Kanazawa : kastell, liorzh, mirdioù ha glav!

Kousket ‘m eus mat kenañ war ar futon met ne oan ket gwall entanet evit mont er maez araok na errufe Erina. Chomet on da ober skeudennoù eus an ti hag implijet ar mekanik kafe cheuc’h! kambr-kanazawati-kanazawaLâret he doa din ar plac’h dec’h e oa fin ar mogerioù ha gwir eo, klevet e vez pep tra er straed hag en tiez e-kichen! Erruet eo Erina goude-se ha war-dro 11eur omp erruet e-kichen kastell Kanazawa. N’eo ket dedennus ar c’hastell kement-se met ar park tro-dro zo kentoc’h brav!kastell-kanazawamogerioù-kastell-kanazawakastell-kanazawa-uhelBet omp goude betek liorzh Kenroku-en a zo unan eus bravañ liorzhoù Japan (tri a zo en holl, ar Sanmeien int)! El liorzh omp bet o weladenniñ vila Seison-kaku, a oa ti unan eus gwragez ar c’hlan Maeda. Brav eo miret an ti ha traoù ispisial a zo, gant al livaj da skouer (a oa bet lakaet da zont a-bell evit diskouez pegent pinvidik e oa ar familh) met ne oa ket ar gwir da dapout skeudennoù. DSC08358Plijus-tre ‘m eus kavet pourmen el liorzh, a bep seurt tud a oa, skolajidi ha liseidi a strolladoù, tud kozh, koubladoù (reoù oc’h ober skeudennoù eured zoken ma ‘m eus soñj mat), touristed estren… Un drugar eo, anat!DSC08354DSC08365DSC08370Goude-se omp bet o tebriñ meren en ur preti e lec’h ma oa bet Erina o labourat pa oa studierez : Full of beans. Ur preti stil european un tamm, gant gwin ha kafe (ur meskaj gall/italian un tamm). Mat-kenañ ar boued (saladenn hag ur c’huri met n’eo ket brav ar skeudenn siwazh 😦 met hini ar preti n’eo ket fall ) ha sioul ha plijus an aergelc’h…full-of-beans-pladouFull-of-beansWar-lerc’h omp bet betek mirdi an XXIvet kantved, ur mirdi arz a-vremañ. Tro-dro d’ar mirid, en diavaez ez eus oberennoù a c’haller c’hoari ganto (un doare milendall livioù, ur gaoued hag all). DSC08392DSC08393E-barzh ez eus a bep seurt diskouezadegoù, lodennoù evit skolioù da ziskouez labourioù pe artizaned ivez. Ul lec’h brav ha dedennus-tre eo!Mirdi-xxi Plijet on bet gant ar prantad met n’omp ket bet gouest da vont er “poull-neuial” (unan eus an oberennoù brudetañ) abalamour d’ar glav. Chomet omp da zeskiñ ober skoulmoù brav “mizuhiki“. Ne oa ket saozneg dispar gant ar plac’h met pasianted he deus bet ha kalz plijadur em boa d’ober labour-dorn evelse!labour-dornGoude-se omp bet betek mirdi D.T. Suzuki, ur prederour zen brudet eo ha brav-tre eo ar mirdi. Gant lodennoù diwar-benn e vuhez, ul lodenn levraoueg/sal studi hag ivez ul lodenn diavaez a-benn chom da brederiañ. Desket ‘m eus ur bern traoù ha gwelet ur savadur dibar.DTSuzukiDTSuzuki-lennDedennet omp bet gant ul lec’h a-dreñv d’ar mirdi. O prientiñ ur festival gouleier e oa micherourien. Un den kozh a zo chomet da gomz gant Erina, souezhet o welet un estrañjourez aze. Un tamm adverenn ‘m eus tapet da c’houde gant ur skornenn matcha hag aour (brudet eo Kanazawa evit an aour).skornenn-aourGoude-se omp bet betek Naga-machi, ur c’harter kozh met ar stalioù a oa o serriñ ha buan eo kroget ar glav da c’houde! DSC08407Bet omp neuze da gavout repu e lec’h m’he doa labouret Erina gwechall (ar gevredigezh beajiñ perc’henn war an ti emaomp o lojañ!). Da c’houde omp bet betek preti bihan Yamamoto-san, ENYA 閻屋. Mont a rae Erina du-hont pa oa studierez, santet ‘m eus eñvorennoù plijus evito o daou. Plijus ‘oa an ostaleri strizh gant delwennigoù anime e pep lec’h, Perfume evel sonerezh (ur prantad fentus a zo bet peogwir ‘m eus goulennet ma oa Kyary Pamyu Pamyu hag Erina da respont “met produet int gant memes den!” Gouzout a ouien e oa pouezus perzh ur produer e bed ar sonerezh japanat met e vefe lâret naturel evel-se a ziskouez e oar an holl piv eo produer un arzour hag en deus splann e “verk” war oberennoù an arzourien) ha boued a-feson! D’am soñj ‘m eus tañvaet troad hoc’h evit ar wech kentañ, pesked mat ivez… Prientet dirazomp ha tout. Un drugar! DSC08412Distroet on d’ar ranndi da dapout ur gibelladenn (video da zont!) ha bet eo Erina da welet mignoned. Plijus ‘m eus kavet an devezh-se, oc’h heuliañ anezhi en he eñvorennoù studierez hag o tizoloiñ he sell eus kêr.

kartenn(18 652 paz)

1 Evezhiadenn (+add yours?)

  1. Trackback: Okayama ha Kurashiki | E skeud ar bleuñv kerez

Ober un evezhiadenn