Akihabara ha skol-veur Tōkyō

E & S ne felle ket dezho mont ‘maez ‘blam d’an avelaj a oa beure mañ. Aet omp kuit diwezhat a-walc’h davet Akihabara neuze. Fentus ‘oa gwelet lec’hioù zo en-dro (Donki…) ha dizoloiñ reoù all, c’hwitet ‘moa ur bern lec’hioù gant stalioù iskis warlene! (c’hoarielloù kozh, poupinelloù, dafar cosplay, ar pezh vez gwerzhet er gachapon…) akihabara-1akihabara-2gachaponDebret hon eus chirashi sushi er chadenn ma oamp bet e Kyoto. Tro 3 eur ne welemp ket re petra ober ken er vro. Int ‘zo bet neuze da gerc’hat ar melon pan dreist met re bell e seblante din rak emgav ‘moa da 4eur30 e Hongo-Sanchome. Chomet on un tamm da sellet ouzh ma levrioù beaj ha diouzhtu on bet “aterset” gant 3 den yaouank a rae un enklask evit un embregerezh… N’ouzon ket tamm ebet da betra e servijo met skrivet ‘m eus e brezhoneg ^^ (ret e oa skrivañ en hor yezh!) Goude on bet o klask war-lerc’h seier brav da lakaat ur profig evit Yurina met n’am eus kavet nemet goloioù-lizher T-T
Bet on goude betek al lec’h emgav. En ti-gar ez eus c’hoarvezet un dra iskis… Er privezioù mod Japan ‘m eus pouezet war ar voutonenn evit gervel sikour o soñjal e oa evit skarzhañ… >< Bet on diouzhtu o welet paotr an ti-gar a seblante disammetoc’h eget hegaset. Ma! Gant ur sell pozitivel e c’haller soñjal e oa un taol-arnod da welet ma yae en-dro?!
Goude ‘m eus adkavet Yurina. Bet omp betek skol-veur Tokyo (kampus Hongō neuze) da evañ ur banne kafe ha da bourmen. Plijus-tre!kampus-hongoKaset keloù da E&S evit mont da zebriñ koan met poan ufern a oa gant S neuze on chomet c’hoazh en ostaleri…kartenn-26-gwengolo

(12 801 paz)

Advertisements

Kemer ar gaoz…

Lakaet em boa an dihuner da 10eur30 met n’am eus ket soñj zoken da vezañ lazhet anezhañ ken skuizh e oan goude an nozvezh karaoke… ^^
Da 11 eur on savet drezon ma-unan avat. Debret ‘m eus gant ar Japanadez o chom en ti hag ur vignonez dezhi, plijus ‘oa ar gaozeadenn. Da c’houde on bet pedet da zebriñ gant ar c’houblad bulgarian a zo ivez en ti! N’am eus ket paouezet da zebriñ! Met plijus-tre ‘oa an eskemmoù ha pouezus peogwir e kuitaan an ti a-benn nebeut…
Da 3 eur em boa emgav e ti-gar Ōtsuka evit mont betek skol-veur arz ha dizagn Joshibi. Gouest on da lârat deoc’h bremañ on bet o tebriñ gant HARA Kiyoshi (ha tud eus kevredigezh Bretons du Japon) an div wech all… Ha hirie e oan pedet da gomz dirak izili kevredigezh ar gevrenn geltiek e Japan (?) : Japan Society for Celtic Studies. Bet on o komz neuze diwar-benn ar brezhoneg ha ma sell war ar yezh evel brezhonegerez yaouank. Degemeret mat-tre on bet, souezhet on bet o welet e oa daou ezel o teskiñ brezhoneg zoken! Laouen bras e oant o klevout brezhoneg. Tremenet eo mat ar brezegenn ha pedet on bet goude da zebriñ koan ganto (un 20 bennak a dud a oa met n’eo ket chomet an holl da zebriñ koan peogwir e oa tud o tont eus pell a-wechoù!). Anaoudegezh ‘m eus graet gant ur bern tud plijus ha moarvat em bo tro da welet reoù zo en-dro e Breizh. Un abardaevezh dedennus-tre ha brav, un toullad deizioù a-raok mont kuit…

(6 004 paz)

Tro-dro da linenn dramgarr Toden Arakawa

Kroget ‘m eus an devezh o klask sikour digant ur c’henlojer rak na oan ket gouest da vestroniañ an dommerezh er gambr (tommañ a rae met diouzhtu pa veze diskennet e paoueze mik, ret din pignat war ur gador evit adlañsañ ha tout).tommerezhSikouret on bet ha mont a rae en-dro goude, ouf!
Divizet em boa mont gant an tram bihan a dremen dirak an ti (tramway nemetañ Tōkyō eo!) an deiz-se davet liorzh Asukayama. Abred a-walc’h e oa hag un toullad oamp o skeudenniñ ar sakura.
asukayamaUn aergelc’h plijus-kenañ ‘oa ha d’am soñj n’eo ket ul lec’h anavezet kaer gant touristed. Da 10eur on bet e mirdi ar paper. Ur mirdi bihan eo diwar-benn penaos ‘vez graet ar paper, istor ar paper. Seblantout a ra graet evit deskiñ d’ar vugale dreist-holl. Plijus-tre eo bet plac’h ar c’hef, roet din ur pezh levr e saozneg ha tout. mirdipaperAn 3de estaj n’eus plijet kalz din (an estajoù all n’int ket dedennus-tre e gwirionez) peogwir e oa a bep seurt traoù kozh graet gant paper hag un diskouezadeg origami dispar (difennet skeudenniñ). Ar plac’h kozh a rae war-dro al lodenn-se a seblante laouen bras o welet ac’hanon. Souezhet marteze. Chomet on da leuniañ ur c’houlennaoueg evit sikour anezho rak plijus-tre ‘m eus kavet an dud.
Da c’houde ‘m eus tapet an tramgarr en-dro da vont betek penn al linenn, davet skol-veur Waseda. tramgarr_wasedaLeun-chouk e oa an tramgarr d’an eur-se (tost da 11eur) ! Un tamm poan ‘m eus bet o kavout ma hent war tachenn ar skol-veur, gant fin ar bloaz ur wech ouzhpenn, ur bern tud pep lec’h, ar merc’hed e kimono… Goulennet ‘m eus ma hent gant un den a laboure aze met ne seblante ket anavezout ar mirdi ^^ Mat eo bet memestra. Erruet e mirdi Tsubouchi neuze.
tsubouchiSouezhet on bet peogwir eo digor frank ar savadur, n’eus den o tegemer na netra (digoust eo evel-just). Ur bern pezhioù bihan a zo, diwar-benn Shakespeare da gentañ, Tsubouchi da c’houde (an den en deus troet oberennoù Shakespeare e Japaneg) ha kentoc’h ar c’hoariva japanat goude, no, kabuki hag all. A bep seurt traoù a vez gwelet. c'hoarivahengounelSouezhet eo bet plac’h ar mirdi o welet ac’hanon ivez (darlammet zoken!) moarvat ne welont ket alies touristed amañ.
Laouen on bet ivez peogwir e oa al lec’h kentañ ma kaven sielloù. Lakaet siell Tsubouchi war ma c’harned neuze! (e Japan e lec’hioù zo ha tiez-gar zo e vez kavet sielloù gant un arouez pe ar savadur evit ober un dastumadenn anezho!)
Goude-se em eus ranket klask da zebriñ. Na ouien ket mat pelec’h mont met en ur gerzhet un tamm ‘m eus gwelet ar Mos Burger. Ur chadenn burger japanat eo, kemeret em eus ur rice burger evel-just! (D’am soñj e oa legumaj hepken e-barzh, n’on ket bet gouest da c’houzout re… Hemañ ‘oa ^^) Ur wech azezet, ar plac’h kozh n’em c’hichen zo kroget da gomz ganin… Komprenet ‘m eus “oichii” (a dalvez kement ha “lipous eo!”) met ne oa ket ma burger ganin c’hoazh neuze e kaven iskis. Da c’houde ‘m eus kredet kompren e oa o c’houlenn eus pelec’h e oan o tont… furansu neuze. Diskouez a rae ma dremm neuze n’ouzen ket ma kave just e oa ur penn iskis ganin 😀 (ar ger “kota” ‘m eus kredet kompren a war a seblant kotai a zo den, setu marteze e oa se.)
Ur wech debret hon aet davet Iliz-Veur Tokyo. Un tamm poan ‘m eus bet o kavout ma hent (trugarez vras Cartoville Tokyo! Savetaet on bet) met treuzet ‘m eus ur pont gant sakura brav ha pignet un tamm hag e oan erruet e-kichen an Iliz-Veur.
ilizveurUr sapre savadur eo, en diabarzh dreist-holl. Yen ha gris eo, uhel-uhel… An ograou dreist-holl a zo bamus (hini brasañ Japan ma ‘m eus komprenet mat).
Fellout a rae din mont betek un templ (Kishimojin) met n’on ket deuet a-benn da gavout an hent e lec’h ma ranken treiñ war Meguro-Dori. Erruet en arsavlec’h metro e oan faziet abaoe pell. Diegi ganin distreiñ war ma c’hiz ‘m eus divizet mont da Ikebukuro. Aze on bet betek Jiyu Gakuen Myonichikan, ur skol evit ar merc’hed e oa, Frank Lloyd Wright (tisavour amerikan) en deus treset an ti. Bremañ ez eus tu da weladenniñ ar savadur (hag evañ ur banne te ha kemer un tamm cake blaz sakura eveldon 😉 ) met d’am soñj e vez kentelioù c’hoazh ivez rak salioù klas zo a oa tud enno o labourat. myonichikanUl lec’h sioul eo met me soñje din kavout dedennusoc’h an tisavouriezh.
Distro e Ikebukuro e soñje din klask war-lerc’h stalioù met un tamm bras ar c’harter ha n’ouzen ket da belec’h mont resis ha Sunshine 60 (un tour bras a fell din mont enni) a seblante gwall bell eus an arsavlec’h. Distroet d’ar gêr neuze d’ober prenadennoù, lakaat dilhad da gannañ hag all. Da 9 eur hon eus bet emgav er Speak Easy gant 4 all eus ar strollad, an davarn-se a zo liammet gant ar guest house Tokyostay a ra war-dro hor tiez ha d’ar Meurzh eo nozvezh ar galleg (Lun rusianeg, Merc’her spagnoleg hag italianeg ha Yaou saozneg). Japaniz a zeu aze da glask pleustriñ war ar yezhoù a studiont neuze. Chomet on kalzig da gomz gant ur paotr met o paouez kregiñ gant ar galleg emañ setu e oa kentoc’h saozneg a-benn ar fin. Graet ‘m eus anaoudegezh gant 2 c’hall all ivez, o chom e ranndioù Tokyostay met o vevañ aze evit labourat e-pad un toullad mizioù (6 miz bennak). Un nozvezh plijus ur wech ouzhpenn! Bihan tout eo an davarn ha ret eo krediñ pignat er savadur, er skalieroù strizh ha tout… Ur gwir davarn eus Tōkyō ^^ Unan eus paotred ar strollad a zo bet bamet peogwir em boa graet tout an traoù ma-unan an deiz-se… ^^ N’eo ket re start pa brienter :p

Biz emañ ar park ha mirdi ar paper. Gwelet e vez mat al linenn dramgarr betek Waseda hag an Iliz-Veur. Ar skol a zo e-kichen Ikebukuro.

Biz emañ ar park ha mirdi ar paper. Gwelet e vez mat al linenn dramgarr betek Waseda  er Su.  An Iliz-veur a zo uheloc’h un tammig (ar muiañ er reter), ar poent all o vezañ ma fourmenadenn dic’hortoz pa oan kollet ^^. Jiyu Gakuen Myonichikan a zo e-kichen Ikebukuro.

(17965 paz)

Dizoloiñ Tōkyō

Da 9eur 30 e oa emgav gant ar strollad evit pourmen e Tōkyō. Emgav hon oa e ti-gar Iidabashi. Un tamm diwezhat on loc’het hag erruet justik d’an eur met an hini gentañ ‘oan! Graet ‘m eus anaoudegezh gant ar Japanad a gaso ac’hanomp da bourmen an darn vrasañ eus an amzer neuze. Un tamm diwezhatoc’h eo erruet tout an dud ha setu-ni o vont. yasukuniBet omp betek santual Yasukuni, ur santual skoemp un tamm peogwir eo dediet d’an arme hag all… Desket ez eus bet deomp penaos saludiñ an torii (an norioù bras a vez dirak ar santualioù, ruz peurliesañ), penaos puraat a-raok mont er santual, hag all. Gwelet hon eus liseidi o lidañ fin ar c’hentelioù.santualdaijinbuDa c’houde omp bet betek santual Tōkyō Daijingu a zo anavezet evit bezañ ar santual e lec’h ma ya ar merc’hed da c’houlenn sikour evit kavout ur c’haredig. Debret hon eus merenn en un ostaleri hengounel, azezet war al leur, dorioù a vez ruzet hag all. Mat-kenañ a oa ar boued (torisukidon). Iskis an dibenn-pred, un doare jelly diwar un evaj-laezh anvet Calpis a vez kavet e Japan. A-raok tapout ar metro davet ur c’harter all omp bet o welet ar gwez kerez tro-dro da gelc’h diavaez ar palez.
Aet omp betek templ Kan-eiji, bered Yanaka ha templ Tennoji. kaneiji

beredyanaka

tennojiTremenet omp dre Yanaka Ginza, ur straed gant ur bern stalioù bihan hengounel, un tamm blaz an amzer a-gozh. Me ‘m eus gwelet ur bern skritelloù gant kizhier kentoc’h ^^
yanakaginzaFin ar bourmenadenn a oa e santual Nezu-jinja a zo brudet peogwir ez eus ur bern torii ruz.
nezujinjaKaozeet hon eus ha merzet e oa skol-veur Tōdai nepell setu omp bet kaset betek enno ivez. Fentus eo evit al lennerien manga (Love Hina da skouer) hag ouzhpenn e oa devezh an diplomoù war a seblant ha tout an dud gwisket brav neuze.
todaiDa c’houde omp bet betek Ikebukuro, gant plac’h all ar strollad omp chomet da evañ ur banne kafe pa oa ar baotred e stalioù. Fier on bet da c’houlenn ma banne e Japaneg penn-da-benn! (ne oa ket re start ha neuze?)
Pep hini zo distroet d’ar gêr a-raok an emgav evit koan. Bet omp e Shibuya da zebriñ en un ostaleri izakaya. E seurt preti e vez ur pred ha dreist-holl ez eus tu da gemer forzh peseurt evaj ha forzh peseurt kementad. E-pad div eur ez eus tu da gemer pep tra! Ar pred-se a oa bet aozet evit ober anaoudegezh gant Japaniz a gaoze galleg. Taolioù bihan 4 den a oa, (2 ha 2 tamm-pe-damm) me oa gant ur gall o labourat e Bro Japan, Kenji hon heñcher hag ur mignon dezhañ, Hiromichi. Mat ‘oa ar boued ha tro ‘m eus bet da dañva umeshu (alkool ume, un doare prun) ha sake tomm. Kentoc’h mat an daou! Plijus ha fentus eo bet. Un toullad ac’hanomp o doa degaset chokolad pe gwestell da reiñ da dañva d’ar Japaniz, plijet kaer int bet. Ur “prof” ‘m eus bet e fin an nozvezh : ankounac’haet e oa bet e disglavier gant ar gall a oa ganin ouzh taol setu ‘m eus e dapet! ^^ (Disglavier n°1, demat dit!) Ur sapre nozvezh goude ur sapre devezh pourmen! 🙂

kartenn_25_03

Klaskit ti-gar Iidabashi (al lec’h loc’hañ). An takad glas dindan a zo enezenn ar palez. Goude-se omp pignet tro-dro da Ueno bepred. Al lodenn er Gwalarn a zo ma zi 🙂

= 21141 paz hervez ma 3ds ^^

%d bloggers like this: