Naoshima

Bet on o tebriñ un dijuniñ fonnus en ostaleri, ne oa ket kalz a dud hag ur plac’h kozh oc’h ober war-dro an dud.dijunin-okayama Da 9e07 e oan en tren davet Uno (JR Seto-Ohashi Line betek Chayamachi ha goude JR Uno Line). Da 10eur e oan du-se. Chomet on da gemer ur gartenn e ti an douristed a-raok mont da brenañ peadra da zebriñ er 7/11 e-kichen. Ar vag ne oa ket diouzhtu setu ‘m eus bet amzer da lenn goude bezañ prenet ma zikidi ferry. N’eo ket displijus al lec’h gortoz.
Da 11e e oamp er vag hag erruet e Naoshima un hanter-eur war-lerc’h. bag-naoshimaGwelet e vez diouzhtu unan eus arouezioù an enezenn, unan eus sitrouilhez KUSAMA Yayoi.
Ur bern tud ‘m eus gwelet o vont da feurmiñ mirc’hi-houarn, me ‘m eus divizet mont war-droad. Traoù iskis ‘m eus gwelet war an hent, met plijus ‘oa ha sioul (ket re a otoioù).olifanted-naoshimaKroget on o vont da welet Gokurakuji, un templ, a-raok mont da virdi Ando. DSC08533DSC08536Un ti a ziskouez un tamm labour an ti-savour ANDO Tadao eo. Dipitet on bet un tamm rak gwall vihan eo ar mirdi ha ker a-walc’h mont barzh. Ma! Bet on goude da bourmen un tamm ha gwelet e oa oberennoù eus an Art House Project (oberennoù strewet e pep lec’h) met n’am eus ket komprenet pelec’h e oa tu da brenañ an tiked evit mont barzh. Neuze ‘m eus sellet ouzh an traoù a oa digoust, pe c’hoazh eus ur santual un tamm dilezet gant gwrizioù kevnid divent!DSC08556DSC08542 Tro 1 eur on chomet a-sav da zebriñ war un draezhenn, sioul e oa pep tra…DSC08565En ur bourmen ‘m eus tapet ur bern skeudennoù bleunioù a bep seurt, gant livioù flamm ha traoùigoù all kavet war ma hent…

This slideshow requires JavaScript.

Erruet on war an draezhenn evit kouronkañ (Gotanji swimming beach) da c’houde!panell-traezhenntorii-mor Ne oa den ha start eo bet din lakaat ma dilhad kouronkañ (rak serret oa al lec’hioù digor e-pad an hañv) met deuet on a-benn da vont da neuial! ^^ Tomm-tre oa an dour!DSC08591Pourmenet forzh pegement adarre a-raok mont betek Benesse House. Ur mirdi bras ar wech-mañ gant a bep seurt oberennoù.benesse-houseDSC08635 Ul lec’h a-feson. Diskennet on goude betek mirdi Lee Ufan ar wech-mañ. mirdi-lee-ufanDSC08669Un aergelc’h ispisial a zo er mirdi met dedennus eo ivez! Goude-se ‘m eus bet c’hoant mont da virdi Chichu met o serriñ ‘oa pe dost (tro 4eur 30 e oa erru) neuze n’eo ket bet gwerzhet din an tiked 😦 Aze ‘m eus bet keuz pas bezañ erruet abretoc’h war an enezenn! Kerzhet ‘m eus davet ar porzh gant an heol o kregiñ da vont da guzh… Ha bet en ur sento/oberenn arz (ur gibell foran eo, disheñvel eus un onsen) : I♥湯. DSC08695Brav-tre al lec’h! (ret eo bet din bezañ sikouret gant ur plac’h evit lakaat dour an strinkadenn da vont en-dro avat -.-) Goude-se on bet betek ar porzh da dapout ar vag! sitrouilhez-ruzBrav kenañ oa an oabl e-pad ar veaj.distro-unoDSC08732 Erru ‘oa noz pa on errue e Uno.DSC08735 Gortozet ‘m eus an treñ da Okayama hag ur wech erruet ‘on bet oc’h ober ur c’hofad er mister donut 😀DSC08744DSC08746Ur sapre devezh skuizhus eo bet, gant un taol-heol zoken met un devezh dispar!kartenn-hollekuno-naoshimanaoshima(26 845 paz)

Advertisements

Takayama : pourmen er gêr gozh

Setu, kregiñ a ra ma sizhunvezh “ma-unan” war an hentoù! Savet on abred hirie evit tapout un tren da 6e26 e ti-gar Tokyo! Souezhet on bet o welet pegen bev e oa ar straedoù da 5e40… Ma eil JR pass a grog hirie. Divizet ‘m eus mont bepred er gweturioù hep plasoù miret evit ma vefe simploc’h pep tra. tren-hikari-50130-gwengolo-dijunin Prenet ‘m eus traoùigoù da zebriñ ha kemeret ar Shinkashen Hikari 501 (ha kousket a-hed ar veaj tamm-pe-damm) betek Nagoya. Du-hont, da 8e43 ‘m eus tapet al Limited Express (wide view) Hida 3 betek Takayama. En ur c’hortoz an tren ‘m eus tapet ur voestad kafe tomm evit dihuniñ un tamm.DSC07390 En tren-se ‘m eus skrivet kartennoù ha sellet ouzh ar gweledva rak brav e oa me lâr deoc’h! Emaon o vont da vat er menezioù!DSC07407 Hir eo bet ar beurevezh met erruet on da 10e55. Lakaet ‘m eus ma sac’h en ul locker ha bet o kemer ur gartenn e tiig an douristed. Bet on da gentañ betek un templ nepell eus an ti-gar : Hida Kokubunji. Brudet eo peogwir eo templ koshañ ar gêr (bet savet e 746, met n’eus roud ebet eus savadur ar mare-se!), ez eus pagodenn nemeti ar prefeti hag ez eus ur wezenn gingko kozh noe! Sioul-tre ‘oa an traoù.DSC07423DSC07433Treuzet ‘m eus rinier Miyagawa evit mont davet ar gêr gozh. Bet on o welet tiez miret : Kusakabe Heritage House ha Yoshijima Heritage House.

This slideshow requires JavaScript.

Goude-se on bet o tebriñ merenn. Kavet ‘m eus un ostaleri gant ur roll-meuzioù e saozneg. Debret ‘m eus toazennoù gwinizh-du gant legumaj ar menezioù (petra oan resis, se ‘zo un afer all!) Soba-legumaj-menezioùBet on war-lerc’h da Takayama Matsuri Yatai Kaikan : mirdi ar c’hirri. Ur pezh festival a vez div wech ar bloaz gant kirri brav-tre (douget gant an dud) ha kozh-kozh! Bamus a-walc’h eo da welet. Un tamm dipitet on rak unan anezho a zo tost kenañ (hini an diskar-amzer a zo d’an 9 ha 10 a viz Here) met distro da Vreizh e vin dija… Ur wech all marteze 😉 Dalc’het eo ar mirdi gant miko (merc’hed ar santualioù shinto, ur santual a zo just e-kichen) ha roet e vez ur mekanik da selaou e saozneg evit an estrenien : plijus evit kompren ‘pezh a vez gwelet! (gweladennoù a zo e Japaneg hepken)Yataikaikan1Yataikaikan2Bet on goude-se er santual Sakuraya Hachiman ha da welet ar mirdi bihan a zo e-kichen : Nikkoukan, ur mirdi gant ur vaketenn eus savadurioù brudet Nikko eo!

This slideshow requires JavaScript.

NikkoukanUr banne matcha latte ha poent stagañ ganti! Divizet ‘m eus ober baleadenn Higashiyama, ur valeadenn 3,5 km a dremen dre a bep seurt temploù hag ur park (pe ur c’hoad zoken), gant roudoù ar c’hastell hag all. Un aergelc’h iskis a zo war straedoù hag hentoù, traoù e stad fall, tiez dilezet a-wechoù… Plijus kenañ ‘oa met n’am eus ket gwelet kalz a bourmenerien all! Setu neuze un toullad skeudennoù da reiñ un tañva deoc’h :

This slideshow requires JavaScript.

Graet ‘m eus ur gartenn eus an hent ‘m eus me tapet (n’on ket sur da vezañ heuliet pep tra resis evel m’eo “ret”).higashiyama-kartenn‘M eus aon on bet piket gant ur bikerez avat pa oan o tiskenn eus uhel park Shiroyama…
Ur wech echu gant ar valeadenn on chomet da bourmen e straedoù “kozh” gant artizaned.Sanmachipaotrig-peskA-raok distreiñ da dapout ma sac’h en it-gar ha mont d’an ostaleri ar Super Hotel Hida Takayama!ti-gar-takayamaSioul eo ar gambr ha profet e vez produoù da n’em walc’hiñ d’ar merc’hed, kemeret ‘m eus ur maskl evit an dremm hag a bep seurt traoù all… Fentus e oa ivez, posupl e oa dibab ar pijama hag ar goubenner en degemer.kambr-Takayamasal-dour-takayamaProfoù-ostaleri-TakayamaKeloù ‘m eus bet digant E&S a zo erruet digudenn a-benn ar fin, a-drugarez d’un tweet “drouk” int bet sikouret da gemer ur c’harr-nij Luftansa (hag a zo hirie gant harz-labour ivez!!)… Ma, gwelloc’h eo ec’h echufe mat an traoù evito met sur ne tistrofont ket gant Air France…
Bet on o tebriñ er Mac Donald’s a-dreñv d’an ti gar o soñjal e oa posupl kaout burger Halloween dija met ar sizhun o tont e vo hepken. Ha ne oa McFlurry ispisial ebet kennebeut. Hañ.
Goude-se on distroet d’an ostaleri da brofitañ eus an onsen (betek 9e50 evit ar merc’hed)! Un drugar!
Na plijus eo bet an devezh-se!!kartenn-takayama-30-gwengolokartenn-30-gwengolo-hollad(22 099 paz)

Uji & Nara

N’hon oa roet eur ebet hirie peogwir e oamp un tamm skuizh. Savet on un tamm a-raok 10 eur. O tebriñ ‘oan tro 10eur15 p’eo kroget tud an ti da naetaat, ar santimant ‘m eus bet bezañ o jeniñ an holl, displijus a-walc’h e oa. Goude ‘m eus adkavet E&S, tapet hon eus an tren JR davet Nara ha soñjet e paouezfemp da vareoù ‘zo (meur a dra a felle din gwelet war an hent). Diskennet omp e Uji da welet ar Byodo-in a zo an templ a zo war ar pezhioù 10 yen.ti-gar-ujiDSC06827 Plijus-tre eo al lec’h. Un tamm dipitet omp bet o vont e-barzh avat, peogwir ez eus labourioù pep lec’h ha n’eo ket ken bamus hag ar pezh ‘oa bet diskouezet er mirdi kentañ… Ma, n’eo ket grevus-tre! En ur zistreiñ davet an ti-gar ez eus bet kinniget deomp tañva ur banne te sukret (brudet eo Uji evit an te). Mat-tre oa, chomet omp da dañva ur bern traoù! ^^

Bet omp goude betek Nara, debret hon eus ur c’hurry evel dec’h a-raok mont davet Nara Dreamland a zo ur park dudi doare Disneyland a zo dilezet mik abaoe 2006. Difennet eo mont war an dachenn met gwelet ‘vez lodennoù zo eus an hent.DSC06850DSC06866 Ur sapre avantur eo bet peogwir e oa ret mont war an hent ha tout (n’eus riblenn ebet), trouzioù iskis ‘oa da vareoù zo, un tamm nec’hus an aergelc’h! Plant pegus a oa war vord an hent ha merzet e veze diouzhtu war hon dilhad pelec’h e oamp bet o pourmen… Met ‘m eus ket keuz da vezañ bet! Kollet e oamp e Nara goude, lakaet on eus pell a-raok kavout an ti-gar, goulennet hon eus digant ur plac’h a seblante diasur da vat… Met kavet hon eus a-benn ar fin. Pezh e zo e oa dale ganeomp evit ar pred a oa bet prientet e guesthouse E&S! Me ‘zo bet d’ober war-dro ma sac’h buan-ha-buan evit gounit amzer warc’hoazh a-raok adkavout anezho. Plijus-tre eo bet an nozvezh, debret nabe hag ur wastelenn a-feson, c’hoarzhet, sellet ouzh skeudennoù eured E&S… Ur skosez a oa aze, plijus ar plac’h! Un nozvezh a-feson eo bet, anat! Eskemmet ‘m eus ma skeudennoù gant reoù Kazuyo ha bet on o kousket…

kartenn-19-09-hollek

Hentad hollek an devezh

kartenn-uji

Uji

Nara

Nara

Nara Dreamland

Nara Dreamland

(25 681 paz)

Beurevezh e Miyajima ha mont da Hiroshima

Savet omp trankil beure-mañ. Keuz ‘m eus bet peogwir e oa izel un tamm ar mor ha moarvat e vefen bet gouest da vont da douch an torii ma vefen bet primoc’h. Ma!
toriiBet omp o troiata evit kavout boued goude. Tapet hon eus jug frouezh fresk (ananas ha kiwi evidon) hag ur melon-pan gant skorn… Un tamm pounner an dra! ^^melon-pan-skornGoude-se omp bet betek templ Toyokuni (pe Senjokaku) gant ar pagodenn 5 estaj (Gojunoto). Sioul ‘oa an traoù…kichen-toyokunitoyokunipagodenn-toyokuniBet omp war-lerc’h e santual bras Itsukushima. Izel oa c’hoazh ar mor avat neuze ne oa ket ken brav a war skeudennoù zo, met tud nevez a oa oc’h ober skeudennoù evit o eured!itsukushimaitsukushima-2 Pourmenet omp un tamm war an draezhenn da c’houde hag un tammig aon hon eus bet, gwall vuan e pigne ar mor a-greiz-holl! ^^ Kalz nebeutoc’h a dud a oa er straedoù, moarvat peogwir e oa devezh gouel broadel e Japan dec’h ( Keirō no Hi, devezh an dud kozh) e oa muioc’h a dud. Aze e oa sioul a-walc’h an traoù (kalz strolladoù touristed a bep seurt met gouzañvus).
Tapet hon eus ferry 12e40 ha bet davet Hiroshima. Un tamm torr-penn eo bet erruout peogwir e oan faziet mik beure-mañ en ur sellet ar gartenn evit gouzout pelec’h ‘oa an ostaleri, setu hon eus kerzhet kalz evit tizhout an ostaleri hag erru oan skuizh marv. Erruet ‘oa ma malizenn ^^ ha dispar eo an ostaleri (Urbain Hiroshima Central) : evajoù digoust a c’haller kemer a-hed an deiz, dijuniñ digoust, mekanik da gannañ digoust ha sec’herez ivez…
Ur bern produoù da n’em walc’hiñ er c’hambreier… Un dra a hegas ac’hanon hepken : ne vefe ket tu da welet dre ar prenestr na da zigeriñ 😦 Met mod all eo dispar evit ur priz ken izel!
Bet omp o pourmen goude e straedoù kenwerzhel goloet Hiroshima. N’hon eus prenet netra met un toullad traoù a felle din kemer e stalioù c’hoarielloù pe dilhad… >< C’hoariet hon eus gant E d’ur c’hoari taito bras a vez er c’hreizennoù c’hoarioù video. Gounezet ‘m eus :p
Da c’houde e oa erru naon ganeomp neuze omp bet o klask ul lec’h evit tañva okonomiyaki Hiroshima! Kavet hon eus unan e 6vet estaj savadur GAIA PACHINKO (treuzet hon eus ul lec’h gwall drouzus neuze!!) kichen an ti-gar, anvet HOPE. Mat-kenañ ‘oa (reoù disheñvel hon eus tapet ha tañvaet pep hini reoù ar re all). Keginet e oa dirazomp hag er fin ar perc’henn en deus goulennet diganeomp skrivañ ur gerig war e voger ^^okonamiyaki-hiroshimahiroshima-gerigouTapet hon eus un dibenn-pred a-raok mont d’ober war-dro hon dilhad. Tremenet kalz gwelloc’h pep tra (kannadenn ha sec’hadenn)! Prest eo ma malizenn en-dro ha ma sac’h…kambr-hiroshima Hag ar programm a-benn warc’hoazh! C’hoariet ‘m eus da glask lakaat blev malvennoù faos bet prenet en ur 100 yen shop met n’on ket deuet a-benn -.- Ret ‘vo klask en-dro XD
kartenn_16_gwengoloKartenn_16_gwengolo_bras

(14 602 baz)

Kollet en Osaka

Kalz trouz ‘zo bet e-pad an noz ha chomet eo E&S da gousket diwezhat. Un tamm hir ‘m eus kavet ma amzer met evel-se ‘m eus adtapet dale war a bep seurt traoù.

Aet omp kuit davet ar santual a felle din gwelet, war droad. Kavet hon eus ur 100 yen shop dreist war an hent ha prenet un toullad traoùigoù. Kollet-mik e oamp goude met ur plac’h a gomze mat-tre saozneg he deus sikouret ac’hanomp. Ar pezh a zo e oan titouret fall ha ne oa ket tamm ebet ar santual a felle din gwelet! (Fellout a rae din gwelet santual Yasaka. Met hini Namba ha ket hini Fukushima! Ahaha! -.- Faziet e oan neuze en ur glask war ar gartenn.) Na dipitet e oan!!
Yasaka-jinja-fukushimaBet omp o prenañ boued goude ha chomet omp gwasket abalamour d’ar glav. Me hag a soñje mont betek ur park e diavaez Osaka en Norzh, tapet berr e oamp! Chomet omp a-sav e Kyobashi peogwir hon oa amzer ha pourmenet un tamm er straedoù. Begin-kyobashi-1Begin-kyobashi-2Begin-kyobashi-3Klasket hon eus mont kentoc’h davet Nipponbashi goude, e-lech m’emañ karter ar manga met ur wech ouzhpenn n’hon eus ket dibabet mat-tre. Bet omp en ur greizenn kenwerzh ha da gemer un tamm adverenn hag e plas hon eus kavet dre zegouezh un templ bamus da vat! Isshinji eo. O serriñ e oa met amzer hon eus bet da bourmen un tamm memestra. Iskis-tre ha brav kenañ. Ouzhpenn e oa an heol o vont da guzh. Un istor iskis a zo bet gant ar gward hag E a oa o c’hoari gant ur c’hazh… ^^Isshinji-1Isshinji-2Isshinji-3Isshinji-4Isshinji-5Bet omp goude da welet an tour a ro liv an amzer (Tsūtenkaku) ha da bourmen e straedoù leun a livioù, boued e pep lec’h…tsutenkakuShinsekai Skeudennet omp bet gant un tourist d’ur mare zo, iskis oa ^^ ha bet o tebriñ kushikatsu. KushikatsuMat ‘oa ar boued, distroet omp sioul d’ar guest-house ha debret traoù bet prenet er 100yen shop ouzh ar beure evel dibenn-pred ^^madigou-sushiMat-tre oa ha plijus fin an devezh daoust d’an traoù cheñchet hag un tamm «forzh petra»…

kartenn_11_gwengolo

(16 611 paz)

Tro wenn e Shinagawa ha stalioù Akihabara

Goude tout avanturioù an deizioù tremen em eus bet c’hoant da chom da gousket. Dihunet on bet gant an embregerezh kendo e-kichen avat (aaaah, ankouaet mik em boa an dra-se e-pad ma sizhun e Kyōto!!)… Met n’eo ket bet re start menel en-dro.
Goude-se ‘moa emgav gant B evit debriñ e-kichen ti-gar Ōtsuka. Dre zegouezh e oa A (plac’h ar c’houblad Gallaoued a labour e Japan, ket eben !!) o tebriñ aze ivez. Un tamm pred diverrañ eus ar pezh a oa c’hoarvezet gant pep hini eo bet neuze. Goude-se omp bet betek santual Shinagawa evit an dañs shinto sakr. Met ne oa netra!! Faziet e oa an ajañs war an devezh war an deiziadur sevenadurel! N’ouzon ket pegoulz e oa met un tamm lu ‘m eus kavet… (ha gouezet am eus goude-se ne oan ket bet ma-unan oc’h ober tro wenn an deiz-se!)

shinagawa_uhel

Sell war santual Shinagawa eus an uhel

shinagawa2

Hag eus an tu all !

Bet omp neuze da bourmen un tamm tro-dro da Shinagawa. Klasket hon eus pignat e-lein un tour en doa notennet B evit ar gweledva met un dra cheuc’h spontus e oa gant ur preti… N’hon eus ket kredet mont-tre! Goude-se omp bet da welet templ ar 47 ronin : Sengaku-ji. Un den drol-tre a oa aze o tapout skeudennoù, klasket en deus komz ganeomp, moarvat evit displegañ istor an templ met iskis-tre oa… sengakuji

Goude-se omp bet da Akihabara da brenañ traoù.

akihabara_nail_art

“Nail art” mod Akihabara! ^^

Me ‘zo distroet da Ōtsuka peogwir em boa emgav evit koan gant tud an devezh kentañ, m’ho peus soñj mat!kartenn_15_04

(17 941 paz)

Sendai

Daoust da bep tra (d’ar skuizhder dreist-holl) on deuet a-benn da sevel ha da erruout en koulz evit tapout tren 6e56 evit mont da Sendai. Un dijuniñ bihan ‘m eus prenet war ar c’hae (kioskoù a vez evit gwerzhañ boued, evajoù ha kelaouennoù). dijunin_tren Tremenet buan ar veaj ha setu-me erru e Tōhoku neuze!
Raktreset em boa mont da welet Ōsaki Hachiman-gū, ret e oa din tapout an tren evit-se. N’am eus bet kudenn ebet en tren met faziet on mik evit hent ar santual! (ti-gar Kunimi war ar gartenn, bet on a-gleiz e plas mont a-zehou…!) Erruet on en un templ kollet (大聖寺 (Daishouji?)) ha distroet davet an ti-gar. Ranket ‘m eus goulenn ma hent div wech met sikouret on bet mat gant an dud daoust dezho pas komz saozneg. Deuet on a-benn da gavout ar santual! Brav e oa e gwirionez.oosaki_hachiman_gu Goude-se ‘m eus adtapet an tren (ha santet ur c’hrenn-douar war an hent pa oan o kerzhout!) evit mont da welet templ (ha liorzh dreist-holl) Rinnōji ranket ‘m eus ivez goulenn ma hent, echu mik radar Nintendo aze, ne gomprenan seurt evit mont war-raok e Sendai! E diavaez kreiz-kêr e oan ha ne oa netra skrivet e romanji, kazi riblenn ebet kennebeut… Iskis! Chomet on a-sav e templig Daihoji buan-ha-buan.
Ma, kavet ‘m eus ivez ha gwelet al liorzh vihan brav. Ne oa kazi den ebet! rinnoojiTraoù iskis a oa tro-dro d’an templ, liammet gant ur film pe n’ouzon ket…rinnooji_tudenn Aze ez eus bet goulennet diganin ma oan studierez etrevroadel gant un den a bourmene e gi. Deuet on a-benn da gavout ar metro goude (eüruzamant em boa kavet ur gartenn eus Sendai er santual) ha da vont davet kreiz-kêr. Chomet on a-sav da zebriñ rak gwall skuizh e oan ha da welet ar vediaoueg goude. Brav eston eo! smtDegemeret mat-tre on bet, roet ez eus bet din ur c’harnedig evit ar sielloù hag an aotre da dapout skeudennoù. 7 estaj a zo, ur sinema, estajoù diskouezadegoù, 3 estaj evit al levraoueg/mediaoueg hag en traoñ ur c’hafedi, ur stal hag ul lec’h evit prezegennoù. A bep seurt tud a oa, tud yaouank, tud kozh, o labourat pe o kousket. 🙂
Goude-se on bet betek ar park nepell (Nishi) . Un tamm dipitet on bet peogwir e oa kalz lec’hioù evit ar vugale da c’hoari met ne oa ket kement-se a gwez ha tout. Ur blasenn leun-chouk evit ohanami on deuet a-benn da welet memes tra met setu tout.sendai_ohanamiTro 3 eur bennak e oa neuze ‘m eus divizet tostaat eus an ti-gar. Hir a-walc’h e oa ar straed evit tizhout an ti-gar. Aze on bet er savadur AER da gemer merenn-vihan, da welet ar Pokemon Center hag ar sell war ar gêr eus lein an tour (31 estaj).adverenn_sendai pokemon_centersendai_aerGoude e oa poent mont da dapout an tren en-dro. Iskis un tamm eo bet ar veaj, un den oc’h huanadiñ n’em c’hichen, c’hwezh boued (poan ‘m eus c’hoazh gant an dra-se!), ur bugel drol dirazon a rae kalz trouz gant ur vouezh displijus-tre (en deus lakaet ac’hanon da soñjal en ur c’hrennard gant ur vouezh dic’houzañvus a zeue d’al levraoueg karter pa labouren) hag ur poupig o huchal… Un tamm skuizh on erru marteze gant tout ar beajoù en tren-se! Met setu, echu eo! Ha n’am eus tamm keuz ebet!
Ur c’hrenn-douar all ‘m eus santet em c’hambr ur wech erru!sendai

Tro 306 km a zo etre Sendai ha Tokyo

Tro 306 km a zo etre Sendai ha Tōkyō

(n’am boa ket lakaet ma 3ds da vont en-dro diouzh ar beure! Met 9181 paz goude-merenn (ha kerzhet ‘m eus kalz nebeutoc’h!))

Previous Older Entries

%d bloggers like this: