Harajuku hag onsen “mod gwechall”

Kousket kalzig ur wech ouzhpenn, ret eo lârat ne oan ket diskuizhet kalz en deizioù tremen!
Emgav da greisteiz evel boaz ha kollet un tammig amzer. Bet omp oc’h ober prenadennoù “fin beaj”, e Harajuku. harajukuEvidon loeroù hir ha ur c’himono. Bet omp oc’h evañ ur banne kafe en ul lec’h plijus (wired café) ha me ‘zo bet goude betek Shimbashi evit un emgav am boa gant beajourien all eus an ajañs. Erruet on gant lañs ha nec’het on bet un tamm, ne oan ket sur eus al lec’h emgav… Chomet on da c’hortoz ouzhpenn 1 eur! N’eo ket bet fentus, dreist-holl em boa laosket S, E ha B un tamm en un doare trumm (gant ma frenadennoù ouzhpenn -.-“)
Bet on me d’an onsen (ur wech ouzhpenn a-raok mont kuit!), ur massage shiatsu ‘m eus bet. Poanius eo bet un tamm! (met an den n’eus kavet ac’hanon “very cute”! war a seblant…) Ur sapre lec’h bras eo Ooedo Onsen Monogatari. Sañset eo da vezañ e-giz gwechall (mare edo) plijus eo met un neuz “uzin” penn-da-benn gantañ. ooedoonsenmonogatariUn tamm hegaset on bet gant ur familh am boa gwelet dija e-kerzh ar pred yakiniku met plijus e oa an dud all (chomet on da gomz gante e-pad ur pennad). An heñcher ‘zo aet kuit abred met me ‘zo chomet da brofitañ un tamm eus ar gibelloù memes tra! Hir a-walc’h e oa an hent evit distreiñ ha klasket ‘m eus war lerc’h ar re all goude (er gêr, er speak easy) ha c’hwitet war an holl! Un tamm trist e oan. E plas on chomet da gomz gant Sayaka he deus profet bizier din ^^ C’hoant he doa bet da bediñ ac’hanon da zebriñ gant he mignon da greisteiz met ne oa ket aze evel-just! Ur soñj plijus, domaj eo!

(10 404 paz)

Advertisements

Odaiba

Glav a oa en-dro dimeurzh met fellout a rae deomp mont da Odaiba, enezenn artifisiel Tōkyō. Deuet omp a-benn da gaout emgav diouzh ar beure evit ur wech. N’eus ket bet tu d’ober kement a draoù hag a soñje deomp e Odaiba neuze (ar rod vras da skouer) peogwir e oa gleb pep tra ha na veze gwelet seurt. Un tamm tro hon eus graet memes tra da welet an traoù brudet (delwenn ar Frankiz, ar Gundam bras e-kichen ar Gundam cafe hag all).
odaiba
gundamMod all hon eus tremenet an devezh e kreizennoù kenwerzh divent. Diver City, Venus Fort, Aqua City hag unan all c’hoazh. Venus Fort a zo savet e doare ur gêr italian un tamm, kitsch a-walc’h met fentus!venus_fortUn devezh sioul a-walc’h neuze.
buzz_legoTremenet omp er stal Lego (prenet ‘m eus un doug alc’hwez evel-just. Laoskel a ran ac’hanoc’h da glask pe hini), e stal Capcom (un dipit braaaaas eo bet evidon, daoust din bezañ prenet 2 vadj Ace Attorney), e Lush evidon , da evañ ur banne kafe d’ur mare zo hag all.capcom_store Un toullad traoù fentus hon eus merzet : seier bihan plastik a vez roet evit an disglavier, evel-se ne vez ket glebiet pep lec’h. Miret ‘m eus ma hini a-hed an deiz evit chom hep skeiñ ur bern plastik met kavout a ran dreist ar mennozh (n’em boa ket komzet eus ar “parking disglavier” a vez kavet ivez, ul lec’h da lakaat an disglavierioù, a-wechoù gant alc’hwezioù ha tout!). Ur bern stalioù evit ar chas hon eus gwelet ur wech ouzhpenn, unan anezho a oa divent… Hag ur preti evit ar chas zoken!
preti_chasUr bern stalioù evit ar vugale a oa ivez, lec’hioù evit c’hoari. Kavet hon eus ur stal levrioù iskis-tre a werzhe ur bern traoù droch gant sonerezh a bep seurt kreñv spontus e lodennoù disheñvel ar stal (bras oa) etre daou lec’h e veske ar sonerezhioù e doare iskis-kenañ…
E Odaiba an hini ‘m eus gwelet Kit kat wasabi (a fell din prenañ evit ober farsadennoù) (e-touez ur bern boued droch all) met kavout a raen kêr neuze m’eus ket prenet ha goude n’am eus ket adkavet biskoazh! Un tamm keuz ‘m eus bet…
Da greisteiz omp bet o tebriñ en un doare self hag iskis e oa an doare da vont en-dro. Ret e oa dibab ha paeañ ur meuz ha roet e veze deomp un doare pellurzhierez iskis. Pa sonne (gant sonerezh “It’s a small world” a vez klevet e Disneyland… Peadra da dreiñ sod!) e oa ret mont da gerc’hat ar meuz prest!
venus_fort_predKlasket hon eus mont d’ul lec’h iskis, un doare tavarn frañ-mason kuzh met ne oa ket ar ger kuzh ganeomp ^^ Un toullad traoù plijus hon eus tañvaet (un skornenn “sakura” da skouer, gant edaj dindan) ha gwelet.
sakura kittyN’eo ket bet gwall efedus an devezh met ne oa ket kalz tuoù all evit tremen an amzer gant kement a c’hlav!
Diouzh noz e oamp en ur preti, gweledva ar Rainbow Bridge sklêrijennet ha tout… Brav-eston!rainbow_bridge_noz

Ur sell a-dost eus Oidaba.

Ur sell a-dost eus Odaiba.

(12 631 paz)

%d bloggers like this: