Capcom Bar e Shinjuku

Kinniget ‘m eus da E&S mont da Shinjuku da bar Capcom. Bet omp neuze. A-drugarez d’ur blog e oa bet aes kavout al lec’h. Capcom-barMiret hon eus ur daol evidomp da 2eur. War a seblant ez eus un tamm nebeutoc’h a dud bremañ. En ur c’hortoz neuze omp bet en don quijote hag en tro-war-droioù (Lumine hag all). E he deus debret ur wastelenn dispar war a seblant! Bet omp un tamm a-raok div eur d’ar preti. N’eus ket kalz a blas met plijus eo, delwennigoù ha traoù a seurt-se a zo o kinklañ al lec’h, bez ez eus skrammoù ha peadra da c’hoari… Padout a ra 2 eur an “abadenn” (rak ur seurt abadenn eo). E-pad 1 eur 30 e c’haller gourc’hemenn ar pezh a fell deomp (gant paperoù). A bep seurt traoù a zo da zebriñ ha da evañ.

This slideshow requires JavaScript.

Me ‘m eus kemeret ur c’hocktail gant alkool Phoenix Wright, ur meuz Okami, un dibenn-pred Okami ha banne kafe Godot evel-just. Kavet ‘m eus kentoc’h mat ar boued ha pas ken ker se! Tro-dro deomp, evit an dud all e rae an ostized “sketchoù” bihan gant aroudennoù eus ar c’hoarioù ha tout. Ne seblantent ket ordin gwall brest avat. Ni n’hon eus bet nemet un delwennig war an daol met ivez… ar gwir da c’hoari da Street Fighter ganto! (enfin S hepken e gwirionez) Fentus-tre! Tro-dro ar fin ez eus un doare c’hoari bihan evit gounit goodies. Plac’h an daol e-kichen he deus bet ar priz! 🙂
Ur gourc’hemenn goodies ‘m eus prientet met n’ouzon ket petra ‘zo bet ha n’eo ket bet graet war-dro! War a seblant e oa “sold out” an darn vrasañ eus ar pezh a felle din… Iskis… Kemeret ‘m eus un artbook hepken neuze.
Plijus-tre ‘m eus kavet ar preti, laouen bras on o vezañ bet.levrdiGoude omp bet o pourmen er c’harter met n’ouzon ket perak e oa imoret fall E ha treuzkompren a-vil-vern diwar-benn petra fell ober da bep hini. Kollet hon eus kalz amzer da glask stalioù neuze padal ne felle ket dre ret deomp mont… E fin ar gont e oa kalz glav neuze omp distroet d’ar gêr o lakaat emgav evit koan. C’hoariet ‘m eus da Long Live the Queen ha bet ur gerig diwezhatoc’h o lâvar e oant skuizh ha ne felle ket dezho mont da zebriñ. Ma… 😦

(12 017 paz)

Souezhadennoù e Shinjuku ha karaoke e Ikebukuro

Un tamm klañv n’em santen digwener, skuizh ha poan daoulagad… Chomet on da straniñ kalz. Debret ‘m eus gant A da greisteiz, plijus e oa, met nec’het on bet gant un istor poubellennoù em zi ha kudennoù etre an dud o chom.
Goude-merenn e oa deuet E&S en-dro eus Kyōto (aet e oant o-unan) ha bet on gante e Shinjuku da brenañ… ur walenn peogwir en doa S kinniget E dimeziñ ar beure-se!! Souezhet on bet un tamm, me ‘zo bet an hini gentañ o c’houzout (goude tud an ostaleri e Kyōto!!) hag a-raok o familhoù dezho zoken! Brav-tre eo gwalenn E (ur bern bravigoù brav a oa er stal!) ha pedet on bet ez-ofisiel d’o eured a vo moarvat e miz Gwengolo 2014. Na petra ‘ta!! 🙂
Bet on en un tour gant stalioù ghotic lolita ha baby doll un tamm. Fentus a-walc’h e oa. Traoù brav (ha droch) ha traoù ker dreist-holl! (ur sapre stal Doc Martens a oa ivez… Un tamm temptet on bet me lâr deoc’h!)
Emgav hon doa goude gant S&A evit debriñ koan ha mont d’ar c’haraoke.
Un tamm dipitet omp bet peogwir e serre an hini e lec’h ma oamp bet ar wech all da 11 eur noz (9eur15 e oa dija!), divizet hon eus mont da Ikebukuro da glask war-lerc’h unan all kentoc’h. Ur chadenn divent hon eus dibabet (Karaoke Kan) ha ker a-walc’h e oa an nozvezh gant alkool (5000 円 dre den tro 45€ bennak), prest e oamp da vont da glask ul lec’h all neuze met rener an ti n’eus digresket ar priz peogwir e oamp niverus! Deuet omp a-benn da varc’hata 4000 円 (un 8€ distaol bennak neuze) dre den! ^^ Ur sal dispar hon eus bet gant ur sell brav war Ikebukuro… Un tamm start eo bet gourc’hemenn traoù da evañ peogwir ne oa ket kalz da zibab. Da gentañ hon eus kemeret un dra hep alkool hep gouzout deomp. Goude-se e oa lemon sour (vodka gant sitroñs) evit reoù zo ha whisky-kola evit ar re all. Chomet omp betek 5 eur dres an eur e lec’h a rankemp kuitaat ar sal. Digredus! An heol a oa savet etre-tan ha bet omp e tren kentañ ar beure… Ur sapre nozvezh! Dirak ma zi ‘m eus lâret kenavo da S&A a oa o vont da Okinawa an deiz war-lerc’h da vakañsiñ…sell_karaokekartenn_karaoke

(9 118 paz)

Sevenadur Japan e Shinjuku

Un tamm poan o sevel ur wech ouzhpenn (poan ‘m eus o tiskuizhañ ma divc’har abaoe ur pennadig) met erruet on tro 11eur30 bennak e-kostez Shinjuku e lec’h em boa emgav e penn kentañ goude-merenn.
Pourmenet on un tamm dibal, prenet traoùigoù e Tokyu Hands, gwelet pelec’h e oa ar c’hrampouezh-ti Breizh Café e memes savadur… (aet vefen a-walc’h da welet ar prizioù met ‘m eus ket bet pasianted a-walc’h da c’hortoz ar saverez!!)
Bet on o tebriñ ha goude tostaet betek lec’h an emgav. E karterioù brasañ Tōkyō e vez gwelet kalz muioc’h a glaskerien vara, tud o c’houlenn arc’hant, d’an douristed hepken…
An emgav a oa evit mont d’ar skol Japaneg Etrevroadel da lakaat gwir kimono hag ober un tamm kaligrafiezh. Plijus-tre e oa ar skipailh, o selaou hag o respont, aketus-tre ha plijus e gwirionez. Brav eston e oa ar c’himono ‘m eus aesaet! kimonoUr sapre gwiskad dilhad e ra memestra ha n’eo ket aes fiñval. Met gwashoc’h e c’hallfe bezañ me gav. Un toullad skeudennoù hon eus tapet ha diwisket an dilhad dija. (war a seblant e oa merkoù ar c’herdin da stardañ (teir en holl, unan evit pep gwiskad dilhad) war ma c’hroc’hen dija!)
Bet omp goude da ober un tamm kaligrafiezh neuze, plijus-tre, sioul. N’eo ket aes avat! Ar gelennerez a oa fentus a kavout a rae e oa “glan” ha nerzhus ma doare da dresañ ^^”dafar_kaligrafiezhEvet hon eus ur banne te goude. Un tamm ouzhpenn div eur omp chomet neuze ha pedet omp bet da zont da welet anezho war stand ar skol a vo e Japan Expo e miz gouere! 🙂
Bet on ma-unan betek ti-kêr Shinjuku da welet ar gweledva met dipitet on bet un tamm (serret e oa an tour Su). War an hent ‘m eus bet ar gwir da gaout niverenn pellgomz ur paotr yaouank un tamm iskis ivez… ^^”sell_shinjuku ti_ker_shinjukuEmgav hon oa goude evit debriñ ur pred “yakiniku” e Ikebukuro. E-pad 1eur hanter ez eus kig forzh pegement a vez poazhet war un doare barbecue e-kreiz an daol. Mat oa ar c’hig, re nebeut a legumaj evidon (goulennet ‘m eus saladenn meur a wech met n’eo ket trawalc’h!). yakinikuPlijus an dibenn-pred ivez. Un aergelc’h un tamm iskis a oa e-kerzh ar pred. Gant reoù zo (B, daou a oa e Kyōto ivez hag ur plac’h all) omp bet d’ar Speak Easy war-lerc’h ha chomet omp betek na serrfe an davarn… Dic’hortoz ha plijus! Etre-tan ez eus c’hoarvezet un dra iskis, tud eus ar strollad oc’h erruout evit klask warlerc’h un ospital… War a seblant n’eus bet netra grevus met un tamm nec’hus e oa memestra!kartenn_17_04

(13 160 paz)

Tro-dro da linenn dramgarr Toden Arakawa

Kroget ‘m eus an devezh o klask sikour digant ur c’henlojer rak na oan ket gouest da vestroniañ an dommerezh er gambr (tommañ a rae met diouzhtu pa veze diskennet e paoueze mik, ret din pignat war ur gador evit adlañsañ ha tout).tommerezhSikouret on bet ha mont a rae en-dro goude, ouf!
Divizet em boa mont gant an tram bihan a dremen dirak an ti (tramway nemetañ Tōkyō eo!) an deiz-se davet liorzh Asukayama. Abred a-walc’h e oa hag un toullad oamp o skeudenniñ ar sakura.
asukayamaUn aergelc’h plijus-kenañ ‘oa ha d’am soñj n’eo ket ul lec’h anavezet kaer gant touristed. Da 10eur on bet e mirdi ar paper. Ur mirdi bihan eo diwar-benn penaos ‘vez graet ar paper, istor ar paper. Seblantout a ra graet evit deskiñ d’ar vugale dreist-holl. Plijus-tre eo bet plac’h ar c’hef, roet din ur pezh levr e saozneg ha tout. mirdipaperAn 3de estaj n’eus plijet kalz din (an estajoù all n’int ket dedennus-tre e gwirionez) peogwir e oa a bep seurt traoù kozh graet gant paper hag un diskouezadeg origami dispar (difennet skeudenniñ). Ar plac’h kozh a rae war-dro al lodenn-se a seblante laouen bras o welet ac’hanon. Souezhet marteze. Chomet on da leuniañ ur c’houlennaoueg evit sikour anezho rak plijus-tre ‘m eus kavet an dud.
Da c’houde ‘m eus tapet an tramgarr en-dro da vont betek penn al linenn, davet skol-veur Waseda. tramgarr_wasedaLeun-chouk e oa an tramgarr d’an eur-se (tost da 11eur) ! Un tamm poan ‘m eus bet o kavout ma hent war tachenn ar skol-veur, gant fin ar bloaz ur wech ouzhpenn, ur bern tud pep lec’h, ar merc’hed e kimono… Goulennet ‘m eus ma hent gant un den a laboure aze met ne seblante ket anavezout ar mirdi ^^ Mat eo bet memestra. Erruet e mirdi Tsubouchi neuze.
tsubouchiSouezhet on bet peogwir eo digor frank ar savadur, n’eus den o tegemer na netra (digoust eo evel-just). Ur bern pezhioù bihan a zo, diwar-benn Shakespeare da gentañ, Tsubouchi da c’houde (an den en deus troet oberennoù Shakespeare e Japaneg) ha kentoc’h ar c’hoariva japanat goude, no, kabuki hag all. A bep seurt traoù a vez gwelet. c'hoarivahengounelSouezhet eo bet plac’h ar mirdi o welet ac’hanon ivez (darlammet zoken!) moarvat ne welont ket alies touristed amañ.
Laouen on bet ivez peogwir e oa al lec’h kentañ ma kaven sielloù. Lakaet siell Tsubouchi war ma c’harned neuze! (e Japan e lec’hioù zo ha tiez-gar zo e vez kavet sielloù gant un arouez pe ar savadur evit ober un dastumadenn anezho!)
Goude-se em eus ranket klask da zebriñ. Na ouien ket mat pelec’h mont met en ur gerzhet un tamm ‘m eus gwelet ar Mos Burger. Ur chadenn burger japanat eo, kemeret em eus ur rice burger evel-just! (D’am soñj e oa legumaj hepken e-barzh, n’on ket bet gouest da c’houzout re… Hemañ ‘oa ^^) Ur wech azezet, ar plac’h kozh n’em c’hichen zo kroget da gomz ganin… Komprenet ‘m eus “oichii” (a dalvez kement ha “lipous eo!”) met ne oa ket ma burger ganin c’hoazh neuze e kaven iskis. Da c’houde ‘m eus kredet kompren e oa o c’houlenn eus pelec’h e oan o tont… furansu neuze. Diskouez a rae ma dremm neuze n’ouzen ket ma kave just e oa ur penn iskis ganin 😀 (ar ger “kota” ‘m eus kredet kompren a war a seblant kotai a zo den, setu marteze e oa se.)
Ur wech debret hon aet davet Iliz-Veur Tokyo. Un tamm poan ‘m eus bet o kavout ma hent (trugarez vras Cartoville Tokyo! Savetaet on bet) met treuzet ‘m eus ur pont gant sakura brav ha pignet un tamm hag e oan erruet e-kichen an Iliz-Veur.
ilizveurUr sapre savadur eo, en diabarzh dreist-holl. Yen ha gris eo, uhel-uhel… An ograou dreist-holl a zo bamus (hini brasañ Japan ma ‘m eus komprenet mat).
Fellout a rae din mont betek un templ (Kishimojin) met n’on ket deuet a-benn da gavout an hent e lec’h ma ranken treiñ war Meguro-Dori. Erruet en arsavlec’h metro e oan faziet abaoe pell. Diegi ganin distreiñ war ma c’hiz ‘m eus divizet mont da Ikebukuro. Aze on bet betek Jiyu Gakuen Myonichikan, ur skol evit ar merc’hed e oa, Frank Lloyd Wright (tisavour amerikan) en deus treset an ti. Bremañ ez eus tu da weladenniñ ar savadur (hag evañ ur banne te ha kemer un tamm cake blaz sakura eveldon 😉 ) met d’am soñj e vez kentelioù c’hoazh ivez rak salioù klas zo a oa tud enno o labourat. myonichikanUl lec’h sioul eo met me soñje din kavout dedennusoc’h an tisavouriezh.
Distro e Ikebukuro e soñje din klask war-lerc’h stalioù met un tamm bras ar c’harter ha n’ouzen ket da belec’h mont resis ha Sunshine 60 (un tour bras a fell din mont enni) a seblante gwall bell eus an arsavlec’h. Distroet d’ar gêr neuze d’ober prenadennoù, lakaat dilhad da gannañ hag all. Da 9 eur hon eus bet emgav er Speak Easy gant 4 all eus ar strollad, an davarn-se a zo liammet gant ar guest house Tokyostay a ra war-dro hor tiez ha d’ar Meurzh eo nozvezh ar galleg (Lun rusianeg, Merc’her spagnoleg hag italianeg ha Yaou saozneg). Japaniz a zeu aze da glask pleustriñ war ar yezhoù a studiont neuze. Chomet on kalzig da gomz gant ur paotr met o paouez kregiñ gant ar galleg emañ setu e oa kentoc’h saozneg a-benn ar fin. Graet ‘m eus anaoudegezh gant 2 c’hall all ivez, o chom e ranndioù Tokyostay met o vevañ aze evit labourat e-pad un toullad mizioù (6 miz bennak). Un nozvezh plijus ur wech ouzhpenn! Bihan tout eo an davarn ha ret eo krediñ pignat er savadur, er skalieroù strizh ha tout… Ur gwir davarn eus Tōkyō ^^ Unan eus paotred ar strollad a zo bet bamet peogwir em boa graet tout an traoù ma-unan an deiz-se… ^^ N’eo ket re start pa brienter :p

Biz emañ ar park ha mirdi ar paper. Gwelet e vez mat al linenn dramgarr betek Waseda hag an Iliz-Veur. Ar skol a zo e-kichen Ikebukuro.

Biz emañ ar park ha mirdi ar paper. Gwelet e vez mat al linenn dramgarr betek Waseda  er Su.  An Iliz-veur a zo uheloc’h un tammig (ar muiañ er reter), ar poent all o vezañ ma fourmenadenn dic’hortoz pa oan kollet ^^. Jiyu Gakuen Myonichikan a zo e-kichen Ikebukuro.

(17965 paz)