Kōbe

A. & J. a welin emberr a-benn ar fin. Feson glav a zo (ma n’eo ket gwashoc’h) hag int ‘zo vont da bourmen e Kyōtō. Gwelloc’h eo din pourmen e Kōbe ha kaout emgav ganto evit koan neuze.
Diskennet on da dapout an dijuni (mat-tre) ha mont betek ur santual a seblant brav : Ikuta, a zo kichen Tokyu hands (stranet ‘m eus ha prenet profoù diwezhañ du-hont neuze).

This slideshow requires JavaScript.

Tremenet on goude-se e-kichen moske Kōbe (me grede e oa kalz brasoc’h, moske koshañ Japan eo) met n’am eus ket kredet mont peogwir n’em boa netra evit mouchañ ma blev. DSC08960Goude-se on pourmenet betek Sannomiya o tremen dre straedoù bras hag a-hed “straed ar bleunioù” betek park Higashiyuenchi. War an hent ‘m eus gwelet un draig fentus ivez… IMG_0038DSC08962DSC08964Pignet on e tour ti-kêr Kōbe da welet ar gweledva ha bet o kemer ur predig en ur c’hombini ha debret e-kichen ar park.DSC08965DSC08970Goude-merenn on bet kostez ar porzh kentoc’h, e lodenn park Meriken. Un doare mein-koun diwar-benn krenn-douar bras Hanshin (1995) a zo aze e-tal ar mor, hag ivez tour Kōbe (met un tamm ker en deus seblantet din setu n’on ket pignet). DSC08984DSC08986DSC08999Plijus ‘oa pourmen aze daoust d’an amzer. Tremenet on dre straedoù Nankinmachi (Chinatown Kōbe) goude, a-raok chom a-sav evit debriñ adverenn e Starbucks (ha kaout bod rak glav bil oa).DSC09014DSC09016IMG_0041 Emgav em boa gant J&A e-kichen Tokyu hands. Bet omp en ur preti legumaj nepell anvet Yaoya-farm. A bep seurt boued eus ar vro a zo, ur bar saladenn, hag a bep seurt meuzioù awenet gant boued italian pe european… Kemeret goude ma fladad saladenn un dartezenn chifretez ha goude-se un dibenn-pred gant patatez dous. DSC09029DSC09030Plijus-tre oa skipailh ar preti. Goude-se omp bet o kemer ur banne kafe en ur c’hafedi ken plijus all, traoù tro-dro d’ar marc’h-houarn a oa (hag ur sapre strollad tud o riboulat ^^), anvet nomadika. Laouen on bet oc’h ober anaoudegezh ganto a-drugarez d’ur genseurtez eus Roazhon 🙂
Distroet on da straniñ er gambr, evet ar banne ‘zo bet profet deomp en ostaleri ha prientet pep tra. IMG_0046 Nozvezh ziwezhañ e bro Japan! 😥

kobe(19 111 paz)

Advertisements

%d bloggers like this: