Sulvezh kostez Iwakuni

Poent e oa klozañ pep tra ha prientiñ da dapout an tren! Divizet hon eus mont betek Iwakuni a-raok mont da vMiyajima. Kemeret hon eus traoùigoù da zebriñ e «vie de france» ha tapet an tren kentañ da 10eur30. Spi ‘m eus e adkavin ma malizenn e Hiroshima ^^tren-iwakuniEn tren ‘m eus debret ma c’hroissant fav ruz ha ma doughnut bihan sitrouilhez. Mat ‘oa met un tamm poan gof ‘m oa goude. Erruet omp e Shin-Iwakuni hag un tamm nec’het e oamp : pelec’h laoskel ar seier? Penaos mont betek pont Kintai (ar pezh a felle deomp gwelet)? Un tamm skuizh ha dinervet oamp tout, santet ‘m eus oamp imoret fall un tamm, aon ‘m eus bet o defe bez keuz selaou ouzh ma c’hinnig. A-benn ar fin omp erruet digudenn betek ar pont. Un tamm poan hon eus bet o kavout peadra da zebriñ avat, evurusamant e oa ur 7/11! Debret hon eus en disheol peogwir e oa tomm-berv ur wech ouzhpenn. bento-iwakuniAet omp goude betek ar pont a oa o vezañ dreset siwazh neuze ne oa ket gwall vrav da welet 😦kintai-kyoBet omp eus tu ar menez da bourmen (e park Kikko) ha pignet gant ar fungar betek lein ar menez! Ur c’hastell a zo aze war an uhel, ur bam!
kastell-iwakuniUn doare mirdi a zo e-barzh hag ur sell eus ar bravañ war ar mor hag ar menezioù… Na brav!kintai-kyo-mirdisell-eus-kastell-iwakuniLaouen e oan bezañ deuet.
fungar-iwakuniDiskennet omp en-dro met serret e oa dija lodennoù zo eus an traoù da welet. Pourmenet omp e-kichen un templ (pe santual Nishikigawasui ?) a-raok distreiñ sioul da dapout ar bus hag all.iwakuni-1iwakuni-2 Chañs bras hon eus bet e keñver timing bewech! Erruet omp a-benn ar fin e Miyajima ha kavet buan al leti (Sakuraya). Iskis e oa gwelet kement a estrenien pep lec’h (goude ar matsuri hag Iwakuni a seblante bezañ kentoc’h lec’hioù touristel evit Japaniz). Ur festival ‘vo war a seblant warc’hoazh da noz se n’eo ket fall! C’hwitet hon eus ar c’huzh-heol met bet omp o tebriñ boued mat kenañ en ostaleri mame tanuki (ur c’hurri japanat gant riz ha istr fritet evidon = menam!) hag o pourmen kostez an torii diouzh noz. Setu, gwelet ma “Nihon sankei” kentañ (tri gweledva bravañ Japan) ! kuri-istrtorii-nozN’on eus ket bet amzer da vont en onsen araok na serrfe met tu ‘vo da vont warc’hoazh! E&S n’o deus ket c’hoant mont d’ober ar valeadenn setu e rin ma unan met n’eo ket gwall dra 🙂
Setu me er gambr o sellet ouzh ar skinwel japanat, hep rouedad (mont a ra en-dro un tamm er sal degemer ha setu tout…). Hast ‘m eus da welet an enezenn diouzh an deiz! 🙂kambr-miyajima

kartenn_14_gwengolo

Hentad etre Osaka (a-zehou), Iwakuni (muiañ a-gleiz) ha Miyajima

kartenn_iwakuni

Kartenn Iwakuni

kartenn_miyajima

Miyajima

(13 989 paz)

%d bloggers like this: