Pourmen dibal kostez Omotesando

N’am eus lakaet dihuner ebet goude an devezh start/iskis dec’h (ha dreist-holl penaos e oa echuet), raktreset em boa mont gant E&S betek an aerborzh ha lârat kenavo du-hont met aze int aet abred diouzh ar beure da glask war-lerc’h ur c’harr-nij bennak. Ma-unan ha dibal neuze! Sellet ‘m eus un tamm petra ‘oa d’ober war lec’hienn Time Out Tokyo ha bet c’hoant mont kostez Harajuku da glask war-lerc’h ar Burger King (ur burger iskis kenañ zo er mare-mañ!), gwelet un diskouezadeg bennak, mont da gemer ur banne chokolad e kafedi Lindt…
Klasket ‘m eus e-pad pell war-lerc’h ar Burger King, pignet ha adpignet straed Omotesando hep kavout ar stal. Goude ur mare ‘m eus paouezet evit mont da glask kentoc’h an diskouezadeg a oa war zu Shibuya. Gwelet ‘m eus un den a roe bruderezh evit kentelioù galleg, me gave din e oa dre aze ar palier arz e lec’h ma oa an diskouezadeg met n’am eus ket kavet kennebeut! Un nebeut delwennoù ‘m eus kavet war ma hent memestra! tro-omotesando-1tro-omotesando-2Chomet on da zebriñ e First Kitchen neuze a-raok mont da gafedi Lindt (se ‘m eus kavet!). Prenet lindor isipisial hag ur banne chokolad hag ur wastelennig. Menam! 🙂kafedi-lindtGoude-se on bet betek Shibuya trankil. War-var da zistreiñ e tour 109 da welet evit ar vroz eus ar robenn a blije din an deiz all met soñjet ‘m eus e oa trawalc’h a draoù ganin dija! E plas on bet d’ober un dro e Tokyu Hands.DSC07372DSC07374DSC07375Goude-se on distroet d’ober war-dro ma malizenn (nag a draoù ‘m eus!), lakaet ma malizenn da vezañ kaset en Okayama ha diskuizhet rak abred eo ma zren ‘benn warc’hoazh!kartenn-29-gwengolo(13 813 paz)

Advertisements

Shopping e Shibuya ha Harajuku

Devezh shopping da vat e Shibuya! Graet hon eus van kaout emgav e-kichen delwenn Hachiko a-raok kregiñ da welet ar stalioù. HachikoKroget omp gant tour ar baotred met S n’eus ket bet c’hoant esaeañ dilhad. Bet omp neuze da dour ar merc’hed.DSC07044 Prenet ‘m eus ur robenn (skull camo du) e ti Glad News hag unan e ti Honey Bunch. E gwirionez e oa unan e ti Ank Rouge a blije din ar muiañ met ne oa nemet ur vent ha n’hallen ket lakaat T-T
Bet omp o tebriñ er freshness burger a-raok distreiñ da dour ar baotred! S n’eus prenet traoù a-benn ar fin…DSC07045Bet omp e Tower Records (prenet DVD Ace Attorney evidon) ha war-droad betek Harajuku. Glav ‘oa neuze omp aet er “biramidenn”. E he deus kavet dilhad eviti ivez e ti Goa. Bet omp o klas kimono ha yukata eil-dorn (kavet hon eus) ha debret ur grampouezhenn mod Harajuku (frouezh ruz ha mille-feuilles evidon). Souezhet on bet, mat eo! ^^DSC07056Ma! Sapre spending spree…
Skuizh oamp erru ha ne oa ket gwall naon ganeomp ken neuze omp distroet da Suitengumae. Me ‘zo bet o kannañ dilhad er stal nepell eus ma ostaleri. Tremenet mat pep tra, met un tamm skuizh e oan goude!kartenn-24-gwengolo

(11 201 paz)

Harajuku hag onsen “mod gwechall”

Kousket kalzig ur wech ouzhpenn, ret eo lârat ne oan ket diskuizhet kalz en deizioù tremen!
Emgav da greisteiz evel boaz ha kollet un tammig amzer. Bet omp oc’h ober prenadennoù “fin beaj”, e Harajuku. harajukuEvidon loeroù hir ha ur c’himono. Bet omp oc’h evañ ur banne kafe en ul lec’h plijus (wired café) ha me ‘zo bet goude betek Shimbashi evit un emgav am boa gant beajourien all eus an ajañs. Erruet on gant lañs ha nec’het on bet un tamm, ne oan ket sur eus al lec’h emgav… Chomet on da c’hortoz ouzhpenn 1 eur! N’eo ket bet fentus, dreist-holl em boa laosket S, E ha B un tamm en un doare trumm (gant ma frenadennoù ouzhpenn -.-“)
Bet on me d’an onsen (ur wech ouzhpenn a-raok mont kuit!), ur massage shiatsu ‘m eus bet. Poanius eo bet un tamm! (met an den n’eus kavet ac’hanon “very cute”! war a seblant…) Ur sapre lec’h bras eo Ooedo Onsen Monogatari. Sañset eo da vezañ e-giz gwechall (mare edo) plijus eo met un neuz “uzin” penn-da-benn gantañ. ooedoonsenmonogatariUn tamm hegaset on bet gant ur familh am boa gwelet dija e-kerzh ar pred yakiniku met plijus e oa an dud all (chomet on da gomz gante e-pad ur pennad). An heñcher ‘zo aet kuit abred met me ‘zo chomet da brofitañ un tamm eus ar gibelloù memes tra! Hir a-walc’h e oa an hent evit distreiñ ha klasket ‘m eus war lerc’h ar re all goude (er gêr, er speak easy) ha c’hwitet war an holl! Un tamm trist e oan. E plas on chomet da gomz gant Sayaka he deus profet bizier din ^^ C’hoant he doa bet da bediñ ac’hanon da zebriñ gant he mignon da greisteiz met ne oa ket aze evel-just! Ur soñj plijus, domaj eo!

(10 404 paz)

Kollet e Tōkyō…

Chomet on da gousket un tamm ar beure-mañ ha plijus eo bet goude tout an devezhioù leun-chouk ‘m eus bet! Goude-se on kroget da ober war-dro ma sac’h evit mont da Hakone, Kyōto ha Hiroshima (betek disadorn o tont neuze). Tro kreisteiz ‘m eus bet emgav gant ar re all (estreget unan a zo aet kuit da Hiroshima dija hag a adkavin dilun) goude ur pred omp bet betek Harajuku. Bet omp da gentañ da 4 betek ar santual bras a zo aze : Meiji Jingu. Chañs hon eus bet peogwir e oa ur bern euredoù! Brav-tre ‘oa da welet.meiji_jingueured_shinto Goude-se e oa ret deomp distreiñ d’an ti-gar da gavout ar re all met n’ouzon ket penaos hon eus graet met kollet mik e oamp. Profitet ‘m eus evit tañva ur jug pechez bet kuzuliet deomp gant David dilun, mat ‘oa! Erruet omp betek Shinjuku (e penn all park Yoyogi, en Norzh) war droad o tremen dre hentoù nul a-walc’h ha dindan ar glav-bil. Ne oamp ket imoret mat-tre. Evel-just e oa dale bras ganeomp hag e oa aet kuit ar reoù all. Goude bezañ klasket anezho un tamm hon eus divizet mont kuit da welet un tamm Harajuku. Ur bern stalioù dilhad a zo aze met n’on eus ket gwelet kement-se a dud gwisket iskis pe stalioù ispisial (karter ar c’hiz eo sañset). Un toullad stalioù plijus hon eus gwelet memes tra ha n’on ket bet gouest da chom hep prenañ ur pezh roll masking-tape gant linennoù metro Tōkyō ^^
Bet omp o tebriñ merenn vihan er Starbucks a-raok kenderc’hel. Tizhet hon eus Shibuya buan a-walc’h ha profitet evit gweladenniñ Tower Records ur pezh savadur gant sonerezh. Prenet ‘m eus un toullad pladennoù gant Man With a Mission ^^mwamDistroet omp trankil (dindan ar glav-bil bepred) ha bet da zebriñ koan. Bet on ivez betek ur stal 7 11 n’emañ ket re bell (eus ti E ha S dreist-holl) ha deuet a-benn da gemer arc’hant digudenn! Un tamm nec’het e oamp peogwir hon eus klevet kleier ha sañset eo ar gemennadenn evit lârat e vo ur c’hrenn-douar. Ma, n’eus bet netra met trempet e oan oc’h erruout er gêr. Lakaet ‘m eus tout ma zraoù da sec’hañ neuze gant ar spi ne vo ket re c’hleb ma zraoù evit mont kuit a-benn warc’hoazh! Erru eo hanternoz aze ha n’eo ket sioulaet ar glav c’hoazh… !kartenn

(20 141 paz… !)

Dizoloiñ Tōkyō

Da 9eur 30 e oa emgav gant ar strollad evit pourmen e Tōkyō. Emgav hon oa e ti-gar Iidabashi. Un tamm diwezhat on loc’het hag erruet justik d’an eur met an hini gentañ ‘oan! Graet ‘m eus anaoudegezh gant ar Japanad a gaso ac’hanomp da bourmen an darn vrasañ eus an amzer neuze. Un tamm diwezhatoc’h eo erruet tout an dud ha setu-ni o vont. yasukuniBet omp betek santual Yasukuni, ur santual skoemp un tamm peogwir eo dediet d’an arme hag all… Desket ez eus bet deomp penaos saludiñ an torii (an norioù bras a vez dirak ar santualioù, ruz peurliesañ), penaos puraat a-raok mont er santual, hag all. Gwelet hon eus liseidi o lidañ fin ar c’hentelioù.santualdaijinbuDa c’houde omp bet betek santual Tōkyō Daijingu a zo anavezet evit bezañ ar santual e lec’h ma ya ar merc’hed da c’houlenn sikour evit kavout ur c’haredig. Debret hon eus merenn en un ostaleri hengounel, azezet war al leur, dorioù a vez ruzet hag all. Mat-kenañ a oa ar boued (torisukidon). Iskis an dibenn-pred, un doare jelly diwar un evaj-laezh anvet Calpis a vez kavet e Japan. A-raok tapout ar metro davet ur c’harter all omp bet o welet ar gwez kerez tro-dro da gelc’h diavaez ar palez.
Aet omp betek templ Kan-eiji, bered Yanaka ha templ Tennoji. kaneiji

beredyanaka

tennojiTremenet omp dre Yanaka Ginza, ur straed gant ur bern stalioù bihan hengounel, un tamm blaz an amzer a-gozh. Me ‘m eus gwelet ur bern skritelloù gant kizhier kentoc’h ^^
yanakaginzaFin ar bourmenadenn a oa e santual Nezu-jinja a zo brudet peogwir ez eus ur bern torii ruz.
nezujinjaKaozeet hon eus ha merzet e oa skol-veur Tōdai nepell setu omp bet kaset betek enno ivez. Fentus eo evit al lennerien manga (Love Hina da skouer) hag ouzhpenn e oa devezh an diplomoù war a seblant ha tout an dud gwisket brav neuze.
todaiDa c’houde omp bet betek Ikebukuro, gant plac’h all ar strollad omp chomet da evañ ur banne kafe pa oa ar baotred e stalioù. Fier on bet da c’houlenn ma banne e Japaneg penn-da-benn! (ne oa ket re start ha neuze?)
Pep hini zo distroet d’ar gêr a-raok an emgav evit koan. Bet omp e Shibuya da zebriñ en un ostaleri izakaya. E seurt preti e vez ur pred ha dreist-holl ez eus tu da gemer forzh peseurt evaj ha forzh peseurt kementad. E-pad div eur ez eus tu da gemer pep tra! Ar pred-se a oa bet aozet evit ober anaoudegezh gant Japaniz a gaoze galleg. Taolioù bihan 4 den a oa, (2 ha 2 tamm-pe-damm) me oa gant ur gall o labourat e Bro Japan, Kenji hon heñcher hag ur mignon dezhañ, Hiromichi. Mat ‘oa ar boued ha tro ‘m eus bet da dañva umeshu (alkool ume, un doare prun) ha sake tomm. Kentoc’h mat an daou! Plijus ha fentus eo bet. Un toullad ac’hanomp o doa degaset chokolad pe gwestell da reiñ da dañva d’ar Japaniz, plijet kaer int bet. Ur “prof” ‘m eus bet e fin an nozvezh : ankounac’haet e oa bet e disglavier gant ar gall a oa ganin ouzh taol setu ‘m eus e dapet! ^^ (Disglavier n°1, demat dit!) Ur sapre nozvezh goude ur sapre devezh pourmen! 🙂

kartenn_25_03

Klaskit ti-gar Iidabashi (al lec’h loc’hañ). An takad glas dindan a zo enezenn ar palez. Goude-se omp pignet tro-dro da Ueno bepred. Al lodenn er Gwalarn a zo ma zi 🙂

= 21141 paz hervez ma 3ds ^^

%d bloggers like this: