuze eo ret trempañ ar bignez UR WECH HEPKEN. N’eo ket re start en ober pe mod all ez eus tu da druchañ en ur gemer chaous gant un delienn saladenn ha lakaat war ar bignez en un asied. Traoù zo a zo da zebriñ gant holen ha hep chaous ivez. E-kichen ar gegin e oamp hag efedus ha prop e seblante an traoù bezañ! ^^ Souezhet omp bet er fin tout peogwir ez eo bet lakaet deomp ar bignez na oant ket bet debret ganeomp (me ‘m eus debret unan a bep seurt, met tud all o deus paouezet a-raok ^^) en ur voest ha tout. Netra kollet! Ur sapre kofad! Un aergelc’h plijus-tre a oa an noz-se, an den nevez-tutaet a oa aze ganeomp c’hoazh ha ne oamp nemet 5 mod all, profitet hon eus mat ha c’hoarzhet mat, anat!kushikatsuEvit echuiñ omp tremenet dre bont ar merc’heta/paotreta (evel-just eo el lec’h-se ‘m eus kavet mat mont da skeiñ en ur paotr hep ober a-ratozh, c’hoarzhet en deus gant e vignoned pa ‘m eus lâret «sumimasen» n’ouzon ket petra a oa kent fentus… ^^) goude straed ar pretioù ha da welet panell “Glico” evel-just, ar reder marathon (unan eus arouezioù Ōsaka). glicoHa setu, poent e oa distreiñ da gousket memes tra! Ur veajig tren ha setu… Plijus-tre an nozvezh ha reiñ a ra c’hoant distreiñ du-hont!kartenn_osaka

kartenn_hollek

Kyōto a zo a-gleiz d’al lenn bras. Nara a zo a-zehou hag Ōsaka a-gleiz (ha tapet ‘m eus skeudennoù en tren war an hent ^^)

(n’am boa ket bet amzer da gargañ ma 3DS el leti, neuze n’eo ket bet ganin! Met kerzhet ‘m eus kalz koulskoude!)

Hakone

Beure-mañ on savet abred a-walc’h a-benn mont da Hakone, unan eus lec’hioù touristelañ Bro Japan. E-kichen al lennoù a zo tro-dro da venez Fuji emañ Hakone, menezioù a zo ha tout. 15 a dud e oamp o vont kuit eus ti-gar Shinagawa ha kaset omp bet gant ur bus prevez. Un eur hanter bennak hon eus lakaet evit tizhout Hakone (kousket ‘m eus a-hed ar veaj pe dost). Glav a oa pa omp erruet e Hakone. Bet omp o welet santual Hakone (Hakone-jinja), un torii brav-eston a zo aze, gant ur sell war ar mor…hakone_jinjaUr santual bet adsavet gant ar shogun kentañ (memes paotr ha Kamakura!) eo. Bet omp betek “kreiz-kêr” Hakone goude da zebriñ. Debret ‘m eus tempura pesked ar vro :  dluzh kanevedenn ha pesked bihan doare sardin un tamm. Mat-tre ‘oa! merennWarlerc’h omp bet da welet Hakone Sekisho. Hakone a oa un “checkpoint” war hent Tōkaidō (an hent etre Tōkyō ha Kyōto da vare edo). Un doare kêriadennig/mirdi eus mare edo eo neuze bremañ.hakonesekishoProfitet ‘m eus evit kemer ur banne kafe gant laezh (tomm) peogwir em boa riv un tammig. C’hoarzhet ‘m eus mat, me lâr deoc’h! (skrivet e galleg, gant un dresadenn stil tiez Pariz hag ur banniel tri-liv… Al livioù a zo ar re vat met an urzh… :D) Pignet omp en-dro er bus (goude bezañ dizoloet un tamm artizanelezh Hakone, ar marketerezh!) ha davet ar menez da welet ar “menez-tan” (aezhenn sulfur)! E-kerzh ar veaj e oamp holl o klask tapout skeudennoù eus menez Fuji! Oa ket ordin gwall vrav an disorc’h… ^^ Parket eo bet ar bus da live ti-fun-garr Owakudani. Kalz bravoc’h oa an amzer ha gwelet hon eus menez Fuji!! Digredus!! ^^menez_tanfujisanHeñcherez an devezh a oa plijus-tre hag amzer hon eus bet da dañva an ûoù du a zo sañset da lakaat da c’hounid 7 bloaz buhez hag all (Krog on da brenañ traoùigoù droch evidon anzav a ran…).kurotamago kurotamago_skritellGoude-se omp bet betek an ostaleri, ur ryokan hengounel eo. Ostaleri Shinanoki eus ar strollad letioù Ichinoyu eo. Un tamm aon ‘m eus bet o welet e oan bet lakaet er gambr gant paotred (an heñcherez a oa sañset da vezañ ganin met distreiñ a rae da d/Tōkyō a-benn ar fin) met un emglev hon eus bet ha kemeret ‘m eus kambr an heñcher evidon ma-unan ^^
Ur gambr glasel eo (lakaat a rin skeudennoù moarvat). Bet on en onsen gant div blac’h all, gwisket e yukata hag all. An onsen diabarzh a oa tamm-pe-damm evel hini Nokogiri met an hini er-maez en deus plijet ar muiañ din!! 😀onsenHa goude-se da zebriñ koan (ur sapre pred, gant nabe hag ur bern traoù all) ha distroet d’an onsen ur wech all!pred_koanMont a refomp ivez warc’hoazh beure a-raok mont kuit 😉
Goude an eil troiad onsen e oa emgav e “kambr ar merc’hed” (all!) gant daou baotr a oa er pred ninja da evañ umeshu… C’hoarzhet hon eus oc’h ober goap eus an drama japanat ha korean a oa er skinwel… Un devezh a-feson ^^

kartenn_pell

Sell a-bell

kartenn_hakone

(diskarget ‘oa ma 3DS neuze n’am eus ket an niver a bazioù)

Kollet e Tōkyō…

Chomet on da gousket un tamm ar beure-mañ ha plijus eo bet goude tout an devezhioù leun-chouk ‘m eus bet! Goude-se on kroget da ober war-dro ma sac’h evit mont da Hakone, Kyōto ha Hiroshima (betek disadorn o tont neuze). Tro kreisteiz ‘m eus bet emgav gant ar re all (estreget unan a zo aet kuit da Hiroshima dija hag a adkavin dilun) goude ur pred omp bet betek Harajuku. Bet omp da gentañ da 4 betek ar santual bras a zo aze : Meiji Jingu. Chañs hon eus bet peogwir e oa ur bern euredoù! Brav-tre ‘oa da welet.meiji_jingueured_shinto Goude-se e oa ret deomp distreiñ d’an ti-gar da gavout ar re all met n’ouzon ket penaos hon eus graet met kollet mik e oamp. Profitet ‘m eus evit tañva ur jug pechez bet kuzuliet deomp gant David dilun, mat ‘oa! Erruet omp betek Shinjuku (e penn all park Yoyogi, en Norzh) war droad o tremen dre hentoù nul a-walc’h ha dindan ar glav-bil. Ne oamp ket imoret mat-tre. Evel-just e oa dale bras ganeomp hag e oa aet kuit ar reoù all. Goude bezañ klasket anezho un tamm hon eus divizet mont kuit da welet un tamm Harajuku. Ur bern stalioù dilhad a zo aze met n’on eus ket gwelet kement-se a dud gwisket iskis pe stalioù ispisial (karter ar c’hiz eo sañset). Un toullad stalioù plijus hon eus gwelet memes tra ha n’on ket bet gouest da chom hep prenañ ur pezh roll masking-tape gant linennoù metro Tōkyō ^^
Bet omp o tebriñ merenn vihan er Starbucks a-raok kenderc’hel. Tizhet hon eus Shibuya buan a-walc’h ha profitet evit gweladenniñ Tower Records ur pezh savadur gant sonerezh. Prenet ‘m eus un toullad pladennoù gant Man With a Mission ^^mwamDistroet omp trankil (dindan ar glav-bil bepred) ha bet da zebriñ koan. Bet on ivez betek ur stal 7 11 n’emañ ket re bell (eus ti E ha S dreist-holl) ha deuet a-benn da gemer arc’hant digudenn! Un tamm nec’het e oamp peogwir hon eus klevet kleier ha sañset eo ar gemennadenn evit lârat e vo ur c’hrenn-douar. Ma, n’eus bet netra met trempet e oan oc’h erruout er gêr. Lakaet ‘m eus tout ma zraoù da sec’hañ neuze gant ar spi ne vo ket re c’hleb ma zraoù evit mont kuit a-benn warc’hoazh! Erru eo hanternoz aze ha n’eo ket sioulaet ar glav c’hoazh… !kartenn

(20 141 paz… !)

Nikkō

Digwener e oa emgav e ti-gar Asakusa ar wech-mañ evit mont betek Nikkō a zo e hanternoz Tōkyō. Un tamm lañs a oa ganin met n’em boa ket bet amzer da zebriñ un dijuniñ klok gant aon kaout dale neuze ‘m eus prenet ur vouest kafe tomm da evañ en tren. Ur sapre tren cheuc’h hon eus tapet (n’ouzon ket hag-eñ oa ur shinkansen met ur bern plas a oa evit an treid ha tout : un Tobu Limited Express Kinu 105 e oa) betek ti-gar Shimo-Imaichi.

Gweledva war vourzh an tren

Gweledva war vourzh an tren

Un eil tren, kalz bihanoc’h hon eus tapet araok tizhout Nikkō (Tobu Nikko Line Local), ti-gar Tobu-Nikko. Erruet omp e Nikkō tro 11eur ha bet da zebriñ diouzhtu en un doare “Diner’s” amerikan e-kichen an ti-gar anvet Kamaya Café le réverbère. Debret hon eus un Nikkōdon, ur volennad riz gant un û ha kig bevin eus ar vro! Mat-kenañ oa. nikkodonGoude-se omp kroget da weladenniñ kêr Nikkō, bet omp gant ar bus davet ar c’harter gant tout al lec’hioù sakr. Un doare tiked hon doa evit an devezh, ar World Heritage Pass (mat e-pad daou zevezh diouzh-renk, evit an estrenien hepken. Ar mont-dont gant an tren, degemer en temploù/santualoù ha beajoù bus e diabarzh Nikkō a zo kontet en tiked. Ret eo tapout trenoù ar gompanunezh Tobu). Kroget hon eus gant ar pont sakr (Shinkyo a dalvez “sakr” pe Futarasan jinja peogwir eo ul lodenn eus santual Futarasan) a zo brav-tre.

pont_sakr Plijus ‘oa aergelc’h ar strollad an deiz-se ha chomet omp holl da brenañ diouganoù bihan a vez gwerzhet alies er santual. diouganBet omp o welet Sanbutsudo (ul lodenn eus templ Rinnoji) a zo o vezañ renevesaet. Fentus e oa gwelet ar pezh savadur da wareziñ an templ. Posupl eo mont e-barzh, traoù ‘zo a vez diskouezet en ur aergelc’h labouradeg/chanter un tamm. Iskis!sanbutsudoKerzhet hon eus betek santual Toshogu, plijus eo an hent evit mont du-hont, gwelet a vez ur bagodenn vrav a-raok tizhout ar santual.toshogu1toshogu2 Touristel-tre eo al lec’h-mañ. Traoù brudet-tre a zo, en o-zouez an “tri marmouz fur“. tri_marmouz Labourioù a oa ivez er santual met posupl e oa mont enno memestra (en ur dennañ (h)e b/votoù!). Un doare pedenn hon eus bet tro da selaou er sal vraz. Ar santual-se a oa bet savet gant TOKUGAWA Ieyasu shogun kentañ rummad Tokugawa.futarasanBet omp betek santual Futarasan hag ivez Taiyuinbyo, bet savet gant mab-bihan Ieyasu, Iemitsu. Un tamm uveloc’h e oa moarvat ^^taiyuinbyoKalz nebeutoc’h a dud a oa aze, ul lec’h brav eo e gwirionez. Un tamm disheñvel eus an traoù bet gwelet betek-hen e oa temploù ha santualoù Nikkō me gav. Touristel-tre eo Nikkō met un aergelc’h plijus ha sioul a zo er gêr. Ur bourmenadenn sioul eo bet an devezh-se. Distroet omp trankil gant ar bus, chomet un tamm tro-dro d’an ti-gar (da gemer adverenn, ur wastelennig tomm papatez dous evidon! hag ur banne “dour sitroñs” na mat na fall, re sukret… ha prenañ un toullad traoùigoù) hag an trenoù (Kinu 132 an hini bras ar wech-mañ)…
bus_nikkotren_bihan_nikkotren_nikkoDiouzh noz on bet betek ur preti dindan ti-gar Nagatacho, ur preti Ninja! Evit mont betek an daol eo ret treuziñ mougevioù ha tout, fentus an degemer.
Mat-kenañ ‘oa ar boued hag ur bern meuzioù ‘oa.predninja

Roll meuzioù diwar lec'hienn ar preti

Roll meuzioù diwar lec’hienn ar preti

Un tamm dipitet omp bet avat peogwir e soñje deomp e vefe bet souezhadennoù a-hed ar pred, traoù o c’hoarvezout pe tud oc’h erruout dre lec’hioù dic’hortoz. N’eus bet netra ispisial. E fin ar pred ez eus bet troioù-hud dispar a-walc’h hag ouzhpenn ‘m eus bet un eñvorenn peogwir em eus kemeret perzh en dro ziwezhañ! ^^
Ur souezhadenn fall hon eus bet holl avat : gouzout a ouiemp e oa ret paeañ an evajoù ouzhpenn met tost an holl n’eus tapet ur c’hocktail bennak peogwir e oant fentus gant an tem ninja. Un tamm feuketoc’h omp bet gant an dour (800 円 ar voutailhad vihan evit pep hini!!) ha dreist-holl o c’houzout e oa ret paeañ 10% eus priz an evajoù evit ar servij (un doare gwerzh-butun met rediet!) 1900 円 ouzhpenn en deus koustet din ar pred neuze! N’eo ket gwall blijus…preti_ninjaMa, fentus ‘m eus kavet an traoù, debret ‘m eus mat-kenañ ha graet ‘m eus anaoudegezh gant tud all a vo e Kyōto ivez setu n’eo ket bet fall pep tra.

kartenn-tokyo_nikkokartenn_nikko

( 10 288 paz)

Pourmen e Tōkyō, adarre!

Bev on c’hoazh! Ma digarezit evit an didrouz met gwall dapet on bet, anat deoc’h.
Dilun e oa emgav gant David a ra war-dro ul lec’hienn (pe meur a hini zoken!). O vevañ emañ e Bro Japan abaoe ur pennadig bremañ ha kinniget en deus deomp lec’hioù a blij dezhañ. Kroget eo an devezh tro-dro da di-gar Shimbamba. Da gentañ un templig (hini Kitashinagawa?) ha goude santual Shinagawa. shinagawaHon heñcher en deus kinniget deomp tañva traoùigoù (gwastilli apero ha chokolad). E karter Shinagawa ez eus roudoù tiez kozh (‘m eus ket soñj e peseurt danvez e oan graet), un aergelc’h disheñvel-mik eus karterioù all, sioul ha chomet un tamm “war-lerc’h” en ur stumm… bamus a-walc’h eo (ha plijus!). ti_kozhTremenet omp war ur pont kostez Miura, ur bern gwez kerez e bleuñv a oa c’hoazh. pont_sakuraUn tren Pokémon hon eus gwelet ^^ (e-kichen ti-gar Tamachi)
tren_pokemonChomet omp a-sav da ziskuizhañ un tamm e-kichen Shibaura, war un doare terasenn. Brav eston ‘oa an amzer. Bet omp goude war ar Rainbow Bridge da gaout un tamm sell war ar bae hag ar gêr a-bell. sell_rainbow_bridgeTapet hon eus ar metro emgefre (linenn Yurikamome) a zo heñvel un tamm eus metro Roazhon (evit ar mont en-dro hañ). Ur metro diavaez eo ha neuze e c’haller kaout ur sell war ar gêr e-pad ar veaj. Plijus ken-ken!
yurikamomeDiskennet omp e ti-gar Shinbashi ha tremenet dirak “horolaj Miyazaki” (treset gant MIYAZAKI Hayao. Keuz ‘m eus, n’on ket deuet a-benn da welet an horolaj d’an eurioù e-lec’h ma teu da vev, gant sonerezh HISAISHI Joe ha tout!)
horolaj_miyazakiPignet omp goude-se e-krec’h tour Dentsu (un embregerezh bruderezh eo ma ‘m eus komprenet mat. Ur mirdi a zo en tour hag ar gweledva a zo unan a-feson, digoust ouzhpenn.) An tisavour Jean Nouvel en deus savet an tour-se.dentsuWar ar skeudenn e c’hallit divinout marc’had pesked Tsukiji (gant an toennoù glaz). Bet omp da zebriñ ur bento e-kichen ar rinier (ha da evañ ur banne te jesmi yen evidon, met n’am eus ket kavet mat tamm-ebet 😥 ), dindan ar gwez kerez, e Tsukishima (a dalvez “enezenn al loar”! Na brav…) (skeudennet ‘m eus aze ar vag treset gant MATSUMOTO Leiji). David n’eus skeudennet ar strollad ivez war a seblant… ^^ Ul lodenn enezenn artifisiel eo ivez (evel Odaiba) bet krouet ur c’hant vloaz zo bennak.pred_sakura_tsukishima Nepell e oa un doare poull gant bigi dilezet, ur c’harter pesketaerien e oa gwechall hag iskis eo gwelet tout an tourioù uhel tro-dro… bigiTremenet omp ivez dre ur straedig-strizh evit gwelet ur santual dediet d’ur wezenn. Dalc’het eo bet ar wezenn met tiez a zo tro-dro, trapet eo e kreiz ar c’harter. Souezhus! (Na deuan ket a-benn da gavout anv resis ar wezenn-se avat.)
gwezenn1gwezenn2
Da c’houde hon eus debret “melon pan” mat-kenañ (un doare briochenn eo). melon_panTremenet omp dirak koshañ post polis Tōkyō. Ul loen-feur eus maskot ar polis a zo e-barzh ^^
kōbanBet omp ivez dre an Tokyo International Forum (ti-gar Yurakucho) a zo sañset heñvel eus diabarzh ur valum. Ya ya.
tifPignet omp war toenn ti-post kreiz-kêr , ur sell brav a zo war ti-gar Tōkyō.
ti_garTremenet omp en diabarzh (evit tapout ar metro) a zo kitsch un tamm met plijus da welet.ti-gar2Ha setu ni da vont betek Akihabara (c’hwi oar mat, ar c’harter “elektronek)
Tremenet omp dirak un templ (a gav din) e lec’h ma veze enrollet ur c’hoari evit an tele. Fentus. Bet omp goude betek santual Kanda-myōjin. Du-hont e ya ar mangaka da bediñ evit bezañ embannet, ma rafe berzh o labour ha tout (gwerzhet e vez ivez dougoù-chañs evit stourm ouzh ar beugoù urzhiataer!!), ul lec’h dispar. pedennou(Ur briñsez Leia kitsch a zo ivez :D)leiaUr bleiz brav ivez…
bleizHa delioù sakura o kouezhañ… Start eo bet din tapout ur skeudenn dereat met n’eo ket deuet re fall, me gav!
sakura_akihabaraUr bern lec’hioù plijus hon eus gwelet, straedoù bihan dic’hortoz hag all. Ur gwir dizoloadenn.
fugu tren dear_stage invader akihabaraUn “davarn” strizh-tre evit an dud a blij an trenoù dezho, ur sal e lec’h ma vez abadennoù idol (an Dear Stage)… setu un tamm ar pezh hon eus gwelet e karter Akihabara.
Ouzhpenn eo plijus ar paotr hag ur bern istorioù en doa da gontañ. Un tamm displijusoc’h e oa ober anaoudegezh gant tud ar strollad, reoù zo a oa iskis-tre… Chomet omp un tamm a-gostez gant ar c’houblad mignoned ha bet lesanvet neuze “les blasés”…
Un tamm hegaset omp bet ivez gant priz an devezh peogwir e oa bet lâret e koustfe tro 500 円 mont-dont hag en deus koustet 1500 kentoc’h! Un tamm kalz memes tra.
Ouzhpenn-se ‘m eus bevet evit ar wech kentañ ur prantad displijus abalamour d’ar Japaniz a nac’h anzav n’ouzont ket saozneg (pe n’ouzon ket respont tamm ebet) gant aon feukañ an arval : plac’h an ti-post n’he deus komprenet netra d’am goulenn pa ‘m eus goulennet timbroù evit kartennoù post ha rediet he deus ac’hanon da gemer timbroù dastumadeg! Brav int evel-just met kaaaalz keroc’h evit timbroù ordinal. Kontet ‘m eus an istor-se d’ur paotr a zo amañ abaoe ur pennad ha n’eo ket bet gwall souezhet. N’ouzon ket m’eo un teknik neuze evit touellañ an douristed pe ar plac’h na gomprene seurt met un tamm dinervet e oan da c’houde… (kemennadenn neuze d’an dud a resevo ur gartenn : ur sapre timbr cheuc’h a vo!)
Pa soñjan mat, marteze e oamp imoret fall peogwir e oamp skuizh goude ar c’haraoke, piv ‘oar…
Bet on da zebriñ koan en ur preti cheuc’h spontus, ar Benihana (d’am soñj eo ar pred “California” ‘m eus bet). Brudet eo peogwir eo bet Bill Clinton da zebriñ du-hont ha tout. Ar c’heginer a gegine dirazomp war ur blakenn hag un doare “show” e oa penn-da-benn. Plijus-tre da sellet! (n’eo ket dispar ma skeudenn met evit reiñ ur mennozh deoc’h eo)
benihanaUn aergelc’h un tamm drol a oa ouzh-toal avat peogwir ne oamp ket niverus ha n’anavezemp ket an eil re ar reoù all. Ma, saourus e oa, dreist-holl kig bevin Kobe ‘m eus bet ar chañs da dañva! Ur souezhadenn eo peogwir e teuz e gwirionez evel ma vez lavaret…
Echuet eo abred a-walc’h ar pred ha distroet on d’ar gêr. Ar c’houblad all (ma heuliit mat) a zo deuet peogwir o doa laosket o benveg skeudennoù du-mañ hag o doa ezhomm evit an deiz war-lerc’h. Int ivez a oa imoret fall ha neuze e oamp “laouen” holl o chom da gomz un tamm da gontañ an traoù droch bet c’hoarvezet ganeomp…

Kroget omp er Su (kostez Shinagawa) hag adpignet tamm-ha-tamm. Ar pred a oa e hag echuet an traoù e Akihabara.

Kroget omp er Su (Shinbanba) hag adpignet tamm-ha-tamm. Debret hon eus da greisteiz war an tamm enezenn artifisel (Chuo war ar gartenn) ha kendalc’het da bignat betek Akihabara.

(24 825 paz)

Menez Nokogiri

Abred ‘m eus ranket sevel hirie peogwir e oa emgav da 8e e ti-gar Shinagawa a zo da 1/2eur metro (linenn Yamanote) eus ma zi. Daou eus ar strollad e oamp hag emgav hor boa da 7e20 evit mont kuit. Erruout omp en ti-gar ha graet anaoudegezh gant teir flac’h eus Bro Suis erruet dec’h a rafe ar bourmenadenn hirie ganeomp. Un tamm hir eo bet an hent rak da gentañ tout e rankemp tapout un tren e-pad un eur (linenn Yokosuka, betek ti-gar Kurihama), goude-se ur bus betek ar porzh er gêr-se hag ur vag betek Kanaya, e tu all bae Tōkyō.
ererUr bern erer a oa o heuliañ ar vag ha chomet omp er-maez a-hed ar veaj, plijus-kenañ e oa bezañ tost d’ar mor evel-se! Erruet omp tro 11 eur. Gwelet hon eus da gentañ “santual an amourouzien”, ur c’hloc’h da seniñ evit ur c’houblad ha morailhoù bihan tro-dro.
amourouzienUl lec’h romantel-kenañ eo war a seblant (Kenji en deus diskouezet deomp ur skeudenn ‘oa deuet a-benn da dapout gant ar c’hloc’h, an heol o vont da guzh hag ar Fuji…) Debret hon eus diouzhtu en ur preti boued-mor (evel-just!), en un doare kreizenn kenwerzh, a-benn kregiñ da bourmen goude. Tañvaet ar c’huri japanat ganin neuze! Lâret e vez eo ur meuz eus ar vro peogwir eo bet degaset ar c’huri da Japan dre ar porzhioù-mor gant Saozon. Un tamm disheñvel eus hini Indez eo (kalz teñvaloc’h) met mat ‘m eus kavet!
kariiPal ar bourmenadenn a oa Nokogiri Yama (menez heskenn).
nokogiriyamaBet omp da gentañ e-krec’h ar menez gant ur fungarr. Ur sapre gweledva a zo aze (ha sañset eo gwelloc’h c’hoazh pa vez dizolo an amzer, gwelet e vez ar Fuji hag an Tokyo SkyTree!) daoust d’an amzer bezañ brav ha tomm ne oa ket trawalc’h evit gwelet pell. Domaj eo!
gweledva_nokogiriKroget omp da ziskenn neuze. Da gentañ da welet ar “c’hant-shaku Kanon” (Kanon 30m neuze, shaku o vezañ 30cm), bamus penn-da-benn.
100shakukanonPignet omp c’hoazh da welet an “Ifern” (Rurikô Observatory) a-benn kaout ur gweledva a-feson (uheloc’h e seblant bezañ evit beg ar menez pa erruer a zo da 329m) ha diskennet ar menez o sellout ouzh ar 500 diskibl mein a zo a-hed an hent. En traoñ e vez kavet an Nihonji Daibutsu, ur bouddha 31m uhelder (uhelañ hini Japan!). Bras eston ivez.
ifern1
ifern2

diskibled
nihonjidaibutsu Ur banne evaj a-benn tapout nerzh evit pignat en-dro (Minute Maid rezin gwenn hag aloe, gant tammoù… Iskis un tamm met skañv ha kentoc’h mat!). Berr a-walc’h eo an hent evit pignat en-dro a-benn ar fin (keñveriet gant an hent evit diskenn) neuze n’eo ket bet re start pignat tout ar skalieroù en-dro. Teir siell ‘m eus bet hirie (hini ar vag, hini ar fungarr hag hini ar bouddha bras) ! ^^
Diskennet omp en-dro gant ar fungarr ha bet betek un onsen. An onsen a zo ar c’hibelloù foran hengounel. Ret eo bezañ propr a-raok mont e-barzh an dour, mont en noazh hag an dour a zo tomm (un tamm ouzhpenn 40° e oa hirie da skouer). Paotred ha merc’hed a zo dispartiet evel-just.
Bet on gant unan eus merc’hed Suis (an hini yaouankañ, ar re all n’o deus ket fellet mont), goude bezañ diwisket omp bet er gibell. Hon-unan e oamp! Plijus-tre eo soubañ en dour tomm evel-se, distanus-tre goude an diskenn/pignat skalieroù hon eus graet!
onsenChomet omp un 20 munut bennak en dour d’am soñj, met pep hini ac’hanomp deus ranket mont kuit eus ar gibell d’ur mare zo. Santout a raen ma c’halon o talmañ kreñv-kreñv! Goude, e oamp mezevellet un tamm…
Ne oa neuz ispisial ebet gant Kenji padal an tri all ac’hanomp a oa bet en dour a oa ruz-mik! Ur spont.
Ur prantad plijus eo bet ha distreiñ a rin gant plijadur en un onsen d’am soñj ^^
A-raok kregiñ gant ar veaj distro omp bet o welet ar stalioù en-dro ha prenet ‘m eus ur wastellenn dic’hortoz : baumkuchen ! War a seblant eo bet degaset ar sekred-kegin gant ur prizoniad alaman e-kerzh ar brezel etre Sina ha Japan. Un dibenn-pred “hengounel” eo bremañ e Japan! Gwelet e veze an dud o labourat, brav e oa da welet! Mat-tre eo ar wastellenn ouzhpenn! Ur bern “boued-feur” a oa er stal, en o-zouez ar frouezhenn biwa a vez kavet kalz er vro. biwaUr wezenn ‘m eus gwelet ha moutig-tre oa ar frouezh-feur ^^ Met n’am eus ket kredet prenañ un dra bennak gant blaz biwa evit tañva.
Er veaj distro e oamp holl badaouet goude an onsen. Tañvaet ‘m eus un evaj nevez, te yen pechez ha sakura (met n’am eus santet diforc’h ebet gant un te yen pechez ordinal…). Er bus da vont betek an ti-gar e oan azezet e-kichen ur paotr kozh a zo kroget da c’houlenn eus pelec’h e oan o tont ha tout, ur gaozeadenn dic’hortoz ha plijus (e saozneg). En tren ‘m eus klasket lenn met manet on kousket ha dihunet just a-raok Shinagawa! Aes kenañ eo menel e trenioù ha metro bro Japan ur spont… Ha war memes tro e vez kemennoù ordin evit lârat pelec’h eo erru an tren (dre vras e japaneg, amzer da glevet anv an arsav-lec’h, met e saozneg ivez war linennoù zo), skrammoù a vez ivez evit heuliañ an hent, kemennoù pa vez labourioù/gwallzarvoudoù hag all. Un drugar eo beajiñ gant an trenioù evit ar mare! Ur veajig Yamanote evit distreiñ, prenet udon (toazennoù ed-du) da zebriñ da goan, gwastilli (briochennoù matcha/fav ruz ha gwastilli klaseloc’h gant chokolad, doare cookies un tammig) hag ur banne fanta pechez (kentoc’h plijus!).
Petra ‘vo graet a-benn warc’hoazh? Kevrin!

Meur a gartenn a lakan hirie…

Gwelout a rit Shinjuku ha Chiyoda? Se 'zo kreiz-kêr Tokyo. Ur mennozh neuze eus an hentad tren ha goude-se eus ar veaj gant ar vag betek tu all ar pleg-mor!

Gwelout a rit Shinjuku ha Minato? Se ‘zo kreiz-kêr Tōkyō. Shinagawa a welit ivez, du-hont hon eus tapet an tren. Ur mennozh neuze eus an hentad tren ha goude-se eus ar veaj gant ar vag betek tu all ar pleg-mor!

Beaj war vag ha spisoc'h e-kichen menez Nokogiri

Beaj war vag ha spisoc’h e-kichen menez Nokogiri

Hag ar menez a dostoc'h c'hoazh!

Hag ar menez a dostoc’h c’hoazh!

(13886 paz, met ur bern anezho er skalieroù !!)

Previous Older Entries

%d bloggers like this: