Dizoloiñ Tōkyō

Da 9eur 30 e oa emgav gant ar strollad evit pourmen e Tōkyō. Emgav hon oa e ti-gar Iidabashi. Un tamm diwezhat on loc’het hag erruet justik d’an eur met an hini gentañ ‘oan! Graet ‘m eus anaoudegezh gant ar Japanad a gaso ac’hanomp da bourmen an darn vrasañ eus an amzer neuze. Un tamm diwezhatoc’h eo erruet tout an dud ha setu-ni o vont. yasukuniBet omp betek santual Yasukuni, ur santual skoemp un tamm peogwir eo dediet d’an arme hag all… Desket ez eus bet deomp penaos saludiñ an torii (an norioù bras a vez dirak ar santualioù, ruz peurliesañ), penaos puraat a-raok mont er santual, hag all. Gwelet hon eus liseidi o lidañ fin ar c’hentelioù.santualdaijinbuDa c’houde omp bet betek santual Tōkyō Daijingu a zo anavezet evit bezañ ar santual e lec’h ma ya ar merc’hed da c’houlenn sikour evit kavout ur c’haredig. Debret hon eus merenn en un ostaleri hengounel, azezet war al leur, dorioù a vez ruzet hag all. Mat-kenañ a oa ar boued (torisukidon). Iskis an dibenn-pred, un doare jelly diwar un evaj-laezh anvet Calpis a vez kavet e Japan. A-raok tapout ar metro davet ur c’harter all omp bet o welet ar gwez kerez tro-dro da gelc’h diavaez ar palez.
Aet omp betek templ Kan-eiji, bered Yanaka ha templ Tennoji. kaneiji

beredyanaka

tennojiTremenet omp dre Yanaka Ginza, ur straed gant ur bern stalioù bihan hengounel, un tamm blaz an amzer a-gozh. Me ‘m eus gwelet ur bern skritelloù gant kizhier kentoc’h ^^
yanakaginzaFin ar bourmenadenn a oa e santual Nezu-jinja a zo brudet peogwir ez eus ur bern torii ruz.
nezujinjaKaozeet hon eus ha merzet e oa skol-veur Tōdai nepell setu omp bet kaset betek enno ivez. Fentus eo evit al lennerien manga (Love Hina da skouer) hag ouzhpenn e oa devezh an diplomoù war a seblant ha tout an dud gwisket brav neuze.
todaiDa c’houde omp bet betek Ikebukuro, gant plac’h all ar strollad omp chomet da evañ ur banne kafe pa oa ar baotred e stalioù. Fier on bet da c’houlenn ma banne e Japaneg penn-da-benn! (ne oa ket re start ha neuze?)
Pep hini zo distroet d’ar gêr a-raok an emgav evit koan. Bet omp e Shibuya da zebriñ en un ostaleri izakaya. E seurt preti e vez ur pred ha dreist-holl ez eus tu da gemer forzh peseurt evaj ha forzh peseurt kementad. E-pad div eur ez eus tu da gemer pep tra! Ar pred-se a oa bet aozet evit ober anaoudegezh gant Japaniz a gaoze galleg. Taolioù bihan 4 den a oa, (2 ha 2 tamm-pe-damm) me oa gant ur gall o labourat e Bro Japan, Kenji hon heñcher hag ur mignon dezhañ, Hiromichi. Mat ‘oa ar boued ha tro ‘m eus bet da dañva umeshu (alkool ume, un doare prun) ha sake tomm. Kentoc’h mat an daou! Plijus ha fentus eo bet. Un toullad ac’hanomp o doa degaset chokolad pe gwestell da reiñ da dañva d’ar Japaniz, plijet kaer int bet. Ur “prof” ‘m eus bet e fin an nozvezh : ankounac’haet e oa bet e disglavier gant ar gall a oa ganin ouzh taol setu ‘m eus e dapet! ^^ (Disglavier n°1, demat dit!) Ur sapre nozvezh goude ur sapre devezh pourmen! 🙂

kartenn_25_03

Klaskit ti-gar Iidabashi (al lec’h loc’hañ). An takad glas dindan a zo enezenn ar palez. Goude-se omp pignet tro-dro da Ueno bepred. Al lodenn er Gwalarn a zo ma zi 🙂

= 21141 paz hervez ma 3ds ^^

Advertisements

Setu erru e Bro Japan…

Kroget eo drol an traoù disadorn peogwir on erruet justik d’an emgav (8e55) ha n’am eus kavet den. Bet o c’houlenn digant ur strollad tud met ne oa ket int ha oa. O kregiñ da soñjal e oa c’hwitet an traoù evidon… Gwelet a ran avat un den o c’hortoz da gaout e diked a anavezan dre fb. Savetaet! Goulennet gantañ perak ne oa den evit reiñ ar paperioù ha tout…Diskouezet en deus din ar plac’h a roe deomp an traoù, kuzhet mik e-touez ur bern tud, dibosupl gouzout piv e oa. E gwirionez e oa unan eus ar strollad gant ur sapre kudenn : ankouaet e baseporzh!!
Ar plac’h he deus ret deomp hon tikidi (etre tan e oa erruet tud all eveldon) ha bet omp neuze o c’hortoz evit eskemm anezho ha lakaat hon malizennoù ha tout. Ar paourkaezh paotr n’en deus bet diskoulm ebet. Met sañset e erruo warc’hoazh.
Hir eo bet al lostad-mañ met goude hon eus bet tro da gaozeal 5 ac’hanomp asambles. Poent e oa mont er c’harr-nij da c’houde. Plaset e oan kentoc’h mat (e-kichen un alez) ha ne oa den em c’hichen! Plijus eo bet ar veaj-se. Prim omp bet evit cheñch karr-nij e Abu Dhabi (tomm spontus e oa du-hont!). En eil karr-nij e oa plijus bepred ar skipailh met hir-tre eo bet ar veaj ha n’on ket deuet a-benn da gousket kalz.
Ret eo bet deomp leuniañ ur baperenn evit ar valtouterez hag ur baperenn evit an envroañ. Strizh a-walc’h eo ar reolennoù e Japan. En ur erruout en aerborzh e vez tapet ur skeudenn ouzhimp ha roudoù hon bizied gant an envroañ ha goulennet un toullad traoù gant ar valtouterezh (perak oc’h aze, e pelec’h emaoc’h o vont, e pad pegeit…).
Goude-se e oa poent mont gant peurrest ar strollad (an doa tizhet 8 den en eil karr-nij ha 10 en gwirionez). Displeget eo bet mat an traoù deomp ha tapet un tren davet Tōkyō (an tren Keisei Skyliner 30 betek ti-gar Nippori ha goude-se gant al linenn Yamanote). Fentus-tre oa peogwir e oa un den a “anavezan” o c’hortoz an tren da guitaat an aerborzh ivez, a zo chomet ganeomp ha gallet ‘m eus komz gantañ un tammig ^^
Erruet omp e karter Ōtsuka e-lec’h m’eo staliet hor letioù. Ranket ‘m eus gortoz ur pennadig gant 2 all peogwir e oa ret kas pep hini d’e gambr (un tamm strewet er c’harter omp). Erruet dirak dor ma zi, ar plac’h a gase ac’hanomp a verz n’emañ ket alc’hwez an nor dall ganti, just hini ma c’hambr. N’hallan ket mont da boz ma malizenn… Emgav hon eus goude gant peurrest ar strollad evit prenañ ar gartenn metro. Ret eo bet din poz ma malizenn e ranndi ar reoù all ha distreiñ gant ar plac’h betek al lec’h emgav. Ur c’hod an hini a zo ezhomm e gwirionez ha n’eo ket un alc’hwez (met ne oa ket ar c’hod war ar paperoù bet roet din na netra)… Ma. Diskoulmet an afer-se. Re skuizh e oan evit mont da Ikebukuro da welet ar stalioù gant ar re all avat, gwelloc’h eo bet din mont da gerc’hat ma malizenn ha klask mont en ti ! Deuet on a-benn ar wech-mañ ha graet anaoudegezh gant div blac’h a zo en ti ivez, ur plac’h eus Bulgaria hag ur Japanadez a gaoze galleg. Tro am bo da welet ar re all diwezhatoc’h (pe get hervez ar merc’hed).
Goude un tamm staliañ, gwelet ma ya en-dro ar rouedad ha strinkadenn e oa poent mont da zebriñ koan peogwir em boa bet emgav.
Tro am bo da gontañ hiroc’h deoc’h diwar-benn an emgav-se moarvat… Plijus-tre eo bet, mat-kenañ ar boued ha dic’hortoz traoù zo.
Ha kroget drol an traoù : tañvaet kig balum kriz ganin. O_O (n’eus prouenn skeudennet ebet, aha!)
N’em eus ket tapet skeudennoù rak skuizh e oan met warc’hoazh e tapin skeudennoù en ur vont kuit rak ur straed vravig a zo e-kichen ma zi. Ret e vo din mont da brenañ boued ivez d’ur mare bennak… ! (re lezirek on bet evit mont d’ur c’hombini en ur guitaat ar preti)

Next Newer Entries

%d bloggers like this: