Devezh e Nagoya

Disadorn hon oa emgav da 9 eur evit mont da di-gar Kyoto. Digudenn omp erruet evit tapout tren dek eur a felle deomp tapout. Ha setu ni o vont davet Nagoya! Berr a-walc’h eo ar veaj (un hanter-eur bennak). kartenn-kyoto-nagoyaBet omp neuze da welet un templ bras a blije da E (chomet e oa e-pad ur pennad e Nagoya e-pad he beaj kentañ, pemp bloaz zo) : Ōsu Kannon. Ur strollad studierien n’eus lammet warnomp evit respont d’ur goulennaoueg evit gouzout perak e teue touristed da welet ar c’harter. Jentil ‘oant ha profet o deus deomp un origami, fentus ‘oa. Brav ‘oa an templ met iskis ‘oa ar pichoned e-leizh a oa e-kichen, un tamm spontus zoken. osu-kannonTremenet omp goude dre straedoù goloet gant stalioù, en o-zouez ur stal “Alice” gant un nor izel tout da dremen, fentus e oa. Brav e oa ar stal (met ur gward n’eus difennet din kemer ur skeudenn!). E ha me hon eus kemeret peb a re bravigoù-skouarn. Bet omp o tebriñ en ur fast-food doare Yoshinoya bepred. Un tamm pounner ‘oa ar pred!
Bet omp da c’houde davet an Oasis 21 ur pezh kreizenn kenwerzh. Ur festival tro-dro da Hawaii a oa gant sonerezh ha dañs. oasis-21 E-kichen tour an tele hon eus gwelet ivez ur strollad idol : SKE 48 (Sakae 48). Ne oant ket 48 evel-just met fentus ‘oa ha dic’hortoz!

Pourmenet omp c’hoazh un tamm e stalioù levrioù a-raok mont d’an ti-gar en-dro da gemer hon seier ha da vont en tren. Hir a-walc’h e oa ar veaj ar wech-mañ. kartenn-nagoya-tokyoErruet omp e Tokyo neuze, kollet un tamm gant ar morad a dud, ur familh n’eus bet c’hoant sikour ac’hanomp met ne glaskemp ket omp hent kement-se, just badaouet gant an dud…
Ma, deuet omp a-benn da vont betek Suitengūmae ha bet en hol letioù (ma hini a zo Hokke Inn Nihonbashi). Goude bezañ bet graet an check-in on bet o prenañ traoùigoù da zebriñ el Lawson nesañ. Gwall skuizh e oan forzh penaos. Erruet ‘oa mat ma malizenn (bet kaset er gambr dija!) ha setu me staliet evit ouzhpenn ur sizhun! kambr-tokyo-1kambr-tokyo-2kambr-tokyo-3kambr-tokyo-4Un tamm cheuc’h eo an ostaleri me gav, n’eo ket gwall vras ar gambr met bez ez eus kargerioù tredan, ur bern lugelloù, ur gibell, un tele, ur burev, ar rouedad dre LAN (ha wifi), un doare gourvez-vank, ur presyen, ur gitell… ! Un origami bihan hag anv ar plac’h kempenn ‘m eus ivez. Pezh a zo ‘m eus komprenet e oa ret paeañ ouzhpenn evit kannañ an dilhad (gant un servij pressing cheuc’h moarvat pa ‘m eus gwelet ar prizioù!) ha n’am boa ket komprenet an dra-se! Ma… Poent diskuizhañ bremañ!kartenn-nagoya(22 612 paz)

Advertisements

%d bloggers like this: