Kanazawa mod sioul

Savet on a-raok dek eur, sioul. Tapet skeudennoù eus an ti ha prientet un tamm ar pezh a felle deomp gweladenniñ. ti-kanazawa-keginti-kanazawa-straedDa zek eur hanter e oamp e karter ar geisha, nepell eus an ti, dav treuziñ ar rinier Asano hepken : Higashi Chaya. Ne oa ket kalz a dud.DSC08442 Chomet omp a-sav da gemer ur banne te gant delioù aour. DSC08444Prenadennoùigoù hon eus graet aze (ur bagad bugale o huchal “good morning!” din ur wech ouzhpenn pa oan o c’hortoz Erina dirak ur stal bihan tout :D) a-raok mont da varc’had Omicho ha debriñ ur pladad chirashizushi a-feson. Omichi-1Omichi-2chirashi-omichoGoude omp bet en ul lec’h heverk eus Kanazawa :  santual Oyama.

This slideshow requires JavaScript.

Distroet omp e Nagamachi peogwir e oa sklaeroc’h an amzer memestra!Nagamachi Ha treuze ar rinier Sai ar wech-mañ betek un eil karter geisha gant tiez te (bihanoc’h avat) : Nishi Chaya. SaigawaNishi-ChayaDistroet omp betek an ti da gerc’hat hor seier ha tapet ur bus evit mont d’an ti-gar. Tapet tren 4e01 (Limited Express Thunderbird 34 sañset). Erina a zo diskennet araozon e Kyoto ha bet on betek ti-gar Shin-Osaka da cheñch tren (Sakura 573 6e59) betek Okayama ar wech-mañ. Oc’h echuiñ e oan un danevell eus an dastumad emaon o lenn p’eo chomet sac’het mik ma lenner levrioù niverel! 😦 Erruet on un tamm a-raok 8e (ouzhpenn 430km en holl!). Ret eo bet din klask ma ostaleri (Okayama Sunshine) en noz teñval neuze! Un tamm poan ‘m eus bet met deuet on a-benn goude ur mare. Bez e oa ur skipailh merc’hed aze, evit ur c’hrogad sport moarvat. Un tamm iskis an ostaleri, moketenn lous, c’hwezh butun…kambr-okayama Bet on o prenañ boued er 7/11 ha prientet ma devezh pourmenadenn ‘benn warc’hoazh! Ur sapre hini war ar stern 😉
Ur postel ‘m eus bet digant Air France evit lârat eo daleet ma beaj karr-nij (met eus un toullad munutennoù hepken) sañset ne vo kudenn ebet neuze. Setu, emaon gant an devezhioù diwezhañ dija! Na souezhus pegent buan eo tremenet ur wech ouzhpenn!!kartenn

kartenn-holle

Kanazawa zo e krec’h (met n’eus poent ebet)

(16 256 paz)

Advertisements

Eil devezh e Takayama

Profitet ‘m eus eus an onsen ur wech ouzhpenn beure-mañ etre 7e ha 9e30 evit ar merc’hed. IMG_0234Bet on o kemer an dijuniñ digoust ivez. Daou baotr o deus goulennet diganin penaos e oa an onsen, goulennet o deus ma oan Alamanez ha lâret din ne oa ket un taol-mouezh gall ganin e saozneg, aha… ya!
Bet on betek ur marc’had bihan, hinie Jinya-mae. marc’hadjinya-maeSouezhet on bet peogwir e seblante din e oa bras pa lennen pennadoù diwar-benn-se pep lec’h met bihan e oa, aergelc’h sioul… ha profet ez eus bet din un aval gant ur plac’h kozh he deus tapet ivez ur skeudenn ouzhin ^^ ! aval-takayama Bez e oa ur strollad paotred kozh, unan diouto na selaoue ket ar re all, bet on o lârat dezho e oa galvet gant e vignoned, fentus ‘oa ^^ A-raok mont da d/Takayama Jinya ur wech digor al lec’h. N’eo ket ur c’hastell met miret eo bet al lec’h, pourmenet e vez er savadur ha displegadennoù simpl a zo un tamm pep lec’h. Labourioù ‘oa war an doenn avat.

This slideshow requires JavaScript.

Distroet on da gerc’hat ma zraoù er gambr ha da dapout ar profig a oa pa oa ket bet implijet ar broust-dent (un dra ekologel sañset met a c’hall ivez bezañ un tamm lous. Ma, ur broust-dent a oa ganin setu ne oa kudenn ebet evidon^^) ha skeudenniñ kitell iskisañ ar bed :DSC07961Bet on d’an ti-gar da laoskel ma sac’h kein en ul locker adarre. Bet on o c’houlenn e ti an douristed ma oa mat ar bus a oa o loc’hañ a ranken kemer (bep 40 munutenn e tremen neuze ne felle ket din e c’hwitout!), graet ‘m eus un tamm aon d’ar stajiad yaouank a oa aze, ‘m eus aon! Ma, tapet ar bus digudenn ha setu me neuze o vont da Hida no Sato. DSC07963Ar bus a chom a-sav e-kichen ur stal ha kinnig a ra ivez stalioù labour-dorn (Hida Takayama Craft Experience Center), chomet on d’ober ur boupinell arouez ar vro ar Sarubobo (poupig marmouz), a veze graet gant ar mammoù ha profet gwechall d’ar vugale ha dreist-holl d’ar merc’hed evit kaout un eured a-feson. Bez e oa ur familh oc’h ober un dra bennak ivez e kichen setu e oa ar plac’h oc’h ober war ma zro ha war-dro ar familh. Sioul e oa an traoù ha plijus ober un tamm labour-dorn evelse!DSC07965 Dic’hortoz un tamm met laouen on bezañ kredet ober ha kemeret amzer evit se. Domaj eo ne vefen ket bet kap d’ober meur a dra! ^^
Bet on betek an dachenn “mirdi” goude a-benn ar fin. Evel boaz e Bro Japan e vez tapet skeudennoù en degemer da werzhañ deoc’h goude. Fentus ‘oa un tamm aze peogwir e oa ur bern dafar (ur pezh sarubobo, disheolerioù bihan hag all) ha merc’hed kozh o skeudenniñ ac’hanon peogwir e oan kawaii, ne? ^^
Ma, ar mirdi diavaez a zo tro-dro d’un doare stank hag a bep seurt tiez a zo da welet, tiez miret evel gwechall hag e-barzh e vez kavet traoù diwar-benn micherioù hengounel ha gwelet an dafar ezhomm evit labourat. Brav ‘oa an amzer ha plijus pourmen e giz-se, sioul…

This slideshow requires JavaScript.

Chomet on da zebriñ un tamm bignez (met n’am eus ket soñj petra ‘oant!) er stal…DSC08144… ha bet war-droad betek “kêriadenn ekologel an arzhed” (Hida Takayama Teddy Bear Eco Village), ul lec’h gant ur BERN arzhed feur ha gant traoù sañset da lakaat da brederiañ war an ekologiezh. Iskis-tre eo ar meskaj rak traoù moutik tout a zo ha traoù spontus just e-kichen (lanv du da skouer)… Soñjet ‘m eus kalz em mamm-gozh…

This slideshow requires JavaScript.

Bet on goude betek Mirdi an Arz (Hida Takayama Museum of Art). Ker-tre ‘oa mont barzh met un dastumad traoù digredus a zo gant René Lallique, Gallé, Mucha… Ul lodenn dediet d’ar gwer a zo (boutailhoù kaer da skouer) hag ul lodenn all troet kentoc’h tro-dro d’an arz kinklañ. Ne oa den all ebet er mirdi, chomet on sabatuet dirak kaerder an traoù! Goulennet ‘m eus ma c’hallen tapout skeudennoù ha lâret ez eus bet ya din (gant ma ne tapen video ebet), setu ‘m eus tapet ur bern. En ur vont kuit ‘m eus gwelet ur panel “no photo”… Ma… Ur sell brav-tre a zo war kêr ouzhpenn el liorzh.

This slideshow requires JavaScript.

En ur vont kuit ‘m eus goulennet pegoulz e tremene ar bus hag ar plac’h da lârat din e oa unan a-benn nebeut! Bet on buan er maez ha n’am eus ket bet da c’hortoz pell, gwir eo!
Erruet en ti-gar ‘m eus tapet ma sac’h ha bet en tren diouzhtu (Hini 3e10 al Limited Express (Wide View) Hida 11, a errue da 4e42 e Toyama e lec’h ‘m eus tapet an tren JR Hokuriku Line betek Kanazawa)! Un eur c’hoazh a oa da c’hortoz mod all araok an tren diwezhañ ha na ouien ket mat petra ober goude ur sapre devezhig memestra!DSC08267En tren ‘m eus merzet e oan bet piket brav dec’h evel m’am boa santet! Debret ‘m eus ar wastellennig bet profet en ostaleri ha sellet kalz dre ar prenestr…IMG_0249Erruet on e Kanazawa un tamm a-raok 6eur. DSC08288DSC0828920 munutenn ‘m eus lakaet evit tizhout an ti, en ur gontañ an amzer o c’houlenn sikour digant an dud : n’am befe ket kavet an ti ma-unan, kuzhet-mik en ur seurt ad-straed bihan tout!! DSC08298Pellgomzet ‘m eus da blac’h an ostaleri un tamm goude da ziskouez din an ti. Soñjal a rae din e c’houlennfe ar plac’h diganin kalz muioc’h eget 8000 yen met nann, chomet eo ar priz a oa bet lakaet. Ur sapre ti eo gant tatami, aozet mat, un drugar. Prenet ‘m eus boued da zebriñ er c’honbini ha debret trankil. Prientet ar futon, tapet ur gibelladenn er gibell iskis-tre ha da gousket!
Laouen bras on bet gant ma zroiad da Dakayama, keuz ‘m eus pas bezañ bet o welet ar savadur iskis a zo templ ur relijion nevez : Sukyo Makihari World Shrine na tañvaet kig bevin ar vro.Sukyo-Mahikari-World-Shrine Ret ‘vo din dont en-dro? 😉 En ur ober un dro da Shirakawa-go marteze?takayamahollek

kanazawa(13 843 paz)

%d bloggers like this: