Asakusa hag an Tokyo Skytree

Divizet hon oa dec’h da noz gant ar re all kaout emgav war fb pa zihunfemp evit gwelet petra ober. An hini ziwezhañ on bet o sevel tro 10e50. Emgav hon eus lakaet da 11e45 neuze.
Bet omp betek Asakusa, karter touristelañ Tōkyō ha brav eston e oa an amzer!asakusaUn tamm tro er park ha bet o tebriñ rāmen (toazennoù en ur volenn), ranket hon eus gourc’hemenn gant ur mekanik, pep tra a oa e  Japaneg (met unan eus ar strollad a anavez kanji zo, savetaet en deus ac’hanomp!), magus spontus ar pred (ha oa ket aes chom propr ouzhpenn) met mat (tapet em boa miso rāmen). Distroet omp un tammig da Asakusa e lec’h m’hon eus gwelet ul lodenn eus ur pezh c’hoari gant skolidi ha skolajidi, fentus ‘oa!
pezh_c'hoariGwelet hon eus ivez evit ar wech kentañ doare menec’h iskis o c’houlenn arc’hant (klevet em boa komz eus an dra-se, dre vras n’int ket Japaniz ha n’ouzer ket re evit piv eo an arc’hant). Treuzet hon eus ar pont ha bet omp da bourmen er c’harter un tammig c’hoazh.pont_asakusa Prenet ‘m eus ma evaj kentañ en ur mekanik evel ma vez gwelet e pep straed (te yen blaz avaloù, ‘oa ket fall! ur skeudenn ‘m eus kavet) ha betek an Tokyo Sky Tree da c’houde, tour tele uhelañ ar bed !
skytreeNevez eo an tour ha kalz tud a vez o weladenniñ. Ret eo mont da gemer un doare paperenn a ro un eur evit mont d’ober al lost da c’houde! Ur plas evit 7e30 hon eus bet, setu omp bet du-hont diouzh noz. En ur c’hortoz (peogwir e oa abred c’hoazh!) omp bet o kemer un tamm adverenn en ul lodenn sioul a-walc’h eus ar greizenn kenwerzh.
matcha
Ur banne latte matcha gant ur parfait matcha (skorn matcha, fav ruz, mochi, edaj, skorn vanilhez) evidon ha da welet stalioù a bep seurt an Tokyo SkyTree Town (ha Solamochi ‘m eus ket komprenet mat pep tra). Tro 7eur15 omp bet da c’hortoz a-benn prenañ an tikidi. Hir a-walc’h eo bet gortoz met mont a rae buan hag aozet mat e oa pep tra (ur baradoz evit ar streetpass e oa ouzhpenn :D). Tro 9 eur bennak omp pignet.
tokyo_noz Brav-tre oa gwelet Tōkyō diouzh noz bamet on bet me gant ar bignerez, estreget an divskouarn ne vez santet netra pa bigner betek 350m (an estaj kentañ evit ar gweledva) ! N’omp ket bet betek an eil (da 450m), un tamm kêr evit nebeut a dra. (2000円 eo mont tre en estaj kentañ ha 1000円 ouzhpenn evit mont en eil!! Tro 25€ en holl!)
skytree_nozDistroet omp da dapout skeudennoù eus Asakusa diouzh noz (fentus gwelet an diforc’h, kalz siouloc’h an traoù…) ha setu!
asakusa_noz1 asakusa_noz2

Un dachenn un tamm resisoc'h ar wech-mañ. Tachenn templ Asakusa a zo bras-tre, ar park eus tu all ar rinier hag an Tokyo Sky Tree er reter.

Un dachenn un tamm resisoc’h ar wech-mañ. Tachenn templ Asakusa a zo bras-tre, ar park eus tu all ar rinier hag an Tokyo Sky Tree er reter.

(15 823 paz)

Advertisements

Mitaka

Dimerc’her on bet betek park Inokashira. Prenet peadra da zebriñ da greisteiz en ur c’hombini ha bet betek ar park. Brav eo ha bras a-walc’h met glav-bil a zo bet a-hed ar beurevezh (implijet diouzhtu prof gall nozvezh dilun, en doa ankouaet e disglavier treuzwelus ha tapet ganin neuze).
inokashiraBet on e zoo Inokashira (div lodenn a zo, unan un tamm e diavaez ar park hag unan e-kreiz gant evned kentoc’h). Un eil siell am eus bet aze (hag un distaol evit mont e-barzh evit an estrañjourien) ha gwelet em eus un toullad loened iskis (ar zoo a zo dreist-holl loened eus Japan, traoù n’anavezomp ket neuze!) met tristik e oa gant ar glav.
zooFentus eo bet al lodennig gant ar gwiñvered (un doare kaoued e lec’h ma c’haller pourmen met dieub eo al loened e-barzh), jentil-tre eo bet plac’h ar zoo hag ur gwiñver a zo pignet warnon ^^ Da c’houde ‘m eus klasket goudor evit debriñ (ur sandwich ha daou onigiri. Ur banne Green Da Ka Ra am eus tañvaet ivez, un evaj doare dour gant blaz frouezh, n’eo ket re sukret, plijus eo). Un tamm amzer a chome din a-raok an emgav dirak mirdi Ghibli ha kavet ‘m eus ur c’hafedi (café du lièvre) pa ‘m eus gwelet an anv ‘m eus soñjet e oa an tonkadur! Laouen bras e oan o vont da evañ ur banne tomm. Ur c’hrampouezh-ti ‘oa gant produoù breizhat (sistr, holen Gwenrann ha tout!) ha taolennoù un arzourez gant gedon, un aergelc’h Alis e bro ar marzhoù un tamm ganto. Plijus (ha tomm!).
cafe_du_lievre Aze ‘m eus dizoloet an tech a zo e bro Japan er preti e vez roet ur werennad dour diouzhtu pa erru an arval ha leuniet en-dro an eilenn ma echuit ar werennad! (Dour gant ur bern skorn…) Iskis un tamm ! Ma. Goude on bet betek mirdi Ghibli neuze, adkavet am eus daou baotr eus ar strollad. Ur savadur ijinet gant MIYAZAKI Hayao eo.mirdi-ghibli En degemer e vez roet deomp un tamm pelikulenn film gant ar bilhed, Ponyo evidon 🙂 En estaj traoñ ez eus diorama ha traoù evel-se, hag ur sinema e lec’h ma vez skignet ur filmig gant ur c’hi moutig. En estaj kentañ ez eus un diskouezadeg sañset da ziskouez burev MIYAZAKI (ur bern tresadennoù, story-board, skeudennoù studi hag all a zo, ur BAM!), ha diskouezadegoù diwar-benn traoù en deus awenet anezhañ (cheñch a ra an diskouezadegoù-se, a-wechoù e vez diwar-benn filmoù bevaat broioù all da skouer) aze e oa diwar-benn mojennoù rusian me gred ha bannoù-treset doare comics kozh…
En eil estaj emañ pezh an nekobus, lec’h trouzusañ ar mirdi (ur bern bugale o huchal e-barzh ur pezh nekobus feur…), ur stal levrioù (chomet on fur met start e oa dirak tout an artbooks brav eston) hag ar stal goodies. Er-maez emañ an doenn da welet (Laputa) hag ur c’hafedi.
toennstrawhat_cafecherry_coffee_tea

Bet omp da evañ ur banne, un “coffee cherry tea” ‘m eus tapet, ur banne te kerez neuze met gant greun kafe da veskañ e-barzh a ro ur blaz un tamm mogedet d’an evaj. Na oa ket displijus!
En ur zistreiñ e felle din tremen dre Nakano da welet ar sakura met emgav hon oa da 6 eur e Yasukuni ha re verr ‘oa an amzer (Mitaka a zo pell a-walc’h e kornog Tōkyō). Adkavet hon eus tri den all eus ar strollad (met unan a zo aet kuit etre-tan ivez) hag an daou zen a oa en davarn an noz a-raok. Bet omp o tebriñ traoùigoù e-barzh ar standoù boued bihan a bep seurt a zo er mare-mañ tro-dro d’ar santual.
takoyaki_yasukuniTañvaet ‘m eus takoyaki (bouloù gant poulp) met ‘m eus ket kavet mat tamm ebet… Kemeret ‘m eus kig mod all.
Da c’houde omp distroet da welet ar sakura gant gouleier, tro-dro d’ar palez brav-tre oa ! Reoù ‘zo a oa bet lakaet ur filtr roz war ar gouleier, ur bam, ur wech c’hoazh.
sakura_nozTro 9 eur 30 omp kroget da zistreiñ davet ar gêr, yen sklas e oa c’hoazh ha skuizh marv goude ma devezh kerzhet dindan ar glav!
Diouzh an noz ‘m eus debret ur pakad gwestell doare mikado blaz kafe (merk pocky) hag un doare gwastellenn matcha gant toaz fav-ruz e-barzh.

Mitaka a zo pell a-walc’h e Kornog Tōkyō.

(21 632 paz)

Tro-dro da linenn dramgarr Toden Arakawa

Kroget ‘m eus an devezh o klask sikour digant ur c’henlojer rak na oan ket gouest da vestroniañ an dommerezh er gambr (tommañ a rae met diouzhtu pa veze diskennet e paoueze mik, ret din pignat war ur gador evit adlañsañ ha tout).tommerezhSikouret on bet ha mont a rae en-dro goude, ouf!
Divizet em boa mont gant an tram bihan a dremen dirak an ti (tramway nemetañ Tōkyō eo!) an deiz-se davet liorzh Asukayama. Abred a-walc’h e oa hag un toullad oamp o skeudenniñ ar sakura.
asukayamaUn aergelc’h plijus-kenañ ‘oa ha d’am soñj n’eo ket ul lec’h anavezet kaer gant touristed. Da 10eur on bet e mirdi ar paper. Ur mirdi bihan eo diwar-benn penaos ‘vez graet ar paper, istor ar paper. Seblantout a ra graet evit deskiñ d’ar vugale dreist-holl. Plijus-tre eo bet plac’h ar c’hef, roet din ur pezh levr e saozneg ha tout. mirdipaperAn 3de estaj n’eus plijet kalz din (an estajoù all n’int ket dedennus-tre e gwirionez) peogwir e oa a bep seurt traoù kozh graet gant paper hag un diskouezadeg origami dispar (difennet skeudenniñ). Ar plac’h kozh a rae war-dro al lodenn-se a seblante laouen bras o welet ac’hanon. Souezhet marteze. Chomet on da leuniañ ur c’houlennaoueg evit sikour anezho rak plijus-tre ‘m eus kavet an dud.
Da c’houde ‘m eus tapet an tramgarr en-dro da vont betek penn al linenn, davet skol-veur Waseda. tramgarr_wasedaLeun-chouk e oa an tramgarr d’an eur-se (tost da 11eur) ! Un tamm poan ‘m eus bet o kavout ma hent war tachenn ar skol-veur, gant fin ar bloaz ur wech ouzhpenn, ur bern tud pep lec’h, ar merc’hed e kimono… Goulennet ‘m eus ma hent gant un den a laboure aze met ne seblante ket anavezout ar mirdi ^^ Mat eo bet memestra. Erruet e mirdi Tsubouchi neuze.
tsubouchiSouezhet on bet peogwir eo digor frank ar savadur, n’eus den o tegemer na netra (digoust eo evel-just). Ur bern pezhioù bihan a zo, diwar-benn Shakespeare da gentañ, Tsubouchi da c’houde (an den en deus troet oberennoù Shakespeare e Japaneg) ha kentoc’h ar c’hoariva japanat goude, no, kabuki hag all. A bep seurt traoù a vez gwelet. c'hoarivahengounelSouezhet eo bet plac’h ar mirdi o welet ac’hanon ivez (darlammet zoken!) moarvat ne welont ket alies touristed amañ.
Laouen on bet ivez peogwir e oa al lec’h kentañ ma kaven sielloù. Lakaet siell Tsubouchi war ma c’harned neuze! (e Japan e lec’hioù zo ha tiez-gar zo e vez kavet sielloù gant un arouez pe ar savadur evit ober un dastumadenn anezho!)
Goude-se em eus ranket klask da zebriñ. Na ouien ket mat pelec’h mont met en ur gerzhet un tamm ‘m eus gwelet ar Mos Burger. Ur chadenn burger japanat eo, kemeret em eus ur rice burger evel-just! (D’am soñj e oa legumaj hepken e-barzh, n’on ket bet gouest da c’houzout re… Hemañ ‘oa ^^) Ur wech azezet, ar plac’h kozh n’em c’hichen zo kroget da gomz ganin… Komprenet ‘m eus “oichii” (a dalvez kement ha “lipous eo!”) met ne oa ket ma burger ganin c’hoazh neuze e kaven iskis. Da c’houde ‘m eus kredet kompren e oa o c’houlenn eus pelec’h e oan o tont… furansu neuze. Diskouez a rae ma dremm neuze n’ouzen ket ma kave just e oa ur penn iskis ganin 😀 (ar ger “kota” ‘m eus kredet kompren a war a seblant kotai a zo den, setu marteze e oa se.)
Ur wech debret hon aet davet Iliz-Veur Tokyo. Un tamm poan ‘m eus bet o kavout ma hent (trugarez vras Cartoville Tokyo! Savetaet on bet) met treuzet ‘m eus ur pont gant sakura brav ha pignet un tamm hag e oan erruet e-kichen an Iliz-Veur.
ilizveurUr sapre savadur eo, en diabarzh dreist-holl. Yen ha gris eo, uhel-uhel… An ograou dreist-holl a zo bamus (hini brasañ Japan ma ‘m eus komprenet mat).
Fellout a rae din mont betek un templ (Kishimojin) met n’on ket deuet a-benn da gavout an hent e lec’h ma ranken treiñ war Meguro-Dori. Erruet en arsavlec’h metro e oan faziet abaoe pell. Diegi ganin distreiñ war ma c’hiz ‘m eus divizet mont da Ikebukuro. Aze on bet betek Jiyu Gakuen Myonichikan, ur skol evit ar merc’hed e oa, Frank Lloyd Wright (tisavour amerikan) en deus treset an ti. Bremañ ez eus tu da weladenniñ ar savadur (hag evañ ur banne te ha kemer un tamm cake blaz sakura eveldon 😉 ) met d’am soñj e vez kentelioù c’hoazh ivez rak salioù klas zo a oa tud enno o labourat. myonichikanUl lec’h sioul eo met me soñje din kavout dedennusoc’h an tisavouriezh.
Distro e Ikebukuro e soñje din klask war-lerc’h stalioù met un tamm bras ar c’harter ha n’ouzen ket da belec’h mont resis ha Sunshine 60 (un tour bras a fell din mont enni) a seblante gwall bell eus an arsavlec’h. Distroet d’ar gêr neuze d’ober prenadennoù, lakaat dilhad da gannañ hag all. Da 9 eur hon eus bet emgav er Speak Easy gant 4 all eus ar strollad, an davarn-se a zo liammet gant ar guest house Tokyostay a ra war-dro hor tiez ha d’ar Meurzh eo nozvezh ar galleg (Lun rusianeg, Merc’her spagnoleg hag italianeg ha Yaou saozneg). Japaniz a zeu aze da glask pleustriñ war ar yezhoù a studiont neuze. Chomet on kalzig da gomz gant ur paotr met o paouez kregiñ gant ar galleg emañ setu e oa kentoc’h saozneg a-benn ar fin. Graet ‘m eus anaoudegezh gant 2 c’hall all ivez, o chom e ranndioù Tokyostay met o vevañ aze evit labourat e-pad un toullad mizioù (6 miz bennak). Un nozvezh plijus ur wech ouzhpenn! Bihan tout eo an davarn ha ret eo krediñ pignat er savadur, er skalieroù strizh ha tout… Ur gwir davarn eus Tōkyō ^^ Unan eus paotred ar strollad a zo bet bamet peogwir em boa graet tout an traoù ma-unan an deiz-se… ^^ N’eo ket re start pa brienter :p

Biz emañ ar park ha mirdi ar paper. Gwelet e vez mat al linenn dramgarr betek Waseda hag an Iliz-Veur. Ar skol a zo e-kichen Ikebukuro.

Biz emañ ar park ha mirdi ar paper. Gwelet e vez mat al linenn dramgarr betek Waseda  er Su.  An Iliz-veur a zo uheloc’h un tammig (ar muiañ er reter), ar poent all o vezañ ma fourmenadenn dic’hortoz pa oan kollet ^^. Jiyu Gakuen Myonichikan a zo e-kichen Ikebukuro.

(17965 paz)

Dizoloiñ Tōkyō

Da 9eur 30 e oa emgav gant ar strollad evit pourmen e Tōkyō. Emgav hon oa e ti-gar Iidabashi. Un tamm diwezhat on loc’het hag erruet justik d’an eur met an hini gentañ ‘oan! Graet ‘m eus anaoudegezh gant ar Japanad a gaso ac’hanomp da bourmen an darn vrasañ eus an amzer neuze. Un tamm diwezhatoc’h eo erruet tout an dud ha setu-ni o vont. yasukuniBet omp betek santual Yasukuni, ur santual skoemp un tamm peogwir eo dediet d’an arme hag all… Desket ez eus bet deomp penaos saludiñ an torii (an norioù bras a vez dirak ar santualioù, ruz peurliesañ), penaos puraat a-raok mont er santual, hag all. Gwelet hon eus liseidi o lidañ fin ar c’hentelioù.santualdaijinbuDa c’houde omp bet betek santual Tōkyō Daijingu a zo anavezet evit bezañ ar santual e lec’h ma ya ar merc’hed da c’houlenn sikour evit kavout ur c’haredig. Debret hon eus merenn en un ostaleri hengounel, azezet war al leur, dorioù a vez ruzet hag all. Mat-kenañ a oa ar boued (torisukidon). Iskis an dibenn-pred, un doare jelly diwar un evaj-laezh anvet Calpis a vez kavet e Japan. A-raok tapout ar metro davet ur c’harter all omp bet o welet ar gwez kerez tro-dro da gelc’h diavaez ar palez.
Aet omp betek templ Kan-eiji, bered Yanaka ha templ Tennoji. kaneiji

beredyanaka

tennojiTremenet omp dre Yanaka Ginza, ur straed gant ur bern stalioù bihan hengounel, un tamm blaz an amzer a-gozh. Me ‘m eus gwelet ur bern skritelloù gant kizhier kentoc’h ^^
yanakaginzaFin ar bourmenadenn a oa e santual Nezu-jinja a zo brudet peogwir ez eus ur bern torii ruz.
nezujinjaKaozeet hon eus ha merzet e oa skol-veur Tōdai nepell setu omp bet kaset betek enno ivez. Fentus eo evit al lennerien manga (Love Hina da skouer) hag ouzhpenn e oa devezh an diplomoù war a seblant ha tout an dud gwisket brav neuze.
todaiDa c’houde omp bet betek Ikebukuro, gant plac’h all ar strollad omp chomet da evañ ur banne kafe pa oa ar baotred e stalioù. Fier on bet da c’houlenn ma banne e Japaneg penn-da-benn! (ne oa ket re start ha neuze?)
Pep hini zo distroet d’ar gêr a-raok an emgav evit koan. Bet omp e Shibuya da zebriñ en un ostaleri izakaya. E seurt preti e vez ur pred ha dreist-holl ez eus tu da gemer forzh peseurt evaj ha forzh peseurt kementad. E-pad div eur ez eus tu da gemer pep tra! Ar pred-se a oa bet aozet evit ober anaoudegezh gant Japaniz a gaoze galleg. Taolioù bihan 4 den a oa, (2 ha 2 tamm-pe-damm) me oa gant ur gall o labourat e Bro Japan, Kenji hon heñcher hag ur mignon dezhañ, Hiromichi. Mat ‘oa ar boued ha tro ‘m eus bet da dañva umeshu (alkool ume, un doare prun) ha sake tomm. Kentoc’h mat an daou! Plijus ha fentus eo bet. Un toullad ac’hanomp o doa degaset chokolad pe gwestell da reiñ da dañva d’ar Japaniz, plijet kaer int bet. Ur “prof” ‘m eus bet e fin an nozvezh : ankounac’haet e oa bet e disglavier gant ar gall a oa ganin ouzh taol setu ‘m eus e dapet! ^^ (Disglavier n°1, demat dit!) Ur sapre nozvezh goude ur sapre devezh pourmen! 🙂

kartenn_25_03

Klaskit ti-gar Iidabashi (al lec’h loc’hañ). An takad glas dindan a zo enezenn ar palez. Goude-se omp pignet tro-dro da Ueno bepred. Al lodenn er Gwalarn a zo ma zi 🙂

= 21141 paz hervez ma 3ds ^^

%d bloggers like this: