Hakone

Beure-mañ on savet abred a-walc’h a-benn mont da Hakone, unan eus lec’hioù touristelañ Bro Japan. E-kichen al lennoù a zo tro-dro da venez Fuji emañ Hakone, menezioù a zo ha tout. 15 a dud e oamp o vont kuit eus ti-gar Shinagawa ha kaset omp bet gant ur bus prevez. Un eur hanter bennak hon eus lakaet evit tizhout Hakone (kousket ‘m eus a-hed ar veaj pe dost). Glav a oa pa omp erruet e Hakone. Bet omp o welet santual Hakone (Hakone-jinja), un torii brav-eston a zo aze, gant ur sell war ar mor…hakone_jinjaUr santual bet adsavet gant ar shogun kentañ (memes paotr ha Kamakura!) eo. Bet omp betek “kreiz-kêr” Hakone goude da zebriñ. Debret ‘m eus tempura pesked ar vro :  dluzh kanevedenn ha pesked bihan doare sardin un tamm. Mat-tre ‘oa! merennWarlerc’h omp bet da welet Hakone Sekisho. Hakone a oa un “checkpoint” war hent Tōkaidō (an hent etre Tōkyō ha Kyōto da vare edo). Un doare kêriadennig/mirdi eus mare edo eo neuze bremañ.hakonesekishoProfitet ‘m eus evit kemer ur banne kafe gant laezh (tomm) peogwir em boa riv un tammig. C’hoarzhet ‘m eus mat, me lâr deoc’h! (skrivet e galleg, gant un dresadenn stil tiez Pariz hag ur banniel tri-liv… Al livioù a zo ar re vat met an urzh… :D) Pignet omp en-dro er bus (goude bezañ dizoloet un tamm artizanelezh Hakone, ar marketerezh!) ha davet ar menez da welet ar “menez-tan” (aezhenn sulfur)! E-kerzh ar veaj e oamp holl o klask tapout skeudennoù eus menez Fuji! Oa ket ordin gwall vrav an disorc’h… ^^ Parket eo bet ar bus da live ti-fun-garr Owakudani. Kalz bravoc’h oa an amzer ha gwelet hon eus menez Fuji!! Digredus!! ^^menez_tanfujisanHeñcherez an devezh a oa plijus-tre hag amzer hon eus bet da dañva an ûoù du a zo sañset da lakaat da c’hounid 7 bloaz buhez hag all (Krog on da brenañ traoùigoù droch evidon anzav a ran…).kurotamago kurotamago_skritellGoude-se omp bet betek an ostaleri, ur ryokan hengounel eo. Ostaleri Shinanoki eus ar strollad letioù Ichinoyu eo. Un tamm aon ‘m eus bet o welet e oan bet lakaet er gambr gant paotred (an heñcherez a oa sañset da vezañ ganin met distreiñ a rae da d/Tōkyō a-benn ar fin) met un emglev hon eus bet ha kemeret ‘m eus kambr an heñcher evidon ma-unan ^^
Ur gambr glasel eo (lakaat a rin skeudennoù moarvat). Bet on en onsen gant div blac’h all, gwisket e yukata hag all. An onsen diabarzh a oa tamm-pe-damm evel hini Nokogiri met an hini er-maez en deus plijet ar muiañ din!! 😀onsenHa goude-se da zebriñ koan (ur sapre pred, gant nabe hag ur bern traoù all) ha distroet d’an onsen ur wech all!pred_koanMont a refomp ivez warc’hoazh beure a-raok mont kuit 😉
Goude an eil troiad onsen e oa emgav e “kambr ar merc’hed” (all!) gant daou baotr a oa er pred ninja da evañ umeshu… C’hoarzhet hon eus oc’h ober goap eus an drama japanat ha korean a oa er skinwel… Un devezh a-feson ^^

kartenn_pell

Sell a-bell

kartenn_hakone

(diskarget ‘oa ma 3DS neuze n’am eus ket an niver a bazioù)

Kamakura

Glav e oa c’hoazh dimerc’her met ne oa ket un abeg evidon da c’hwitout war ar bourmenadenn e Kamakura. Emgav hon oa e ti-gar Shinagawa a-benn tapout an tren betek ti-gar Kita-Kamakura. Un ti-gar bihan tout eo! Du-hont hon eus kavet Isabelle, ur plac’h o vevañ du-hont  hag  a ra war-dro gweladenn ar gêr. Temploù e-leizh hag istor ar grennamzer.
Kroget hon eus gant Engaku-ji. Un dachenn vras gant un toullad savadurioù ha bouddhaoù disheñvel. Ur bern “triforce” a oa e pep lec’h! (arouez an den en doa lakat sevel an templ ma ‘m eus soñj mat). Pignet omp gant skalerioù evit gwelet ur c’hloc’h divent (teñzor broadel), ur sell brav a oa. Ur vered vrav a oa e-kichen ar skalieroù ha souezhet omp bet o welet merc’hed gwisket gant yukata o vezañ skeudennet, war a seblant e oa merc’hed brudet ^^

engaku-jitriforce(kalz eus ma skeudennoù a zo vil a-walc’h siwazh, abalamour d’ar glav-bil neuze ne lakin ket kalz)
Un tamm ehan gant ur banne kafe pe te tomm (‘m eus ket soñj) evidon, peadra da stourm ouzh ar glav un tammig! Bet omp war-lerc’h da welet Kenchō-ji (lakaat a ran liamm wikipedia peogwir al lec’hienn ofisiel a zo troet gant ur mekanik ha forzh petra eo ^^), unan eus temploù zen koshañ Japan. kenchoo-ji1Du-hont e c’haller gwelet ur Bouddha nec’hus a-walc’h, ur Bouddha treut-ki goude bezañ chomet da yunañ. Cheñch a ra eus ar boulom kofeg a weler ni… bouddha_kenchoo-ji

kenchoo-ji2C’hoarzhet ‘m eus abalamour d’ur skritell, war a seblant e vez laeret ar botoù pa vez an dud en templ! Iskis…botoùAr gwir a oa da sellet e-barzh ar sal pediñ met ne oa pedenn ebet. Plijus e rank bezañ tremen d’ar prantad mat evit gwelet ur bedenn bennak! Ul liorzh brav-tre a zo aze.kenchoo-ji_liorzhPlijus ‘m eus kavet al lec’hioù, peurrest ar strollad (graet ‘m eus anaoudegezh gant tud nevez a seblante plijusoc’h eget dilun!) hag an heñcherez. Un toullad traoù a zo da welet e Kamakura!
Kerzhet hon eus goude betek ar gêr, tremenet dre Tsurugaoka Hachiman-gū ha debret e-kichen an alez kerez a ya betek ar mor…

hachuman

sell eus ar santual gant an torii hag an alez betek ar mor na vez ket gwelet

Mat-kenañ ‘oa ar pred, domaj e vefemp erruet re ziwezhat evit gwelet an alez leun a sakura… kamakura_sakuraTapet hon eus un tren bihan betek Hase goude da welet ar Buddha bras e templ Kōtoku-in. Posupl eo mont e-barzh an delwenn en ur baeañ met n’am eus ket bet c’hoant mont. D’am soñj eo teñval ha mouest ha n’eo ket gwall dedennus ^^ Disheñvel ‘m eus kavet anezhañ eus hini Nokogiri hag ul liorzh bihan korean brav a zo a-dreñv, plijus eo.

War a seblant eo ral gwelet evned war penn Bouddha hag e toug chañs...

War a seblant eo ral gwelet evned war penn Bouddha hag e toug chañs…

daibutsu2

Botoù Buddha!

Botoù Buddha!

daibutsu4Goude omp bet da welet templ Hase-dera . hase-dera1

Ur vilin-pediñ mentet bras!

Ur vilin-pediñ mentet bras!

hase_panohase_dera2hase_dera_liorzhmougevbentenEvit echuiñ omp bet betek ul liorzh brav gant mougev Benten (Benten-kustus) a-raok adkemer trenoù davet Tōkyō. trenhaseUn devezh leun-mat ur wech ouzhpenn!
Diouzh noz eo deuet “ar re all” (J, B, E, S, S hag A) betek ma zi ha c’hoariet hon eus d’un doare “loup-garou de Thiercelieux” betek 1eur30 beure…

Kamakura e-keñver Tokyo.

Kamakura e-keñver Tōkyō.

Ha Kamakura a-dost! Kroget omp e Kitakakura ha diskennet tamm-ha-tamm.

Ha Kamakura a-dost! Kroget omp e Kitakakura ha diskennet tamm-ha-tamm.

(16 467 paz)