Kōbe

A. & J. a welin emberr a-benn ar fin. Feson glav a zo (ma n’eo ket gwashoc’h) hag int ‘zo vont da bourmen e Kyōtō. Gwelloc’h eo din pourmen e Kōbe ha kaout emgav ganto evit koan neuze.
Diskennet on da dapout an dijuni (mat-tre) ha mont betek ur santual a seblant brav : Ikuta, a zo kichen Tokyu hands (stranet ‘m eus ha prenet profoù diwezhañ du-hont neuze).

This slideshow requires JavaScript.

Tremenet on goude-se e-kichen moske Kōbe (me grede e oa kalz brasoc’h, moske koshañ Japan eo) met n’am eus ket kredet mont peogwir n’em boa netra evit mouchañ ma blev. DSC08960Goude-se on pourmenet betek Sannomiya o tremen dre straedoù bras hag a-hed “straed ar bleunioù” betek park Higashiyuenchi. War an hent ‘m eus gwelet un draig fentus ivez… IMG_0038DSC08962DSC08964Pignet on e tour ti-kêr Kōbe da welet ar gweledva ha bet o kemer ur predig en ur c’hombini ha debret e-kichen ar park.DSC08965DSC08970Goude-merenn on bet kostez ar porzh kentoc’h, e lodenn park Meriken. Un doare mein-koun diwar-benn krenn-douar bras Hanshin (1995) a zo aze e-tal ar mor, hag ivez tour Kōbe (met un tamm ker en deus seblantet din setu n’on ket pignet). DSC08984DSC08986DSC08999Plijus ‘oa pourmen aze daoust d’an amzer. Tremenet on dre straedoù Nankinmachi (Chinatown Kōbe) goude, a-raok chom a-sav evit debriñ adverenn e Starbucks (ha kaout bod rak glav bil oa).DSC09014DSC09016IMG_0041 Emgav em boa gant J&A e-kichen Tokyu hands. Bet omp en ur preti legumaj nepell anvet Yaoya-farm. A bep seurt boued eus ar vro a zo, ur bar saladenn, hag a bep seurt meuzioù awenet gant boued italian pe european… Kemeret goude ma fladad saladenn un dartezenn chifretez ha goude-se un dibenn-pred gant patatez dous. DSC09029DSC09030Plijus-tre oa skipailh ar preti. Goude-se omp bet o kemer ur banne kafe en ur c’hafedi ken plijus all, traoù tro-dro d’ar marc’h-houarn a oa (hag ur sapre strollad tud o riboulat ^^), anvet nomadika. Laouen on bet oc’h ober anaoudegezh ganto a-drugarez d’ur genseurtez eus Roazhon 🙂
Distroet on da straniñ er gambr, evet ar banne ‘zo bet profet deomp en ostaleri ha prientet pep tra. IMG_0046 Nozvezh ziwezhañ e bro Japan! 😥

kobe(19 111 paz)

Advertisements

Uji & Nara

N’hon oa roet eur ebet hirie peogwir e oamp un tamm skuizh. Savet on un tamm a-raok 10 eur. O tebriñ ‘oan tro 10eur15 p’eo kroget tud an ti da naetaat, ar santimant ‘m eus bet bezañ o jeniñ an holl, displijus a-walc’h e oa. Goude ‘m eus adkavet E&S, tapet hon eus an tren JR davet Nara ha soñjet e paouezfemp da vareoù ‘zo (meur a dra a felle din gwelet war an hent). Diskennet omp e Uji da welet ar Byodo-in a zo an templ a zo war ar pezhioù 10 yen.ti-gar-ujiDSC06827 Plijus-tre eo al lec’h. Un tamm dipitet omp bet o vont e-barzh avat, peogwir ez eus labourioù pep lec’h ha n’eo ket ken bamus hag ar pezh ‘oa bet diskouezet er mirdi kentañ… Ma, n’eo ket grevus-tre! En ur zistreiñ davet an ti-gar ez eus bet kinniget deomp tañva ur banne te sukret (brudet eo Uji evit an te). Mat-tre oa, chomet omp da dañva ur bern traoù! ^^

Bet omp goude betek Nara, debret hon eus ur c’hurry evel dec’h a-raok mont davet Nara Dreamland a zo ur park dudi doare Disneyland a zo dilezet mik abaoe 2006. Difennet eo mont war an dachenn met gwelet ‘vez lodennoù zo eus an hent.DSC06850DSC06866 Ur sapre avantur eo bet peogwir e oa ret mont war an hent ha tout (n’eus riblenn ebet), trouzioù iskis ‘oa da vareoù zo, un tamm nec’hus an aergelc’h! Plant pegus a oa war vord an hent ha merzet e veze diouzhtu war hon dilhad pelec’h e oamp bet o pourmen… Met ‘m eus ket keuz da vezañ bet! Kollet e oamp e Nara goude, lakaet on eus pell a-raok kavout an ti-gar, goulennet hon eus digant ur plac’h a seblante diasur da vat… Met kavet hon eus a-benn ar fin. Pezh e zo e oa dale ganeomp evit ar pred a oa bet prientet e guesthouse E&S! Me ‘zo bet d’ober war-dro ma sac’h buan-ha-buan evit gounit amzer warc’hoazh a-raok adkavout anezho. Plijus-tre eo bet an nozvezh, debret nabe hag ur wastelenn a-feson, c’hoarzhet, sellet ouzh skeudennoù eured E&S… Ur skosez a oa aze, plijus ar plac’h! Un nozvezh a-feson eo bet, anat! Eskemmet ‘m eus ma skeudennoù gant reoù Kazuyo ha bet on o kousket…

kartenn-19-09-hollek

Hentad hollek an devezh

kartenn-uji

Uji

Nara

Nara

Nara Dreamland

Nara Dreamland

(25 681 paz)

Mirdi ar manga, kastell Nijō ha tour Kyōto

N’am eus ket kousket mat-tre er guesthouse, fin kenañ ar vatarasenn ha pozet war ur blankenn… Ouzhpenn-se e oa ur plac’h o tiroc’hal er gambr! Savet on memestra evit mont da virdi ar manga. mirdi-manga-kyotoPlijus-tre al lec’h! N’eus ket ar gwir da gemer skeudennoù met a bep seurt a zo, ur sal diwar-benn an diazezoù (embann, istor hag all) ha diskouezadegoùigoù. En ur skol emañ ar mirdi ha kalz pezhioù ‘zo chomet evel ma oant.
Distroet on d’al leti ha bet o tebriñ curry e chadenn CoCo gant E&S, a-raok mont da welet kastell Nijō. nijo-1DSC06758Ur savadur plijus-tre eo, miret giz-kozh (ha n’eo ket deuet da vezañ ur mirdi gant diskouezadegoù a bep seurt evel kalz reoù all). Al liorzh a zo plijus ivez. DSC06762DSC06776Tapet ‘m eus an tren evit mont d’an templ e-kichen met faziet on tren, ne chome ket a-sav en arsavlec’h-se! Neuze on bet o tebriñ adverenn er starbucks (gwastelenn pumpkin pie an diskar-amzer 🙂 ) a-raok pignat e lein tour Kyōto. Ur sell a-feson a zo eus aze, an heol a groge da vont da guzh trankilik ouzhpenn. DSC06805Distroet d’ar guesthouse. Da 7eur noz ‘moa emgav gant E&S. Bet omp er c’harter kenwerzhel gant straedoù goloet ha bet o tebriñ chirashi sushi. Mat-tre oa! Distroet omp sioul war-droad…kartenn_18_gwengolo(28 342 paz)

Hiroshima

Debret dijuniñ en ostaleri, mat e oa. Bet omp gant E&S betek kastell Hiroshima, dre ar park. Sioul ‘oa an traoù hag un diskouezadeg dedennus ‘oa diwar-benn tokarnoù e stumm loened! Siwazh ne oa ket ar gwir da dapout skeudennoù.hiroshima-diskouezadegkastell-hiroshimasell-hiroshimaBet omp goude da straniñ e stalioù ar straedoù kenwerzhel, prenet ‘m eus ur re bravigoù-skouarn luchador met siwazh eo fals bravigoù (da biñsañ war ar skouarn) 😦 … a-raok mont da v/Mac Donald’s da dañva an hamburger ispisial evit an diskar-amzer (kroget adalek hirie) gant togoù-touseg (Kinoko Tsukimi burger, nevez ar bloaz-mañ). Kemeret ‘m eus ivez ar Mc Shake patatez dous (n’eo ket ken mouk hag ar pezh a vez lâret ^^).
mac-do-diskar-amzerGoude-se on bet o kerc’hat ma sac’h kein en ostaleri ha d’e lakaat en ti-gar. A-raok mont da bourmen betek park Hijiyama. Un dorgenn eo e Hiroshima hag ur sell brav a zo eus an uhel. Un aergelc’h all penn-da-benn. hijiyamaBet on o welet levraoueg kêr ispisial manga, sioul an traoù… DSC06730A-raok mont da welet mirdi arz a-vremañ a zo e-kichen.DSC06739Dedennus ‘oa an diskouezadegoù. Ispisial-tre oa an eil, gant oberennoù Doris Salcedo, awenet gant darvoudoù ar 6 a viz Eost 1945. Anzav a ran on bet fromet…
Deuet on a-benn da dapout tren 4e17 evit mont betek Kyoto. Tremenet mat ar veaj.
Erruet on tro 6eur30 ha bet betek an ostaleri war droad… Ur sapre fazi! 5 kilometr ‘m eus bet d’ober gant ma sac’h kein pounner!! Skuizh marv e oan hag erruet on tro 8eur noz. N’on ket bet plijet kement-se gant ar guest house (Hannari) ouzhpenn…kambr-kyotoUn tamm diwezhatoc’h ‘m eus adkavet E&S evit debriñ koan en ur chadenn simpl (matsuya) met n’am eus ket bet c’hoant da straniñ re…kartenn_17_gwengolo(28 874 paz)

Kishiwada Danjiri Matsuri hag Okonomiyaki mod Osaka

E ti-gar Nanba hon eus adkavet Kazuyo ar wech-mañ a-benn mont da Gishiwada evit ar festival bras a vez bep bloaz enno. Pep santual/karter a bourmen e santual hezoug ha goude ez eus doare redadeg kirri koad gant tud o sachañ anezho ha reoù all warno o lammat hag o seniñ. En tren ez eus un den en deus komzet ganin, iskis e oa, abaoe penn-kentañ ar veaj e selle ouzhimp hag eo chomet tost padal oa ur bern plas e pep lec’h. Goulennet en deus diganin da belec’h oan o vont. Disfiz ‘m eus bet un tamm met ur studier e oa e gwirionez a felle dezhañ komz e saozneg! ^^
Kroget omp o vont e ti an douristed hag ur sapre degemer a oa graet deomp! Treuzwisket evit ur skeudenn, aterset, roet profoù deomp!! Moarvat ne vez ket kalz estrañjourien o tont. Tomm-berv e oa an amzer. Bet omp o pourmen betek kastell Kishiwada. kishiwadajokishiwadajo-liorzhGoude hon eus klasket boued er standoù bihan a oa pep lec’h. Debret ‘m eus kokombrez splujet en un dourenn pesked ha n’ouzon ket petra hag ur c’hraker morgazh gant tempura, chaous hag un û e stumm ur galon (tamagoyaki-senbei?). tamagoyaki-senbeiMat e oa met ne oa ket aes da zebriñ er straed evel-se! Klasket hon eus ur plas evit gwelet an dibunadeg. D’am soñj ‘m eus tapet un toullad skeudennoù ha videoioù a-feson! Un den a zo deuet da welet ac’hanon, an holl a soñje dezho e oan liseadez -.- Ur plac’h a labour en ostaleri he deus anavezet ac’hanomp ivez, fentus oa!

This slideshow requires JavaScript.

Un tamm skuizhet gant an heol omp distroet d’ar gêr. Laosket ‘m eus ma flas d’un den kozh en deus lâret kenavo deomp p’omp diskennet ^^ Setu ni er guesthouse ha strinkadenn, pakañ ar seier, diskuizhañ sioul…
Prientet ‘m eus ivez kasadenn ma malizenn gant plac’h an ostaleri. A-raok adkavout Kazuyo ur wech ouzhpenn evit tañva an okonomiyaki a-benn ar fin!! Pevar hon eus debret, lipous e oa!

okonomiyaki-osaka-chaousokonomiyaki-osaka-1okonomiyaki-osaka-2Goude omp bet o tapout ur frozen yogurt a oa mat-tre ivez! frozen-yogurtHa bet o pourmen en-dro kostez Dotonbori, en don quijote bras divent ha leun a dud ha war vord ar rinier, sioul…donkiFentus eo pegen disheñvel eo ar straedoù ha pegen buan e tremener eus un aergelc’h trouzus, gouleier pep lec’h, d’unan sioul ha teñval. Poent e oa lârat kenavo da Gazuyo (met gwelet a vo en-dro e Kyoto?) ha mont da gousket.

Videoig graet gant Kazuyo ^^

kartenn_13_gwengolokartennkishiwada13_gwengolo_osaka

(21 526 paz)

Bae Osaka, koan souezhus ha karaoke

Deuet eo an holl a-benn da sevel hirie ha deuet eo Kazuyo da gerc’hat ac’hanomp evit mont da g/Kaiyukan, akwariom bras Osaka. Kroget omp o vont er rod vraz a zo e-kichen (Tempozan ferris wheel), en ul logell treuzwelus. Na brav e oa!
tempozanCIMG7133bae-osakaDebret hon eus boued korean a-raok mont en akwariom (Bulgogi evidon).
bulgogiSavet eo mat-tre ar savadur hag ur bern loened mor pe get a zo da welet. Treiñ a reomp tro-dro d’ar poulloù en ur ziskenn neuze ez eus a bep seurt savoù-poent evit gwelet al loened. Er stal ‘m eus prenet ur bern traoù, ur spont!!

This slideshow requires JavaScript.

Un tamm sonerezh a glotfe mat gant tout se… ^^ : http://www.youtube.com/watch?v=41UfmXYD6JY

Goude un tamm adverenn omp aet davet ar preti a oa bet miret gant Kazuyo. Ne oa den bet kazi er preti a zo savet evel bigi war an dour, iskis-kenañ! Ur chadenn anvet Zauo eo, meur a breti a zo e Japan.preti-bagUr sapre kofad ‘oa ha S en deus pesketaet ur pesk er poull tro-dro. Bep tro ez eus ul lid, an dud o huchal ha tout. Un tamm souezhet omp bet o welet ar pesk prest goude… Seblantout a rae bev c’hoazh, gwir eo hon eus goulennet sashimi ha ket un dra poazh pe fritet… Na kriz e oa. Er fin ez eus bet ur souezhadenn evit lidañ eured E&S. Ur prantad iskis eo bet neuze hag ur sapre tra da vevañ, anat!
Pourmenet omp kostez Dotonbori, er straedoù bras ha bihan, er stalioù dindan douar… dotonborikazh-mogerA-raok tizhout ar c’haraoke (chadenn Karaoke Rainbow). N’eo ket ker tamm ebet. Adkavet hon eus div vignonez da Gazuyo hag ur mignon dezhi.  room-42Ur werenn a zo gant pep hini ha tu ‘zo da vont da gemer an evajoù on-unan. Peadra da gemer skornennoù doare sundae a zo ivez! Tro 8eur30 e oa ha chomet omp kazi betek hanter-noz, evit tapout an tren diwezhañ…

Videoig graet gant Kazuyo 🙂

kartenn_12_gwengolo(12 233 paz)

Kollet en Osaka

Kalz trouz ‘zo bet e-pad an noz ha chomet eo E&S da gousket diwezhat. Un tamm hir ‘m eus kavet ma amzer met evel-se ‘m eus adtapet dale war a bep seurt traoù.

Aet omp kuit davet ar santual a felle din gwelet, war droad. Kavet hon eus ur 100 yen shop dreist war an hent ha prenet un toullad traoùigoù. Kollet-mik e oamp goude met ur plac’h a gomze mat-tre saozneg he deus sikouret ac’hanomp. Ar pezh a zo e oan titouret fall ha ne oa ket tamm ebet ar santual a felle din gwelet! (Fellout a rae din gwelet santual Yasaka. Met hini Namba ha ket hini Fukushima! Ahaha! -.- Faziet e oan neuze en ur glask war ar gartenn.) Na dipitet e oan!!
Yasaka-jinja-fukushimaBet omp o prenañ boued goude ha chomet omp gwasket abalamour d’ar glav. Me hag a soñje mont betek ur park e diavaez Osaka en Norzh, tapet berr e oamp! Chomet omp a-sav e Kyobashi peogwir hon oa amzer ha pourmenet un tamm er straedoù. Begin-kyobashi-1Begin-kyobashi-2Begin-kyobashi-3Klasket hon eus mont kentoc’h davet Nipponbashi goude, e-lech m’emañ karter ar manga met ur wech ouzhpenn n’hon eus ket dibabet mat-tre. Bet omp en ur greizenn kenwerzh ha da gemer un tamm adverenn hag e plas hon eus kavet dre zegouezh un templ bamus da vat! Isshinji eo. O serriñ e oa met amzer hon eus bet da bourmen un tamm memestra. Iskis-tre ha brav kenañ. Ouzhpenn e oa an heol o vont da guzh. Un istor iskis a zo bet gant ar gward hag E a oa o c’hoari gant ur c’hazh… ^^Isshinji-1Isshinji-2Isshinji-3Isshinji-4Isshinji-5Bet omp goude da welet an tour a ro liv an amzer (Tsūtenkaku) ha da bourmen e straedoù leun a livioù, boued e pep lec’h…tsutenkakuShinsekai Skeudennet omp bet gant un tourist d’ur mare zo, iskis oa ^^ ha bet o tebriñ kushikatsu. KushikatsuMat ‘oa ar boued, distroet omp sioul d’ar guest-house ha debret traoù bet prenet er 100yen shop ouzh ar beure evel dibenn-pred ^^madigou-sushiMat-tre oa ha plijus fin an devezh daoust d’an traoù cheñchet hag un tamm «forzh petra»…

kartenn_11_gwengolo

(16 611 paz)

Previous Older Entries

%d bloggers like this: