Kreizenn Ainu, pred e Shiodome ha kizhier en Ikebukuro!

Ma-unan on bet betek kreizenn sevenadurel Ainu Tokyo, kichen an ti-gar. Kavet ‘m eus digudenn al lec’h met siwazh ne oa netra e saozneg ha den evit degemer ac’hanon e gwirionez. Un droig ‘m eus graet neuze, da sellet un tamm ouzh an traoù a vez diskouezet hag ouzh al levrioù met goude ur c’hard eur bennak em boa graet an dro setu on aet da bakañ ur banne kafe… (ha deuet a-benn da lakaat wifi Starbucks da vont en-dro war memes tro)
Bet on e ti-gar Shimbashi da gavout Kikuko. N’he deus ket kavet al lec’h emgav (dor Shiodome) em boa lakaet met pellgomzet he deus din ha n’eus bet kudenn ebet. Pignet omp e lein un tour (Shiodome City Center) da zebriñ merenn er preti WASYOKUEN SHIODOMETEN ( 和食 えん 汐留店). Mat-kenañ ar boued hag ur sell brav war ar Rainbow Bridge…sell-rainbow-bridgepred-27-gwengolo Sikouret he deus ac’hanon da glask ur gasketenn base-ball evit gwaz ma c’hoar goude met n’hon eus ket kavet : ne vez ket gwerzhet kasketennoù gant logo ur skipailh er stalioù sport…
Adkavet ‘m eus E & S e Ikebukuro goude. Pourmenet hon eus er stalioù kenwerzh, er stal kit kat da skouer…
DSC07177Da glask war-lerc’h ma c’hasketenn (a-benn ar fin!) ha betek Tokyu Hands evel-just. Pignet omp betek an Nekobukuro a zo disheñvel eus un neko cafe : ul lec’h evit ar c’hizhier hag an dud a c’hall pourmen e-barzh (n’eo ket ur c’hafedi gant kizhier o pourmen neuze). Kalz plijadur hon eus bet! Istorioù spontus ar c’hizhier (emgannoù ‘oa etre reoù ‘zo da vareoù zo), reiñ boued dezho, tapout skeudennoù…

This slideshow requires JavaScript.

Ul lec’h sioul a roe c’hoant kousket un tamm 🙂 Bez e oa kanaouennoù Disney e mod luskelloù, plijus ‘oa! Bet omp goude war-droad betek Otsuka. Gwelet hon eus an ti-gar a zo cheñchet-mik (ur greizenn kenwerzh a zo bremañ) ha bet o tebriñ sushi a dro. Goude omp bet o pourmen betek hon tier gant ar skornenn azuki a blije kement da E&S un droiad leun a hiraezh ha sioul. E-kichen hon ostalerioù o bet o pourmen ivez… Un nozvezh a-feson!

(22 050 paz)

Advertisements

Sushi e Ikebukuro ha Namco Namja Town

Dilun omp bet da Ikebukuro. Fentus ‘oa gwelet en-dro lec’hioù a anavezemp mat. Bet omp en Tokyu Hands, e kreizenn kenwerzh Sunshine… Bet omp o tebriñ sushi a dro ivez, mat-kenañ ‘oa ha ne oa ket ker!sushi-ikebukuro-1

DSC06964Goude se omp bet da Namco Namja Town, un doare kreizenn dudi iskis gant boued ivez. A bep seurt aergelc’hioù a zo. DSC06981A-benn ar fin e oa plijus pourmen hepken evel hon eus graet (kemeret hon eus ur skornenn ivez met ne oa ket dreistordinal).DSC06970 An tu “spont” gant istorioù hengounel Japan a oa spontus e gwirionez, graet mat-tre! DSC06984namco-namja-town-3namco-namja-town-4Laouen e oamp o vezañ bet a-benn ar fin. Bet omp goude betek ur savadur gant ur bern stalioù dafar cosplay. ikebukuro-cosplay-1ikebukuro-cosplay-2Distroet omp d’hon ostalerioù a-raok mont da zebriñ. Bet omp en ur preti japanat, ne oa netra e saozneg… Un tamm trapet e oamp! Mat ‘oa ar boued met ker a-walc’h (d’am soñj hon eus bet da baeañ an dour). C’hoarzhet hon eus mat peogwir ‘m eus galvet an ostizez hep gouzout din en ur douch ur seurt boest gant sinoù ar zodiak a oa war an daol… boest-galv-iskisUn tamm naon oa ganeomp en ur guitaat ar preti, bet omp neuze o kemer un dibenn-pred er c’hombini a-raok mont da gousket!

(15 381 paz)

%d bloggers like this: